Kredennoù un amzer all ar brizhkredennoù ? Ya, moarvat, ma talc’her kont eus ster orin ar ger gresianeg superstès : pezh a chom, pezh a bado met alies-kaer pezh a chom ennomp hep gouzout deomp. Lein an ti nevez da skouer. Klask a rae ar Romaned sachañ spered an ti war e du mat en ur ginnig dezhañ profadennoù dirak an oaled ; war ar maezioù en xixvet kantved e veze lakaet korf ul loen (ur c’hilhog peurvuiañ) e fondezonoù un ti evit sioulaat an drouksperedoù ; hag an deiz a-hiriv e lider c’hoazh an degouezhout en ul lojeiz nevez en ur lipañ banneoù hag ober chervad, ha dre-se e lakaer da beurbadout ul lidet deuet a-gozh.
Daoust m’int bet goapaet, distaolet pe kondaonet gant ar skiant pe gant ar relijionoù ofisiel e chomont sanket don e spered an dud, darev da zont war-c’horre. Distignet gant un darvoud sabaturus, un darvoud digomprenus pe unan n’heller ket degemer, bet c’hoarvezet d’un den pe d’ur strollad. An dizemglevioù, ar c’hleñvedoù-red, ar gwalldaolioù direizh an hin, met ivez degouezh an teknologiezhioù nevez a gas da vev en-dro ar spontoù bras ha boudoù ar bed.
Ha ma ne vezont ket gwelet ken o tañsal en dro eo peogwir o deus dilestret diouzh noz er parkeier lec’h ma chom ur c’helc’h kevrinus war o lerc’h. Rak n’eo ket dre zegouezh m’en deus tapet kement a vrud luskad ar pladoù-nij goude an Eil Brezel Bed. Er bloavezhioù 1939‑45 e oa bet roet an anv EG : Efedoù Gremlin d’ar c’hudennoù mekanikoù a chome hep tamm displegadenn, e-giz ma vefe veñjañs a-berzh boudoù ne daoled ket pled outo ken, padal emaint e penn-kentañ un nebeud mat a araokadennoù teknikel. Met trolled eo an deiz a-hiriv a weler o tiskouez beg o fri e bed an urzhiataerioù.