Gounidigezh an ed-du e Breizh : un arouez etre ar vojenn hag ar gwirvoud

Aozer : Erwan Le Gall / Genver 2022
Hervez kont e vije bet degaset gounidigezh an ed-du e Breizh gant an dugez Anna, hag abaoe ar XVIvet kantved o dije bet ar Vretoned o gwalc’h a voued gante, kuit a naonegezh ebet ken. Ur gaer a goñchenn a-dra sur. Pell-mat eus ar wirionez ivez.

Faziañ a raer war aozadur ar Stad er XVIvet kantved pa greder e c’hellje ur rouanez, forzh pegen bras e c’hellje he galloud bezañ, reiñ urzh e vije gounezet ar plant-mañ-plant d’ar mare-se. Muioc’h c’hoazh evit an ed-du pa veze dioute e Breizh pell-mat e oa a-benn neuze. Ken kozh hag an Xvet kantved eo ar c’hoshañ hadennoù anezhe bet diskoachet e Breizh gant an arkeolouzaourien…. Hag eus marvevezh an Arem o c’hoshañ bleud-bleuñv.

Istor gounidigezh an ed-du

Kemm zo d’ober evit afer-se etre ur seurt plant a oa dioute en natur el lec’h-mañ-lec’h ha gounidigezh ar plant-se er memes lec’h. Evit a sell ouzh Breizh ne voed ket krog da c’hounid ed-du da vat e Breizh ac’hann d’ar XVvet / XVIvet kantved. Evit Europa e teu ar c’hoshañ roudoù a gaver en dielloù eus ar c’hounidigezh-se, eus fin ar XIVvet kantved war dachennoù Polska, Latvia ha Tchekia a-vremañ. Er bloavezh 1497 e kaver ar c’hentañ meneg anezhi e Breizh. E Roazhon an hini oa. Meneget eo diwezhatoc’h e 1502 e Saint-Brice-en-Coglès, ur barroz vihan etre Antrain ha Felger. Menegoù all a gaver goude-se e 1508 e Langoued, etre Roazhon ha Dinan, ha daou vloaz war-lerc’h tro-dro da Gemper.

Ur parkad ed-du luc’hskeudennet gant ar vreudeur Charles ha Paul Géniaux. Mirdi Breizh : 2013.0008.81.Reiñ a ra kement-mañ da soñjal e oa gounidigezh an ed-du en em ledet a Reter da Gornog. Tost ken sur all eur o doa bet ar porzhioù-mor a rae kenwerzh gant ar c’hêrioù kevreet en Hansa ur perzh bras en emled-se. A-benn ar fin ne zeuas an ed-du da vezañ diaz ar magadurezh nemet er Grennamzer dostañ. Alese n’eo ket stag donegigezh an ed-du e Breizh ouzh Brezelioù ar Groaz pe ouzh Norzh-Afrika evel m’eo bet kontet e-pad pell. E China emañ orin ar plant-se e gwirionez.

Breizh sarazanet ?

Resisaat a ranker ober ivez n’eus ket eus gounidigezh an ed-du ur perzh heverk da Vreizh e Rouantelezh Bro-C’hall. Kavet e vez roudoù anezhi e meur a lec’h all ; e Lozer, Arvernia, Lemozin, Savoie, Champagne, Sologne, Morvan, Mayenne ha Normandi paneveken. Gwir eo avat eo bet tomm-tre ar Vretoned d’ar plant-se, betek frammañ o maezioù diouzh o gounidigezh. En tu all d’ar C’houesnon ne veze lakaet da « douar mat » nemet ar parkeier a daole o fonn a winizh. Ar re-se an hini a oa ar brasañ klask warne, hag ar re gerañ ivez eveljust. E Breizh avat, ne oa ket ken strizh an traoù pa veze priziet tost kerkoulz all gwinizh, segal, kerc’h hag ed-du. Diskouez mat a ra kement-mañ ar berzh bras a rae ar plant-se war ar Vretoned.

Kartenn bost. Le Carton voyageur : AA00008751Mont re bell ganti e vefe ivez ober eus Breizh ur vro diazezet war « sevenadur an ed-du ». Gwall dizingal e oa ar c’hounidigezh-se er vro e gwirionez. Ne oa ket diouti koulz lâret war aodoù ar Mor-Bihan ha reoù genoù al Liger tra ma kaved anezhi stank-ha-stank e kreiz-Breizh hag en Il-ha-Gwilun : betek 40% eus an douaroù-labour, ma kreder disoc’hoù an enklask bras bet kaset war al labour-douar e 1866. Ken dizingal all eo bet ar mod ma koazhas ar c’hounidigezh-se e-doug an XIXvet kantved eus an eil penn eus ar vro d’egile. Etre an daou vrezel ec’h ae un tamm nebeutoc’h evit 30% eus douaroù-labour Adoù-an-Hanternoz gant an ed-du tra ma oa chomet ken stank all en Il-ha-Gwilun e 1820 hag e 1899. Adalek 1955 avat e koazhas an dachenn hollek gouestlet d’ar plant-se dindan 20 000 devezh-arat.

Un harz d’an naonegezh ?

Aezet eo bet astenn gounidigezh an ed-du e Breizh pa ne sachent ket kalz war an douar, pa ne veze ket kalz d’ober war o zro, pa daole o had o fonn - daoust ma n’eo ket gwall resis an dielloù war ar bras pe brasoc’h ma oa an trevadoù – ha pa oa didrubuilh awalc’h ober gante. Aezet e oa o derc’hel yac’h pa ne grog enne hini ebet eus ar c’hleñvedoù a grog en edeier, an druilh paneveken.

Kartenn bost. Le Carton voyageur : AAOOOO9096Kaeroc’h zo, a-benn tri-miz nemetken e vez azv an ed-du : ken prim ken e c’heller renkañ a-bep seurt stuz gante. Diouzh ma veze dous pe dousoc’h an amzer eta e c’helle al labourerien douar o hadañ abred awalc’h, a-raok ar 15 a viz genver, pe diwezhat, en tu all d’ar 15 a viz even. Evel-se e taped serriñ un eostad abred, kuit na vije gwastet gant ar rev pe gant ar grizilh a hend-all. Un adc’hounezad a oa eus an ed-du a-benn ar fin, dre ma c’helled kaout un digoll warne eus un eostad gwinizh aet da fall. Gaou e vefe lâret e vije bet an ed-du ur remed d’ar gernez pe d’an diouer a winizh evit afer-se rak liested an trevadoù an hini eo ar gwir gwarez diouzh ar gwallennoù-se ha n’eo ket ar plant-mañ-plant e-unan. A-drugarez d’al liested-se eta eo bet c’hoarvezet alies d’ar Vretoned en em dennañ gwelloc’h evit o amezeien.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Le Gall, « Gounidigezh an ed-du e Breizh : un arouez etre ar vojenn hag ar gwirvoud », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 31/01/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/gounidigezh-an-ed-du-e-breizh-un-arouez-etre-ar-vojenn-hag-ar-gwirvoud

Levrlennadur :

 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité