Harz-labour ar Joint Français e Sant-Brieg

10 a viz Meurzh – 9 a viz Mae 1972
Aozer : Christian Bougeard / Eost 2020
Harz-labour ar Joint Français e Sant-Brieg a lakaas war wel an enebiezh sokial tenn a oa er bloavezhioù 1968. Abalamour d’an daou vizvezh harz-labour-se e voe gwelet splann e oa re skort digreizennañ greanterel ar bloavezhioù 1960. Kengred a voe gant micherourien an embregerezh n’eo ket e Bro Sant-Brieg hepken met e Breizh a-bezh. Ar stourm sokial-se a zeuas da vezañ un arouez eus ar prantad post-1968, a voe bras plas identelezh Vreizh ennañ.

Un embregerezh digreizennet

En ur dennañ gounid eus skoaziadoù bras a zeue eus ar Stad hag eus kêr Sant-Brieg (takad greanterel kempennet, priz izel an dachenn), labouradeg ar Joint Français a brodue joentroù kaoutchoug. Perc’hennet e oa gant ar strollad greanterel bras La Compagnie Générale d’Électricité (CGE), a oa deuet d’en em staliañ e Sant-Brieg e 1962. Implijout a rae tud yaouank gant nebeut a stummadur, micherourien (OS) ha merc’hed (64%) evit an darn vrasañ anezho. Al labouradeg a dremenas eus 211 implijad e 1963 da 579 e 1967 ha da 1031 pa oa en he barr e 1970. Eil labouradeg bro Sant-Brieg e oa goude Chaffoteaux-et-Maury. Dibabet e oa bet staliañ al labouradeg aze abalamour d’ar goproù, a oa izeloc’h eus 20 da 30% eget re labouradeg Bezons e Bro Pariz (dre-benn d’ar primoù) met izeloc’h ivez eget re labouradegoù all e bro Sant-Brieg, ar pezh a zispleg e teue hag e yae kuit alies-tre an implijidi. Ar renerezh a zalc’he kont moarvat eus emzalc’h sentus ar vicherourien, a oa tud diwar ar maez, kalet ouzh al labour ha ne oant ket sindiket evit an darn vrasañ anezho. E miz Mae ha miz Mezheven 1968, ar Joint Français a gemeras perzh diwezhat a-walc’h en diskrog-labour hag ar vicherourien a welas neuze pegen izel e oa ar goproù. E miz Meurzh 1969, pa oa ar aet ar muianiver gant ar CFDT, e c’houlennas an izili goude dek devezh harz-labour ar memes goproù evel micherourien Bezons. Met nac’het e voe adtapout an digoll gant ar renerezh. D’ar 27 a viz Here 1971, stourmerien marksisted-leninisted (maoisted) a glaskas, en aner, kregiñ gant un harz-labour didermen er stal-labour gweañ neudennoù.

Un diemglev boutin war ar goproù en nevezhañv 1972

La Cause du Peuple, n°22, 15 avril 1972

E miz C’hwevrer 1972 e c’houlennas ar CFDT hag ar CGT ur c’hresk a 70 santim dre eurvezh hag un trizekvet miz. Evit enebiñ ouzh ar renerezh – a nac’has pep tra hag a laoske an traoù da vreinañ – e krogas un harz-labour « diefedus » a badas teir sizhun gant emvodoù skoazell. D’an 10 a viz Meurzh e voe divizet dre vouezhiadeg (75 % a-du) ober harz-labour didermen, gant harp skipailh ar mestroù. Dre ar votadeg-se e voe divizet ivez ac’hubiñ al labouradeg adalek an 13 a viz Meurzh. Pa ne voe diskoulm ebet war-lerc’h ar c’hendivizoù, e voe aloubet al labouradeg gant an archerien-red war urzh al lez-varn. Ur pennad goude eo ar CRSed a gemeras plas an archerien. Kaoz a oa eus ar reuz e kelaouennoù ar vro hag er memes koulz e embanne sekretour an UD CFDT Jean le Faucheur e oa eñ an hini a oa e penn ar stourm. Un dastum arc’hant a voe savet diwar atiz ar PSU : ur c’huzul skoazell departamant a voe krouet asambles gant an tu kleiz nann-komunour, gant al Ligue communiste révolutionnaire (trotskisted), gant sindikadoù labourerien-douar (FDSEA, CDJA) ha gant komiteoù liseidi. Kestal a rae beleien evit sikour familhoù an harzlabourerien ha peizanted a bourchase boued dezho. Votet e veze skoaziadoù gant tiez-kêr evel hini Sant-Brieg renet gant Yves Le Foll (PSU). Tra ma chome sac’het an traoù abalamour ma chome dibleg ar batroned, e voe a bep eil bodadegoù, manifestadegoù, sit in etre an 21 hag an 30 a viz Meurzh e Sant-Brieg. E-pad nozvezh ar 5 a viz Ebrel e voe kendivizoù taer etre ar sindikadoù ha renerezh broadel ar Joint Français hag e voe skarzhet ar saliad dre nerzh. Rak-se e yeas ar stourm war galetaat.

Ur c’halvadeg rannvroel ha broadel zoken

E penn kentañ miz Ebrel e voe savet bodadoù skoazell e kêrioù all (Lannuon d’ar 6, Loudieg d’an 13, Pempoull d’ar 14…) met diemglev a savas etre ar CGT,  aon gant ar sindikad  rak « dirollerezh an tu kleiz » hag ar CFDT, a zalc’h penn dirak gourdrouzoù serriñ al labouradeg. Evit diskouez o startijenn, e teuas o sekretour meur Edmond Maire war al lec’h d’ar 24 a viz Ebrel. Gwir eo e tesachas harz-labour ar Joint an tu-kleiz pellañ a-bezh da Sant-Brieg, kenkoulz trotskisted ha strolladoù maoisted a bep seurt (Le Travailleur de l’Ouest, La Gauche proléterienne…), emverourien ha mediaoù stourm. Edod e-kreiz koulzad ar referendom european (asant degemer teir bro nevez, ar Rouantelezh-Unanet en o zouez). Er vro, ar strollad awenet gant De Gaulle, an UDR, a savas a-enep emzalc’h ar CGE, heuliet gant e gazetenn vroadel d’ar 27 a viz Ebrel. Ar CELIB, troet a-zehoù d’ar mare-se, a boueze evit ma adkrogfe ar c’hendivizoù. E brezidant (betek 1972) René Pleven a oa ministr Georges Pompidou ha prezidant Kuzul departamant Aodoù-an-Hanternoz. Divizout a reas reiñ ur skoazell arc’hant d’an harzlabourerien d’an 28 a viz Ebrel. D’an 18 a viz Ebrel e vanifestas etre 15 ha 18 000 a dud e Sant-Brieg en ur huchal ha kanañ : « ne labour ket an nen gant ur fuzuilh a-dreñv dezhañ » evit lavaret e oa CRSed el labouradeg. Savet e voe bannieloù Breizh ha bannieloù ruz. Arzourien ha kanerien Breizhat, kalz diouto tost pe izili eus an UDB, evel Kirjuhel gant e ganaouenn :  « Au Joint Français, les ouvriers bretons disent merde aux patrons », Gilles Servat, Gweltaz… a skoazellas an harzlabourerien en ur gemer perzh e sonadegoù. Birvilh a oa er vro a-bezh – hag a oa savet a-du gant ar implijidi ar Joint Français – a-vec’h ma veze kaoz eus an harz-labour er skingomzioù ha skinwelioù broadel d’ar c’hentañ ha d’an eil a viz Mae. E Pariz, d’ar c’hentañ a viz Mae, e kemeras an harzlabourerien penn dibunadeg an tu kleiz pellañ. D’an 3 a viz Mae, e voe manifestadegoù e Sant-Brieg, Gwened, an Oriant ha Kemper. Gouarnamant Jacques Chaban-Delmas a zivizas neuze lakaat un termen d’an afer-se : e ministrerezh al Labour e talc’hed kendivizoù d’an 29 a viz Ebrel ha d’ar 5 a viz Mae. Diwarno e voe savet ur feur-emglev d’ar 6 a viz Mae (ur c’hresk a 65 santim), asantet d’an 8 a viz Mae gant ar vicherourien, 641 mouezh a-enep da 191 war 985 enskrived. E dibenn an harz-labour-se, gounezet gant al labourerien, e voe roet 1 110 lur da bep harzlabourer, a-drugarez d’ar skoazell arc’hant. Harz-labour ar Joint Français e Sant-Brieg a zo bet a-bouez peogwir e oa un emgann evit muioc’h a justis sokial hag evit kaout goproù dereat en ur mare leun a stourm, deuet eo da vezañ ivez stourm ur rannvro a-bezh evit he lorc’h, hec’h  identelezh, he yezh, hag he sevenadur.

Le peuple breton, mai 1972 103 (extrait de la couverture) - KDSK - (Cliquez sur l'image pour lire le journal en pdf)

 

Troet diwar ar galleg gant : Kuzul ar  brezhoneg (KAV)

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christian Bougeard, « Harz-labour ar Joint Français e Sant-Brieg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 18/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/harz-labour-ar-joint-francais-e-sant-brieg

Levrlennadur

  • Michel Phlipponneau, Au Joint Français les ouvriers bretons..., Saint-Brieuc, Presses Universitaires de Bretagne, 1972.
  • Vincent Porhel, Ouvriers bretons. Conflits d’usines, conflits identitaires en Bretagne dans les années 1968, Rennes, Presses Universitaires de Rennes, 2008.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité