Degouezh ar Vretoned an Arvorig

Rouez ha luziet ar mammennoù
Aozer : Patrick Galliou / Gouere 2025
Unan eus an danvezioù al luzietañ a gaver war daolenn-labour istorourien Breizh a-hiriv eo hini an «Enbroañ e Breizh» gant pobladoù deuet eus Enez Vreizh da Ledenez an Arvorig. Hag abegoù zo evit kement-se, rak n’eus ket a roadennoù arkeologel, ha bihan eo niver ar skridoù bet savet d’ar mare-se mui pe vui, pe ar re a gomz eus ar mare-se, ouzhpenn m’emaint diaes-mat da intent.

An hini anavezetañ eus ar skridoù a c’heller kaout a zo ar pennad tennet eus an De Excidio Britanniae (« Diwar-benn rivin Breizh »). Ennañ e skrive Gweltaz tro ar bloaz 540 diwar-benn Bretoned an Enez o tec’hout dirak aloubadeg ar Saozon : « Re all a guitae ar vro evit mont en tu all eus ar mor bras, glac’har enno ; dindan o ouelioù c’hwezhet an avel enno e vezent o kanañ, n’eo ket sonioù martoloded met ar salm-mañ : “Hon roet ho peus evel oaned kaset d’ar gigerien, hag hon strewet ho peus e-touez ar broadoù » [Salm 44].

Merzhet eo bet gant skrid-varnerien a-hiriv pegen pell diwar an istor gwirion e ranke bezañ taranoù Gweltaz ouzh ar re c’halloudus, gant e amprestoù diwar ar Bibl. Evel-se e weler ez eo frazenn Gweltaz unan bet tennet diouzh al Levr, ha n’eo ket un diskrivadur istorel, met ouzhpenn da-se ne veneg ket eus a belec’h e vefe aet kuit ar Vretoned-se na peseurt lec’h o doa tizhet, rak ne oa ket bet aloubet Kornôg ar vro gant ar Saozon d’ar mare ma oa bet an divroidi o tegouezhout d’ar Arvorig war o bigi, p’eo sañset eus Kornôg ar vro e vefent deuet hervez an hengoun.

E sened-iliz kentañ Turgn (461) e oa Mansuetus, « eskob ar Vretoned » o ren, daoust ma ne ouzer ket ma veze e karg Bretoned an Arvorig d’an ampoent, pa oa e-keit-se Sidonius Apollinaris (430-486) o venegiñ bezañs war ar stêr Liger un arme a 12 000 a Vretoned dindan renerezh o roue Riothamus, deuet eus tramor evit stourm ouzh Wizigoted er Berry er bloaz 469. N’eus tra ebet da reiñ deomp da c’houzout eus a belec’h e oa bet deuet ar Vretoned-se, na petra e vefent deuet da vezañ goude ma oant bet trec’het e Deols. Istorourien zo n’int ket kendrec’het kennebeut e vefe bet da vat diwar-benn Bretoned enbroet al lizher bet kaset gant tri eskob d’ar veleien Louocatus ha Catihernus etre 509 ha 521.

Un tamm mat sklaeroc’h eo bet an traoù adalek kreiz ar VIvet kantved memestra. Gant Gregor a Durgn e oa meneget neuze an tagadennoù etre Franked ha tierned breizh, hag e-doug sened-iliz Turgn 567 e ra an disparti etre Romaned ha Bretoned staliet en Arvorig. E 826-828, en e varzhoneg ouzh Loeiz an Deol e veneg Ermold an Duard aloubadeg ledenez Arvorig gant ar Vretoned. Goude-se, e deroù ar c’hantved war-lerc’h e vo skrivet en Historia Brittonum penaos eo bet Brittones Armorici soudarded an treuz-impalaer Maximus (383-388,Magsen Wledig evit ar Gembreiz) en em staliet en Arvorig goude va vefe bet trec’het.

Div lodenn en divroadenn ?

Ar skridoù-se ez diazez an eskemmoù diwar-benn studi divroañ ar Vretoned. Abaoe levr an istorourez Nora Chadwick, e veze soñjet e oa bet div lodenn en divroadenn-se. An hini gentañ er IVe ha Vvet kantved (pe c’hoazh e deroù an IIIde kantved) a oa sellet outi evel un «divroadenn soudarded» bet aozet gant pennadurezhioù an impalaeriezh o defe «treuzkaset» Bretoned ar C’hornôg d’an Arvorig evit ma c’hellfen diogeliñ an difenn ouzh ar Germaned « preizherien » o rodal e Mor Breizh. Lakaomp sklaer n’eus tamm prouenn arkeologel eus ur seurt darvoud, nag eus soudarded Maximus o tegouezhout kennebeut. Moarvat e c’hellfed dilezel martezeadenn an divroadenn e-diabarzh harzoù douaroniel ha kronologel impalaeriezh ar Romaned.

Martezeadenn un « eil divroadenn bobl » (dibenn ar Vet-VIvet kantved), diazezet ar fedoù resisoc’h, dre an anvioù-lec’h (identelezh pe dam-heñveledigezh etre an anvioù-lec’h e Breizh, Kembre ha Kerne-veur) hag elfennoù yezhoniel (diazez ar Brezhoneg war ur seulad Galian).

Nevez zo eo bet lakaet en arvar ar patrom bet degemeret evel gwir-pater abaoe meur a vloaz ma vefe bet eus un enbroañ a-vras bet kaset gant ar «sent» - e gwirionez tud a iliz a veze ganto ur galloud iliz koulz hag ur galloud politikel ledan – hag o defe treboulet diazezoù ar pobladur, ar yezh hag endro politikel darn vras al ledenez. Hervez enklaskerien zo e Breizh-veur, ha Caroline Brett da gentañ-penn, he deus bet studiet « divroadennoù » all, re ar pobloù Germanek da skouer (Angled, Saksoned, Juted) war-zu Enez Vreizh, o deus kinniget e vefe bet eus un enbroañ dister a-walc’h en defe broudet di-sevenadur ur boblañs stabil a-walc’h mod-all. Digor e chom neuze c’hoazh an tabut a-ziwar natur, aozadur ha fonologiezh an «divroadennoù eus Breizh», rak betek-hen e chom diaes bezañ kendrec’het gant hini ebet eus ar patromoù a vez kinniget.

 

Bet troet diwar ar galleg gant Sten Charbonneau

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Galliou, « Degouezh ar Vretoned an Arvorig », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/07/2025.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/degouezh-ar-vretoned-an-arvorig

BIBLIOGRAPHIE

Brett Caroline, « Soldats, saints et États ? Un nouveau regard sur les migrations bretonnes », (traduction Patrick Galliou), Bulletin de la Société archéologique du Finistère, tome CXLI, 2013, p. 227-261 et tome CXLII, 2014, p. 157-177.

Brett Caroline, Edmonds Fiona, Russell Paul, Brittany and the Atlantic Archipelago, 450–1200 : Contact, Myth and History, Cambridge, Cambridge University Press, 2021.

Kershaw Chadwick Nora, « The Colonization of Brittany from Celtic Britain », Proceedings of the British Academy, t. 51, 1965, p. 235-299.

Fleuriot Léon, Les Origines de la Bretagne, Paris, Payot, coll. « Bibliothèque historique, 1980.

Giot Pierre-Roland, Guigon Philippe, Merdrignac Bernard, Les Premiers Bretons d’Armorique, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2003.

Loth Joseph, L’Émigration bretonne en Armorique du Ve au VIIe siècle de notre ère, thèse pour le doctorat, 1883, collections numérisées – Université Rennes 2.

 

 

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité