Dastumad meur Donatien Laurent

E miz Du tremenet eo bet lakaet en-linenn ur pezh mell oberenn : dielloù an tudoniour ha yezhour Donatien Laurent : 136 enklask, ouzhpenn 600 eurvezh a enrolladennoù bet graet gantañ adalek 1956 betek fin ar bloavezhioù 1970. Klevet vo Donatien Laurent, Ifig Troadeg, Yann-Bêr Piriou ha Gilles Goyat evit lakaat ac'hanomp da zizoleiñ an dastumad dielloù-mañ lakaet e kerzh an holl a-drugarez d'ur c'henlabour etre Donatien Laurent, ar CRBC hag ar gevredigezh Dastum.

An abadenn-mañ a zo un digarez ivez da lakaat ar gaoz war raktresoù liesseurt ar gevredigezh BCD-Sevenadurioù. Ganti e vez graet war-dro ar porched Bretania, ur benveg lañset daou vloaz 'zo war Internet, hag a ro an tu d'ar Vretoned da c'hoût hiroc'h diwar-benn o bro war tachennoù an istor, ar yezh, ar glad... Ouzhpenn lakaat fichennoù-titouroù diwar-benn an dielloù a vez graet ganto : evit lakaat war-wel tammoù dielloù 'zo ha lakaat an dud da gompren gwelloc'h istor ar vro e vez prientet teuliadoù tematek, hag a zo talvoudus evit kompren an istor hag an dielloù tolpet gant Bretania. Ar miz-mañ e vez kavet war Bretania un teuliad diwar-benn un darvoud c'hoarvezet e Roazhon hag en deus roet lañs d'an Dispac'h gall : 'se oa e miz Genver 1789 hag anvet eo "Devezh al lerennoù".

BCD/Sevenadurioù a zo ur gevredigezh a labour da sevel raktresoù ha da liammañ an energiezhioù evit kensevel ostilhoù da dreuzskas sevenadur Breizh. Met ur benveg-sikour eo ivez. Gellout a reer mont betek an Oriant da ginnig pe da c'houlenn sikour ouzh BCD evit mont betek penn gant ur mennozh. Sed aze ar pezh a oa bet graet gant Kristian Ar Braz deus Blaz Produksion a gont deomp istor e raktres.

Titouroù pleustrek :
- Devezh al lerennoù, teuliad tematek gant Gauthier Aubert war al lec'hienn Bretagnia.bzh
Emeutes sur la place du Parlement à Rennes. Estampe.
La seule illustration connue des journées de janvier 1789 est très postérieure aux événements (on distingue en haut à droite la rue Victor Hugo qui ne sera percée qu'en 1829) et est en fait une caricature qui se plaît à représenter les nobles en armures médiévales, afin d'insister sur la dimension conservatrice de leur combat - Musée de Bretagne, D960.0007.1

- Pennadoù diwar-benn Donatien Laurent zo da lenn war ar blog : www.languebretonne.canalblog.com

Fonds sonores Donatien Laurent / CRBC & MuCEM

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité