DISKAR AL LANNEIER

Aozer : François de Beaulieu / Eost 2020
Da vare ar Renad Kozh e oa al lanneier d’an aotrouien, d’an abatier ha d’ar Roue. Tennañ splet dioute e meur a vod a c’hellle tud ar vro ober o paeañ ur skodenn dister awalc’h. War-lerc’h an Dispac’h e teuas al lanneier da vezañ douar boutin ar c’homunioù, pe ar c’hêriadennoù gwechoù zo.

Skluz Pont-Algam, un daolenn gant Lucien Pouëdras ( www.lucienpouedras.fr ) Dre rouedadoù an hentoù-houarn hag ar c’hanolioù eo bet pourvezet maezioù don kreiz-Breizh gant an temz ret d’al labour-douar war al lanneier.

Diwar levezon ijinourien saoz al labour-douar e voe klasket gounid trevadoù ha plantañ gwez el lanneier e deroù an XIXvet kantved. Harpet e voe an taolioù-esae-se bep m’en em lede implij an temzoù nevez, a seurt gant gwano a Vro Chile. Adalek 1850 e voe rediet ar venajerien da rannañ al lanneier kenetreze, dre heg alies, evit astenn tachenn al labour-douar. E lec’hioù zo e tapas an dud prenañ logelloù bihan asambles evit derc’hel d’o merañ a-stroll. Daoust da-se e talc’has an difraostañ da vont buan war-raok ha gwashoc’h c’hoazh adalek 1950 bep ma errue ar mekanikoù nevez er maezioù. Gant ar pin hag ar sapr e veze aloubet al lanneier gwellañ ne oant ket labouret, pa ne vezent ket kempennet evel gwechall kennebeut all. Er Menez Are avat o deus dalc’het menajerien zo da falc’hañ al lanneier ha da gas o loened da beuriñ enne. Er mod-se o deus savetaet metoù naturel dibar ha pinvidikoc’h evit na soñjer pa ne reer nemet tremen dre ar Menez gant un oto.

Degas war-wel talvoudegezh ekologel al lanneier hag ar glad stag oute eo pal pennañ an obererezhioù zo bet kaset abaoe ar bloavezhioù 1980. Ur perzh bras zo bremañ gant mirlec’hioù naturel ar rannvro, domanioù naturel an departamantoù ha mirlec’hioù ar c’hevredigezhioù er strivoù a vez graet evit saveteiñ lanneier Breizh ha broudañ doareoù nevez d’o merañ.

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité