Diorren ar bageal : ur pal lakaet da gentañ-penn e Breizh abaoe ar bloavezhioù 1940

Aozer : Johan Vincent / Genver 2021

Erruet e oa an obererezhioù bageal e Bro-Saoz etre an XVIIIvet hag an XIXvet kantved, ha chomet int dianav a‑walc’h er vro-mañ betek ar bloavezhioù 1960. E‑pad pell e oa chomet ar redadegoù bigi ur sport evit an uhelidi sokial, a veze e‑touez bourc’hizien pe brientinien en em roe d’un dudi a zeree ouzh o renkad. Trawalc’h e oa evit darn vras ar berc’henned bigi bale kaout ur plas da eoriañ en ur porzh-pesketa pe ur porzh-kenwerzh. Meur a borzh a veze e Breizh memestra, lec’hioù bet kempennet e‑doug an XIXvet kantved, met ouzhpenn da‑se e oa aet ar mont‑dont war an diskar abalamour da gresk fard al listri. E‑kreiz an Eil Brezel bed, e 1943, eo bet lakaet diorren ar bageal da brioriezh gant Komite rannvro an douristelezh. Ha gant renad Vichy e oa bet harpet ur politikerezh a‑ratozh gant ar pal demokratelaat an dudi‑se. Evel‑se eo bet savet ar greizenn Cassard en Naoned e 1943. Kreizennoù all a oa da vezañ savet, met chomet int hep bezañ bet savet abalamour da endro kontrol ar brezel.

M’eo bet adkempennet an ensavadurioù melestradurel goude an Dieubidigezh, n’eo ket evit‑se e oa bet disoñjet ar soñj demokratelaat ar bageal. E 1947 e oa bet savet ur greizenn stummadur etrevroadel en inizi Glenan, kement ha reiñ digarez d’ar Rezistanted kozh kaout un doare dont en‑dro d’ar vuhez sivil. Buan a‑walc’h e oa kreizennet an oberiantizoù war‑zu ar bageal‑dre‑lien, hag adtapet bigi kreizenn Cassard. E 1957 e oa deuet da vezañ kreizenn verdeiñ « Glenan », brasañ skol bageal Europa, goude ma vefe bet adaozet a‑vras e penn‑kentañ ar bloavezhioù 1980.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Johan Vincent, « Diorren ar bageal : ur pal lakaet da gentañ-penn e Breizh abaoe ar bloavezhioù 1940 », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 11/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/diorren-ar-bageal-ur-pal-lakaet-da-gentan-penn-e-breizh-abaoe-ar-bloavezhiou-1940

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité