Dalc’hoù etrevroadel brezel ar C’hevre

Aozer : Hervé Le Goff / Genver 2021

Bepred e oa mennet Felipe, roue Spagn, da aloubiñ Breizh-Veur. War-lerc’h c’hwitadenn e Armada e Gravelines avat, d’an 8 a viz Eost 1588, en doa lakaet hennezh en e soñj harpañ e vatimantoù brezel adalek plegoù ha porzhioù-mor Breizh : degas pourvez dezhe, nevesaat an ekipajoù hag enrollañ lomaned hag a anaveze mat aodoù norzh Europa. Ar Saozon er c’hontrefed ne oant ket evit degemer e lakaje ar Spagnoliz o c’hrabanoù war porzhioù Breizh ha lakaat er mod-se o rouantelezh hag o c’henwerzh en arvar. Tennañ  gounid a reas ar Spagnoliz eus ar reuz a oa e Breizh oc’h en em glevet gant Merkeur e 1589, pe abretoc’h zoken marteze, evit staliañ 3 000 soudard e genou ar Blañvezh. Graet e voe kement-mañ e 1590 ha kreñvaet al lec’h raktal. Kreskiñ a reas nec’hamant ar Saozon c’hoazh p’en em glevas Felipe II ha Maien e miz Genver 1591 evit ma vije degemeret batimantoù Bro Spagn er porzhioù-mor dalc’het gant ar gevreourien. Lakaat e grabanoù war Vrest a felle da Felipe II ober, ha gant ar soñj-se e lakaas sevel kreñvlec’h Rozkañvel. O welout kement-se e reas ar rouanez Elizabeth 1 he soñj skeiñ e Breizh. Sinañ un emglev gant Herri IV a reas eta ha derc’hel a reas d’ar pezh a oa bet sinet ganti. Herri IV ne reas ket kement all avat pa ne ziskouezas ket bezañ komprenet mat  pegen pouezus e oa koulz an dalc’h-brezel-se ha lec’h strategiel Breizh. Kerkent ha dilestret ar Saozon (2 500 gwaz) e savas disemglev etre ar roue hag ar rouanez, gante mennozhioù disheñvel-krenn war ar mod da gas ar brezel.  Pa voe tapet Rozkañvel gant an arme gall-saoz-se e miz Du 1594 e c’hellas ar rouanez degas he soudarded d’ar gêr a-benn ar fin. Ar Spagnoliz avat, ha pa oant lakaet diaes e pep keñver, a chomas e Breizh kement a marc’hatañ ar peoc’h a voe sinet e Vervins e miz Mae 1598.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hervé Le Goff, « Dalc’hoù etrevroadel brezel ar C’hevre », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/dalc-hou-etrevroadel-brezel-ar-c-hevre

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité