Ar brezel war talbenn an armerzh hag an arc’hant
Ken bras e voe an niver a soudarded bet lazhet kerkent ha ma oa krog ar brezel, ha ken splann e oa tonket hennezh da badout pelloc’h evit na oa bet soñjet, ken e voe galvet ul lod bras eus ar wazed eus 20 da 47 vloaz d’ar c’houlz-se. Ar re yaouankañ a voe galvet ar stankañ hag an abretañ-tout. 90% eus ar re a oa arru pare e 1912 pe goude-se a voe galvet kerkent. Stankoc’h e voe galvet ar Vretoned d’ar brezel avat dre ma oa yaouankoc’h poblañs Breizh dre vras (28 vloaz ha seizh miz) evit hini ar Stad c’hall (32 vloaz ha 3 miz). An tiegezhioù bras a oa war ar maez d’ar c’houlz-se zo kaoz, dreist-holl, d’ar seurt demografiezh. Kement-mañ a zispleg penaos eo Vigneux-de-Bretagne ar gomun eus departamant al Liger-Izel a gollas ar muiañ ar wazed : 915 eus an 3 063 den a oa o chom eno a voe galvet ha 211 dioute a voe lazhet er brezel, labourerien-douar ar pep brasañ anezhe (195), da lâret eo 6,75 % eus poblañs ar gomun.
Kemm a voe degaset gant ar brezel e doareoù labourat hag e palioù ar greanterezh. Pourveziñ an talbenn a zeuas da vezañ broud uzinioù Breizh. Kavout a reas fornerezioù LU ha BN e Naoned fred nevez o fardañ « bara ar brezel » tra ma paske ar friturioù Cassegrain ha Beauvais « kig-marmouz » (Corned-beef) d’an arme. Tost da 2 000 a vicherourien hag a vicherourezed a veze o labourat e 29 uzin gwriat gwiskamantoù-soudarded. Ar govelerezh, aet da greanterezh an armoù an hini a roe fred d’ar muiañ a dud eveljust : 21 800 den a laboure ennañ e Naoned, 4 700 a wragez ha 2 250 a vugale en o zouez.
Ar c’henstriv sokial ha sevenadurel
Kemm a voe degaset ivez gant kenstriv ar produiñ hag an arc’hantiñ er perzh sokial a oa bet hini ar merc’hed hag ar vugale betek-henn. A-viskoazh e oa bet ar Bretonezed o labourat, el labour-douar paneveken. Gant ar brezel avat e voe roet d’ar re-mañ ur gefridi nevez p’en em gavjont o terc’hel penn ar menajoù. E kêr an hini e voe ar c’hemmoù brasañ avat. Fred a gavas ar merc’hed en uzinoù-armoù, hag int niverusoc’h evit ar wazed a-wechoù : 3 000 plac’h a oa e milin poultr du Brest e 1917 pa ne oa nemet 2 500 gwaz en o c’hichen.
5 100 a wragez a oa e 1918 e atalier gouinañ-tennoù arsanailh Brest. E Roazhon, e miz even 1917 en em gavas ar « munisioneziged »-se e penn un emsavadeg evit kaout goproù dereatoc’h ha doujañs digant ar vistri vihan. Kemer lec’h ar wazed a rejont er skolioù-paotred, o konduiñ an tramweoù hag o kas al lizhiri. En em enrollañ a rejont evit ober war-dro ar c’hloazidi pa oa deuet Breizh da vezañ un ospital bras, pell eus tachenn an emgannoù. Koulz hag « aeled wenn » a veze sellet oute, o tont da soagnañ ha da frealziñ an 800 000 soudard bennak zo bet o klask repu en ospitalioù bet savet e-leizh war ar prim e Breizh. Diskouez ar ra tresadennoù bugale ar c’houlz-se pegen bras e oa an eston neuze, o welet merc’hed o sammañ kargoù nevez. Kement ha ken brav ken e krogas ar veleien da vezañ nec’het gant ar soñj e c’hellfe ar merc’hed mont gant hent an disentidigezh. Hag ar c’hazetennoù katolik, asambles gante, da zegas kentelioù ar Skriturioù sakr war plas ar wazed hag ar merc’hed da soñj d’an holl neuze.
Broudañ kemmoù e kevredigezh Breizh a reas ar brezel o toullañ enni, plijet pe get, prenester ouzhpenn, digor ouzh ar bed. Kerkent ha deizioù kentañ ar brezel e tegouezhas repuidi e Breizh, Belgiz dreist-holl. War o lerc’h e teuas prizonidi-brezel alamant, deuet-fall gant ar Vretoned er penn-kentañ. Un nebeut mizioù war-lerc’h e oa kaeraet imor ar Vretoned oute dre ma oa dioute labourerien marc’hadmat. E 1914 e tilestras ar soudarded saoz e porzhioù-mor Breizh, Rusiz e 1916 hag Amerikaned dreist-holl adalek 1917. Ober a reas ar Sammies eus Brest ha Naoned o diazlec’hioù pennañ e Breizh ; hag ar Vretoned d’ober anaoudegezh neuze gant ar jazz, ar chewing-gum hag an dispartiaj gouennelour en arme amerikan.
Dont a reas an uzinioù hag an ospitalioù bet savet war ar prim lec’hioù daremprediñ etre ar Vretoned hag an estrenien. Ha pa oa bet tomm an degemer alies er penn-kentañ, e teuas an darempredoù da vezañ stennoc’h goude-se, betek degas emzalc’hioù gouennelour war-wel adal neuze, dreist-holl ouzh ar « Sidi », evel ma veze graet eus al labourerien deuet eus trevadennoù gall Norzh-Afrika. Ober gant liested an denelezh e teskas ar Vretoned ober ivez da goulz ar brezel-se.
Forzh peseurt hent a oa mat gant ma veze enrollet ar speredoù o vont gantañ. O reiñ ton d’ar vreizhadelezh e voe klasket tostaat ar Vro vihan d’an hini vras. Ne rae ket ar Stad van ouzh ar brezhoneg kennebeut all adal ma oa afer broudañ an dud da deurel o skouedoù e skudell vras an amprestoù « broadel ». Ha Théodore Botrel, lakaet da varzh meur an armeoù, da zisac’hañ gwerzennoù brogarour da vagañ rummadoù kartennoù post hag a veze kaset d’an talbenn. Ha kazetennoù ar vro, minellet-mat, da ganañ meuleudi da soudarded Breizh, ken kalonek ha ken brokus. Ne oa sañset an implij berrbad-se eus arouezioù Breizh nemet harpañ ar vrogarouriezh c’hall. Diverkañ skeudenn ar blouked, bet kaset pelloc’h gant « Bécassine », a reas ar c’hoari pilpous-se avat ha broudañ ur skeudenn nevez en he flas. Rak perzh eus eñvor ar brezel e oa deuet an arouezioù-se eus ar vreizhadelezh da vezañ. Ha pelloc’h c’hoazh : dalc’hoù disheñvel, pe enep zoken, o deus tapet krog en eñvor, diouzh ar plas hag an dalvoudegezh a zo bet roet dezhe. Rak brezel ar memor e c’hell memor ar brezel bezañ war un dro.
Bet troet diwar ar galleg gant : J-D Robin