Ha lec’h-kreñv diwezhañ nagennerezh aotrouniezh an eskibien a vefe bet ar chalonied ?

Aozer : Olivier Charles / Genver 2021

D’ar 14 a viz Kerzu 1728e oa bet embannet gant eskob Sant-Maloù Vincent François Desmaretz e teufe d’ober ur weladenn (enselladenn) e iliz-veur evit an 30 a viz Kerzu. Un darvoud rouez a-walc’h eo – « ne oa bet gweladenn ebet abaoe ouzhpenn pevar-ugent vloaz bennak » – evit ma vefe bet strafuilhet ar chalonied. Dre ma soñje ganto e oant gouest da wiriañ drezo o-unan mererezh aferioù an iliz-veur, kalite al liderezh, hag emzalc’hioù direizh ar gloer vunud, aze e oa bet displijet-bras ar chalonied gant selloù an eskob war obererezhioù e chabistr. Hag o fegement o deus tapet gant evezhiadennoù Desmaretz : disoñjet eo bet spered ar senedoù-iliz ; ne daol ket pled ar chalonied war an drougimplij a oa en em silet e servij an oferennoù ; dichek int pa respontont ouzh goulennoù an eskob. D’an 23 a viz Even 1729 ez eus bet embannet neuze un ordrenañs evit degas da soñj en-dro d’ar chalonied petra a oa o dever, ha klozet eo bet gweladenn an eskob p’en deus lakaet da ren un toullad mat a cheñchamantoù. Enrollet eo bet er chabistr d’ar 25 hag elbiket e-pad pell gant lod eus ar chalonied, pa ne vo ket degemeret da vat a-raok un diferad eus ar C’huzul d’ar 16 a viz Mae 1733.

N’eo ar weladenn-se nemet unan eus an degouezhioù a lakae splann an darempredoù start etre Desmaretz hag e chabistr. Adalek an deiz ma oa erruet en doa ranket treuzvarc’hata gant chalonied gwriziennet mat anezho, pa oant diwar lignezoù marc’hadourien Sant-Maloù, hag en o flas abaoe meur a vloaz peurliesañ : ret-mat eo bet dezhañ kemer e greñv war ur genvreuriezh chalonied a soñje dezho e vezent stag ouzh an hengoun hag ouzh an dalc’husted. Merket e oa bet koulz an eskob hag ar chabistr gant an doareoù da vezañ sujet ouzh ar pab, dre ma oant bet e-pad pell tud tost ouzh ar jañseniezh ; evit-se e lakaent ar chabistr da gentañ, an eskob war-lerc’h. Diaes eo bet d’ar chalonied asantiñ ma vefe bet tennet diganto ar gwir da vezañ anvet da veleg e Sant-Maloù. Hag erfin, meur a abeg tabutoù zo bet a-hed ar bloavezhioù 1720 diwar‑benn an aotreidigezh (an deverkañ) personiezhioù zo, ar reolennoù brilec’h da geñver al lidoù, skoazell an eskob (a zo chaloni ivez) en emvodoù ar chabistr…

Hag evit echuiñ, met n’eo ket dister tra, a-drugarez da weladenn 1728-1729, an istorourien o deus gellet mont don e-barzh mont‑en‑dro ar chabistroù. Ar cheñchamantoù bet goulennet gant Desmaretz o deus roet tro d’an arvesterien en em gavout e‑kreiz kement a reuzioù -pezh a zo diaes-mat pakañ peurliesañ-, reuzioù o doa lakaet freuz er gompagnunezh. Gwelet a reer evel-se  pep rummad oc’h enebiñ ouzh ar re all evit difenn e interestoù, chalonied beleien ouzh chalonied kloareged, chalonied ouzh uhelidi, chalonied ouzh ar gloer vunud, chalonied ordinal ouzh chalonied kenlabourerien an eskob (e sekretour,  e vikeled vras, e ofisial pe barner).

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Olivier Charles, « Ha lec’h-kreñv diwezhañ nagennerezh aotrouniezh an eskibien a vefe bet ar chalonied ? », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 21/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ha-lec-h-krenv-diwezhan-nagennerezh-aotrouniezh-an-eskibien-a-vefe-bet-ar-chalonied

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité