Bezañ mestr war ar mor ha war an arvor e Breizh, aze emañ an dalc’h evit aotrouniezh roue Bro-C’hall

Aozer : Vincent Launay / Meurzh 2021

Bezañ mestr war ar mor ha war an arvor zo unan eus palioù politikel Fulup IV Bro-C’hall er brezelioù a ren. Dre ma vez gantañ brezel war-lerc’h brezel, a-enep Bro-Saoz da gentañ, a-enep Flandrez da c’houde, e teu da gompren ez eo ret kaout ur vorlu evit brezeliñ. Unan eus e zivizoù a vo lakaat sevel Kloz ar Galeoù e Rouen, a vo anezhañ arsanailh kentañ ar roue adalek 1292.

Ur perzh a-bezh a rank Breizh c’hoari en erbedoù-se eta, diwar neuze. Goulenn a ra ar roue Capet ouzh beskont Avranches ren un enklask eno e 1296, a-hed aodoù Mor Breizh dreist-holl. Bloaz a-raok, e 1295, ha brezel dezhi c’hoazh etre Bro-C’hall ha Bro-Saoz, ez eus bet kaset ur skrid-memor da Fulup IV evit e ditouriñ diwar-benn ar mod da armiñ ur vorlu ha da gaout ur marin a vrezel a c’hellfe diskenn e Bro-Saoz. Pa ’z eus meneget er skrid-se batimantoù e porzhioù Rouen, ar Roc’hell, La Réole ha Bourdel, n’eus meneget hini ebet e Breizh avat. Unan eus palioù an enklask-se gant beskont Avranches a oa marteze taoler ur brassell ouzh ar pezh a oa posubl da ober er porzhioù pennañ, penn-da-benn da aodoù an hanternoz e Breizh.

Hiviziken e tro roue Bro-C’hall war-eeun etrezek roue Bro-Saoz en aviz da zifenn madoù ar Vretoned. D’ar 6 a viz Mae 1310 e c’houlenn gant Edouard II ma vefe digollet tud Sant-Maloù war-lerc’h ar gaou bet graet dezho gant tud Baiona, a oa sujidi da roue Bro-Saoz da neuze. E 1313 e kas da roue Bro-Saoz ar c’hlemmoù en deus bet digant menec’h hag enezidi ar Gerveur, bet peilhet o madoù dezho gant morlaeron saoz. Bezañ mestr war ar mor ha war an arvor, aze emañ an dalc’h diwar neuze etre roue Bro-C’hall ha dug Breizh.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Vincent Launay, « Bezañ mestr war ar mor ha war an arvor e Breizh, aze emañ an dalc’h evit aotrouniezh roue Bro-C’hall », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 23/03/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/bezan-mestr-war-ar-mor-ha-war-an-arvor-e-breizh-aze-eman-an-dalc-h-evit-aotrouniezh-roue-bro-c-hall

Le texte de l'enquête du vicomte d'Avranches : Nouveau recueil d’actes inédits des ducs et princes de Bretagne, éd. A. de La Borderie, Rennes, Imp. Eugène Prost, 1902, p. 64-74, n° XVIII.

Cassard Jean-Christophe, « La gestation médiévale d’une frontière de mer observée depuis la Bretagne armorique », in Catala Michel, Le Page Dominique, Meuret Jean-Claude (dir.), Frontières oubliées, frontières retrouvées. Marches et limites anciennes en France et en Europe, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2011, p. 101-117.

Coativy Yves, « Le voyage du vicomte d’Avranches en Bretagne (1296) », in Bouget, Hélène, Coumert Magali (dir.), Histoires des Bretagnes, 2, Itinéraires et confins, Brest, CRBC-UBO, 2011, p. 143-151.

Russon Marc, Les côtes guerrières. Mer, guerre et pouvoirs au Moyen Âge. France – façade océanique xiiie-xive siècle, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2004.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité