Garidennoù dindan-zouar oadvezh an Houarn en Arvorig

Aozer : Stanislas Bossard / Eost 2020

Ouzhpenn 200 garidenn eus oadvezh an Arem zo bet dizoloet e Breizh abaoe an XIXvet kantved. Heverk eo ar pourpezioù-se eus atantoù galian kornog Arvorig. Talvezout a raent da solieroù, sur-awalc’h, etre ar VIvet hag an eilvet kantved kent JK. Mont a raed enne dre ur puñs ken don ha 4m a-wechoù ha meur a sal a oa dezhe, toulloù-kazh etre pep hini anezho.

Ne veze ket aezet en em ziblasañ er garidennoù-se : toullet e veze kavioù dindan-zouar, 1,30m uhel wel-wazh ha ne oa ket lod eus an toulloù-kazh ledanoc’h evit 40 cm. N’ouvezer ket peseurt madoù a veze miret dindan zouar evel-se pa n’eus bet kavet tra ebet er salioù bet diskoachet. Moarvat e veze berniet trevadoù (edeier ?) enne gant ar C’halianed, pe evajoù (alkol pe get), traoù-laezh pe kig. Madoù prizius a veze aezet koachañ enne forzh penaos pa veze reuz er vro, dre ma veze o dorojoù kuzhet-mat en tier a-wechoù. Diskoachet zo bet garidennoù dindan zouar oadvezh an Houarn, nevez zo e Normandi-Izel, er Manche ha war blaenenn Caen, koulz ha kavioù speurellet (bet kavet un nebeud anezhe e Breizh ivez), damhañval oute. Kuzhiadennoù dindan zouar all a veze implijet d’ar memes koulz tramor, e Kerne Veur hag e Bro-Skos.

Kartenn garidennoù ha kavioù speurellet oadvezh an Houarn e Breizh hag e Normandi Izel. Savet gant S. Bossard

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Stanislas Bossard, « Garidennoù dindan-zouar oadvezh an Houarn en Arvorig », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/garidennou-dindan-zouar-oadvezh-an-houarn-en-arvorig

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité