Hengoun Breizh ar binvioù sonerezh

Aozer : Michel Colleu / Ebrel 2019
Strolladoù « sonerezh Breizh » ganto un akordeoñs, ur gitar tredan ha taboulinoù ; « lazseniñ broadel Breizh » , ur biniou, ur vombard hag un taboulin o vont d’e ober ; sonerien telenn « geltiek » ; bagadoù o biniaoù bras mod Skos… N’eo ket brav da Yann Soner goût e peseurt park lakaat e holl saout ! Kemmoù zo bet e gwirionez e binvioù seniñ ar bobl eus an eil koulz d’egile, hag eus eil bro Breizh d’eben ha p’eo ket koachet al liested vras-se gant skeudenn dallus ar c’houblad sonerien biniou-bombard.

1800 : « muzet », violoñs, taboulin hag all

N’eo ket testeniekaet ar c’houblad sonerien biniou-bombard, er stumm m’emañ bremañ, a-raok ar bloavezhioù 1790. Ur renabl eus ar binvioù a veze sonet e gouelioù ar bobl a c’heller sevel avat diwar rentaoù-kont melestradurel gouelioù an Dispac’h. Ar « vuzet » an hini a vez meneget an aliesañ, ur binioù anezhañ gwechoù zo, un oboe gwechoù all. Kaoz zo ivez eus bombard, « vèze » (muse / beuz) ha biniou… mont a ra un hanter eus ar menegoù-se gant binvioù o tennañ d’un oboe pe d’ur c’horn-sac’h. En eil renk e kaver menegoù eus ar violoñs, a veze sonet un tamm e pep lec’h, hag eus an daboulin. Rouesoc’h eo menegoù ar gimbard, ar viell, an dreujenn-gaol, ar fleüt hag an daboulinig. Anv ebet eus an delenn avat pa oa dilezet gant ar bobl abaoe ar XIVvet kantved.

1900 : a bep seurt gizioù eus an eil bro d’eben

Anavezet-mat eo avat doareoù ar sonerezh hag he binvioù e deroù an XXvet kantved ; ken mat ha ken munut ken ez eus bet savet kartennoù o renabliñ kantadoù a sonerien evit pep benveg sonerezh a oa e Breizh neuze. Degas a ra ar c’hartennoù-se div dachenn vras war-wel : tachenn ar c’houbladoù biniou-bombard (asambles gant un daboulin a-wechoù) en em lede war Bro-Gerne en he fezh ha Bro-Wened war-bouez al lodenn c’hallo anezhi dre vras, ha war broioù Loudieg ha Moñkoñtour e departamant Aodoù-an-Hanternoz. Evit ar veuz, ar c’horn-sac’h breizhek all, ne veze kavet nemet war ribloù genoù al Liger ken. Tachenn ar violoñs a oa an eil tachenn, distag-krenn diouzh an hini gentañ : Bro Dreger, e Breizh-Izel (e lec’h ma oa ar violoñs war an diskar), bro Bondi ha Breizh-Uhel en he fezh a yae d’he ober. Bro an dreujenn-gaol a oa Kerne-Uhel, e lec’h e veze sonet stank gant koubladoù, tra m’he c’haved c’hoazh, distankoc’h avat, er Mené ha e broioù Gwitreg ha Felger. Evit ar viell, n’he c’haved, bras he brud eno, nemet e lodenn c’hallo departamant Aodoù-an-Hanternoz. Un nebeud sonerien pif zo bet renablet ivez. E Plœuc / Ploheg, etre Sant-Brieg ha Loudieg, emañ kroaz-hent holl binvioù Breizh. War-dro 1900 e kaved eno sonerien biniou, bombard, biell, taboulin - ha violoñs nepell alese – D’ar c’houlz-se e veze sonet a-unan pe daou-ha-daou peurliesañ.

Michel Bidan (bet ganet e 1861) gant e vombard ha Nicolas ar Gall (bet ganet e 1878) e Langoned : ur c’houblad sonerien brudet e deroù an XXvet kantved - Dastum

1900 : donedigezh an akordeoñs

Krouet e voe an akordeoñs diatonek (daou son dezhañ, evel an harmonika) war-dro 1830 ha savet e voe ar benveg nevez-se a-gantadoù adalek ar bloavezhioù 1870. Aloubet e voe ar maezioù gante adalek 1890, o kavout bod e lec’h ne oa ket bet kavet o flas gant ar binvioù a-c’hiz kozh, evel er Menez, ha pennbouzellet e voe gante an harzoù etre ar sonerezh kanet hag ar sonerezh sonet. Asambles gant an akordeoñs en em ledas giz an dañsoù daou-ha-daou, aezet c’hoari o zonioù gant ar « voest » nevez-se. Hag ar folkloristed d’ober bil neuze : « Tamm-ha-tamm emañ ar binvioù estren o klask kemer plas hon re » a skrive Loeiz Herrieu e miz c’hwevrer 1914 e Dihunamb. Ha mont a reas kement-se da wir : er bloavezhioù 1920 e tapas an akordeoñs bezañ trec’h war an holl vinvioù all nemet hag un nebeut toleadoù e vije ; rak bev-mat e chomas ar violoñs er Mené, kement all evit ar viell e su Sant-Brieg, an dreujenn-gaol e Kerne-Uhel, ar binioù hag ar vombard e el lec’hioù ma oa sonerien brudet a-gozh o terc’hel ganti.

Kenstrivadeg Moñkoñtour e 1925 : Eno e oa binvioù seniñ pennañ Breizh, war-bouez ar veuz. Dastumadeg Collectif Vielle en Bretagne – La Bouèze, Dastum<br><br>Concours de musique au quartier de l'embranchement à Moncontour en 1925.<br>Kenstrivadeg sonerezh e karter ar fourch-hent e Moñkoñtour e 1925 Eus krec’h d’an traoñ hag a gleiz da zehou, war ar renk kentañ : an Ao. Mauvillo eus Henon (bombard), Yves Agat eus Ploeuc (biell) François Pellan eus Henon (akordeoñs), an Ao. Hamono eus Brec’hant (akordeoñs), an Ao. Le Collonier eus Henon (akordeoñs), an Ao. Couderc eus Moñkoñtour (taboulin), an Ao. Thebaud eus Plemy (akordeoñs). War an eil renk : Gilbert Hugues eus Plouguenast (biniou), Yves Boscher eus Gausson (bombard), an tad Lefebvre eus La Motte (biniou), ar mab Lefbevre (bombard). War an trede renk : Pierre Ecobichon eus Henon (biell), François ar Borgn eus Henon (biell), an Ao. Caro eus Plemy (akordeoñs), Pierre Ruellan eus Moñkoñtour (violoñs), Xavier Thomas eus Moñkoñtour (biell), an Ao. Guigo deus Komite ar gouelioù. Kentañ priz biniou-bombard-taboulin : Hugues-Boscher-Couderc ; kentañ priz ar viell : ar Borgn.

Div nevezinti e-kreiz an XXvet kantved

Ul lañs nevez avat e tapas sonerezh Breizh e 1930 pa zegouezhas daou venveg nevez war un dro.
Buan-tre e kavas an akordeoñs kromatek (ur son dezhañ, degouezhet e Paris war-dro 1900) e blas e Breizh. E Breizh-Uhel e kemeras ar sonerien akordeoñs-se plas ar « bouezous » diniver ha kas a rejont an tonioù kozh d’ar blotoù ; e Breizh-Izel e voe dibabet gante c’hoari an tonioù kozh diouzh o mod-int. E BroWened koulz hag e Kerne e voe savet koubladoù akordeoñs ha saksofon, war batrom kozh ar c’houbladoù sonerien. Tro-dro da Skrignag, war atiz If Menez e voe krouet ur stumm dibar da seniñ dañs-tro Kerne gant ar sonerien akordeoñs. Hag ar re-se da aozañ lazioù-seniñ bihan neuze, dezho ur « jâse » (taboulinoù) hervez ar c’hiz a oa e Bro-C’hall d’ar c’houlz-se.

Ar « Jazz » Menez war-dro 1935-1936, a veze graet « Ideal Jazz » dioutañ. If Menez eus Skrignag (akordeoñs kromatek), Gaston Tepod (saksofon), Jean ar Boulc’h (banjo), Louis Macé (violoñs) ha François Poupon (trompilh) eus Karaez o fevar - Dastum

Biniou bras Bro-Skos eo an eil benveg a ziflukas e Breizh e 1930, broudet e implij gant folkloristed ar c’hêrioù koulz ha difennerien sevenadur Breizh KAV (Kenvreuriezh ar Viniaouerien). Ugent vloaz war lerc’h e oa aet o huñvre da wir, a-drugarez da labour pennek BAS (Bodadeg ar Sonerion) krouet e 1943, bet savet ar bagadoù ganti, strobadoù binvioù dibar anezhe, o vodañ binioù bras ha taboulinoù bro-Skos gant ar vombard. Ouzhpenn 1000 soner a zibunas evel-se e Kemper e 1956 da goulz « Trec’h meur ar sonerien ».

2000 : an distro d’ar mammennoù ha trec’h al liested

Na pelec’h omp arru ganti bremañ neuze ? Diwanet mat eo an had bet serret digant ar sonerien gozh e-pad un hanter-kantved. Savetaet eo bet ar pep brasañ eus ar modoù hag eus ar stummoù da seniñ a oa war-dro 1900, gant an azginivelezh-se. Kantadoù a goubladoù sonerien biniou ha bombard, daou venveg heverk eus Breizh, zo bremañ. Ha n’eo ket chomet muzikanerien Breizh da straniñ evit afer-se : tennet o deus o mad eus binvioù all ar bobl en XXvet kantved, ar gitar paneveken. Ha derc’hel a reont hiviziken da seniñ forzh peseurt benveg deuet eus penn all ar bed, asambles gant binvioù kozh ar Vro.

Sonerien priz Froger Ferron e Parcé. Gwriziennet mat eo c’hoazh ar « bouèze », anv galloek an akordeoñs diatonek, e, Il-ha-Gwilun. L’Image de Marc – La Granjagoul

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Colleu, « Hengoun Breizh ar binvioù sonerezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/04/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/hengoun-breizh-ar-binviou-sonerezh

Bibliographie

  • Colleu Michel, Bigot Laurent (dir.), Musique Bretonne. Histoire des sonneurs de tradition. Douarnenez, Le Chasse-Marée/ArMen, 1996, 512 p.
  • Colleu Michel (dir.), Sonneurs traditionnels de Bretagne. Panorama des traditions instrumentales, collection Anthologie des chants et musiques de Bretagne, le Chasse-Marée/ArMen, 1996.
  • Montjarret Polig, Tonioù Breiz Izel, TI, 1984, BAS, t. II, 2003, rééd. Dastum, 2005.

Discographie

  • Colleu Michel (dir.), Sonneurs de vielle / de clarinette / de violon / d’accordéon / de biniou-bombarde en Bretagne (disques de collectages), collection Anthologie des chants et musiques de Bretagne et Sonneurs de veuze, Le Chasse-Marée/ArMen, 1993-1996.
  • Lefèvre Patrick (dir.), Idéal Jazz, Yves Ménez, accordéon gavotte. CD, Dastum, 2012.

Exposition

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù