Istor ha geografiezh
Breizh-Uhel a-bezh emañ tachenn implij ar gallaoueg : departamantoù Il-ha-Gwilen ha Liger Atlantel, ha reter ar Mor-bihan hag Aodoù-an-Arvor. Azalek marevezh romanekadur an Arvorig, etre ar c'hentañ hag ar Vvet kantved goude ar C'hrist, emañ penn-kentañ ar gallaoueg. Ur yezh romaneg eo, e rummad ar yezhoù «oil», evel m'emañ ar pikardeg (pe ar «chti») hag ar galleg. Roudoù ar galianeg a veze komzet en Arvorig a gaver ennañ. Levezonet eo bet gant ar brezhoneg e kornôg e dachenn, gant ar frankeg, a veze kaozeet gant ar Franked, gant Yezh an Hanternoz a veze gant ar Vikinged, hag hini ar yezhoù oil tostañ, hag hini ar galleg.
Anv ar yezh
Alies c'hoazh e vez graet «trefoedach» eus yezh Breizh Uhel, ha koulskoude ez eo anavezet ar ger «gallaoueg» en tachennoù tost eus hini ar brezhoneg, ha en em ledet eo muioc'h c'hoazh abaoe ar bloavezhioù 1970. Testeniekaet eo en un diell gant an dug Yann IV e 1371, o venegiñ an daou derouer « Bretaigne gallou », «Breizh ar gallaoueg», ha « Bretaigne bretonnante », «Breizh ar brezhoneg». Dont a rafe an anv gallaoueg diouzh ar ger keltiek «gall», a dalvez kement hag ar re a gomz ur yezh romaneg, pe ar re ne gomzont ket brezhoneg.
Perzhioù
Pa geñverier ouzh ar galleg e teu anat e zibarderioù. Aes da verzhout eo lod, pa vezer tost ouzh ar re gozh, dre o fouez-mouezh pa gaozeont galleg zoken. Menegomp da skouer implij ar soniad« -i » tost bep gwech ma implijer ar verboù en amzer dremenet strizh (tu manji,- debriñ a reas– vouz pensitt, -soñjal a raec'h), pe implij ar rannig goulennata « ti » (Ton frérr vièn ti ? Ha dont a raio da vreur ?). Evit pezh a sell an distagadur e c'heller merzhout ar vogalenn-greiz «e» o tont war-wel, zoken e dibenn ar gerioù (eplletë, hastañ). Heñvel eo ar vogalenn-se ouzh ar soniad « heu » a zistager par vezer en entremar, e c'henoù damzigor, e zeod hag e vuzelloù distanet. Anavezout a reer ivez ar gallaoueg dre e ziftongoù niverus, evel [aw] (Julao, Juluan) pe [aj] (Seint Dolài, Sant-Aelwez) skrivet « aï »peurvuiañ, met evit e soniad « r vogalenn » pe «silabenn» (brton, breton – Batiss ‘Rnaod, Yann-Vadezour Renault) treuz-skrivet « er » peurvuiañ. Ur perzh a gaver ivez e tchekeg (Brno, ker gevellet gant Roazhon), arabeg ar Maghreb (mdrsa, skol) ha meur a yezh all er bed.
Lez sorciér du pont de Sènt-Nicolas-de-Rdon (Sorserien Sant-Nikolaz Redon) – Dastumet gant Albert Poulain / Kontet gant Philomène Hurel pe «La Mère Hurel de Piperia », evel ma vez graet anezhi (Presperieg, 35) - Dastum
Goude un devezhiad labour e vod ar mestr e vicherourien. Mont a ra er-maez da gerc'hat ur banne evito. Diwezhat eo, ha noz eo dija. War e hent e kej ouzh sorserien/lutuned/boudiged o tañsal. Kaset eo ganto e-kreiz an dañserien, ha mont a reomp betek Sant-Nikolaz-Redon (pe betek an Naoned). A-drugarez d'e c'herioù hud e c'hell ar mestr distreiñ d'e aplud. Diwezhat-tre eo pa erru d'ar gêr en-dro gant e bodad sistr. Reiñ a ra abeg e zale gant e dro-gaer.
Startijenn
Yezh bennañ poblañs Breizh Uhel e oa ar gallaoueg, betek ar bloavezhioù 1950. Pell eo da vezañ ken buhezek abaoe. Hag abaoe 2009 eo lakaet ar gallaoueg e-touez ar yezhoù «en arvar bras» gant an Unesco. Evel evit holl yezhoù bro-C'hall e c'heller displegañ dilez ar gallaoueg gant ur politikerezh ensavadurel enebet ouzh ar yezh, evel er skolioù da skouer. Dont a ra ivez eus ar c'hemmoù bras er gevredigezh o deus kaset e implij d'an traoñ : donedigezh ar mediaoù sellet-ha klevet, kresk implij ar skrid er vuhez bemdeziek, hini ar c'herioù, emdroadur ar micherioù ha, fiñvusted al labourerien… Ha koulskoude, abaoe ar bloavezhioù 1970 e teu war-wel meur a intrudu a c'hell degas da soñj e vo posupl cheñch penn d'ar vazh.
Statud ofisiel
Diasur e chom statud ofisiel ar gallaoueg. Ma 'n eus ar Stad asantet e gelennadurezh abaoe ar bloavezhioù 1970, ne lak nemet nebeut-tre a arc'hant enni. E 1977, eo bet sinet Karta sevenadurel Breizh, enni ar gallaoueg. E miz Kerzu 2004 e voe anavezet «ez-ofisiel, e-tal ar galleg, ar brezhoneg hag ar gallaoueg evel yezhoù Breizh» gant Kuzul Rannvro Breizh. E 2010, koulskoude, ne ya budjed ar gallaoueg d'ober 1 da 2 % eus hini «Yezhoù Breizh» er rannvro. Hag izel-tre e chom ivez budjedoù ar c'huzulioù departamant gouestlet d'ar gallaoueg. Diouzh un tu all, un nebeut kumunioù ha kumuniezhioù kumunioù o deus roet ur plas dereat d'ar gallaoueg er panellerezh pe er c'hehenterezh.
Yezhoniezh ha lezennat
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1850 eo bet boulc'het al labour yezhoniel war ar gallaoueg, gant embann meur a c'heriaoueg lec'hel. Ha meur a levr diazez a vez kinniget bremañ d'an deskarded. Etre 1995 ha 2012 da skouer eo bet embannet tri c'heriadur divyezhek ha daou yezhadur. Diouzh un tu all ez eus bet, abaoe 2006, enklaskoù gant komzoù komzerien a-vihanik enrollet, evit aesaat ar studioù yezhoniel. Skrivadur ar gallaoueg zo bet e kalon meur a labour enklask abaoe fin ar bloavezhioù 1970. E 2013 ez implijer dreist-holl daou zoare-skrivañ, an ABCD hag ar Moga, ha dre labourioù termenadurezh etre-kevredigezhioù bet kaset en-dro evit Rannvro Breizh e weler ar sav-poentoù o tostaat. E-touez ar c'hodifikadurioù bet degemeret a-unvouezh, un nebeut fonemoù kensonennek a vez treuzskrivet dre ur grafem nemetken, er c'hontrol d'ar galleg. Da skouer evit ar soniadoù « z » (prinzon, prizon) ha « j » (Jorjaod, Georgeault). An div gensonenn-staoñ a skriver « qh » (qheuru, nerzhus, kalonek) ha « gh » (ghimentier, kazetenner). Treuz-skrivadur vogalennoù zo, dianav e galleg, a vez degemeret ha skignet a-vras, evel an « e kreiz » en dibenn-gerioù (bllë, segal) hag an diftong « ao » (caozant, helavar).
Lez fée d'la Crë de Mahoué (Boudiged Kroaz Mahoue) Enklasker : Eveil à la musique au Pays (Ploërmel) / Lavaret gant : an aotrou Izè eus Sènt-Beriou-de-Maoron (Saint-Brieg-Maoron, 56) - Dastum
Ur stumm all eus ar gontadenn a-raok. Ur mestr o vodañ e vicherourien war-lerc'h un devezhiad labour...
Lennegezh
E-pad pell eo bet al lennegezh e gallaoueg ul lennegezh dre gomz. Kavout a reer ivez c'hoariva e gallaoueg, a-drugarez da strolladoù amatourien. Ha gant arnevezadur ar gallaoueg adalek ar bloavezhioù 1970 e aet war-raok ar skrivañ barzhoniezh. Bannoù treset zo bet troet e gallaoueg. Boulc'het eo bet gant skrivagnerien ar sevel sonioù met ivez stummoù lennegezh nevez evel danevelloù, skiant-faltazi pe danevelloù-buhez.
Deskadurezh
Tro ar bloavezhioù 1970-1980 eo bet lakaet plas deskadurezh ar gallaoueg eus ar skol-vamm d'ar skol-veur. Un danvez diret er vachelouriezh ez eo abaoe an distro-skol 1998. E Skol-Veur Roazhon 2 e c'hell ar studierien heuliañ kentelioù gallaoueg evit an aotreegezh abaoe 1998. Ouzhpenn da se e c'heller deskiñ e-kerzh kentelioù-noz, stajoù pe stalioù-labour. War-gresk e ya just a-walc'h ar c'hinnigoù kentelioù evit an dud gour, pezh a ziskouez splann ar pled taolet war ar gallaoueg e Breizh-Uhel ha pelloc'h.
Mediaoù
Diouzh tu ar mediaoù sellet-ha-klevet, e weler nevezenti abaoe ar bloavezhioù 2000. Un dek eurvezh bennak ar sizhun a vez skignet war Plum FM, hag un nebeut c'hallaoueg war gwagennoù France Bleu Armorique. War Armor TV e vez skignet abadennoù e gallaoueg ur wech ar mare. Dedennetoc'h-dedennetañ eo ar sellet-ha-klevet gant ar gallaoueg, ha ne tlefe nemet mont war-raok. Rak dedennet eo meur a oberour ar gallaoueg gant ar fed ne daoler ket pled eus an doareoù-skritur, neuze e c'hello ar sellet-ha klevet tapout ur plas pennañ en amzer da zont.
Kevredigezhioù ha darvoudoù
Troet gant Sten Charbonneau