Jacqueline Lamerre - Kawan / Cavan

Jacqueline Lamerre - Kawan / Cavan

Jacqueline Lamerre, eus Kawan, a tispleg deomp penaos ha perak eo bet lesanvet an davarn « Le coin fleuri » e « Les six fesses » gant ar c’hlianted. Kontañ a ra deomp ivez penaos e oa bet degemeret fall al lesanv-se gant renerien an ostaleri ! « Istorioù tavarn » a vez kontet deomp  gant Jacqueline ivez.

Kavit a-zindan stumm komzet ha stumm skrivet an atersadenn :

Testenn e brezhoneg komzet notennet gant Lors Jouin :

Lors : Pé 'oas kustumet d'hont da labourat da di... da di ar c'higer

Jacqueline : Ya

Lors : «  Euh «  ze 'oa … ze 'oa raok neun

Jacqueline : Ya c'hwezek vlâ 'ma

Lors : C'hwezek vlâ

Jacqueline : 'Pad konjeo koa

Lors : A 'pad konjeo

Jacqueline : Hmm ...med 'hend-all chomen gêr koa med ma vamm 'lare din ...chomi ket gêr d'o'r vann 'bet 've-se hañ … bon ha labourat

Lors : Ha labourat

Jacqueline : A beñ ya

Lors : A ya

Jacqueline : Beñ ya 've-se ' vije heñ

Lors : Hag ar «  restaurant «  'oa «  six fesses «  neun

Jacqueline : «  Six fesses «  d'ar c'houlz-se «  coin fleuri «

Lors : Heñ

Jacqueline : «  Coin fleuri «  'blije ket dê 'vije laret «  six fesses «  heñ pugur 'oa 'n … oaint teir blac'h yaouank ha 'blije ket dê … « euh » un' ...ur wech 'oan 'ba 'r « restaurant «  'oa aï un' 'c'houl' hag-eñ 'oa kap dibi … sed' amañ é(o) «  six fesses «  ...maez

Lors : A bon

Jacqueline : Ya … a nann nann nann «  Le coin fleuri «  'oa

Lors : O ya med koulskoude tud ar vro...

Jacqueline : O ya toud an dud 'anve'e «  restaurant « -se heñ

Lors : Ya med toud an dud 'lare «  six fesses «

Jacqueline : Ya 'tre'omp med pas eno hañ … ha 'ta ket e'mm da lar't ze eno hañ ...ya

Lors : Med ...hag «  six fesses «-me  'oa ...'oa ...'oa merc'hed yaouank kozh

Jacqueline : Ya … pell 'oaint... pe oan bet ...oppfff un toullad ...bete hanter kant vlâ pe 've-se pe pemp plâ ha daou-ugent matehe 'oaint apeupre teir

Lors : Hag hini 'bet 'zo … bet...dime'et...

Jacqueline : Bet dime'et nann nann nann ...mawr int bremañ int o-zeir med « restaurant «  'zo bet adgwerzhet diou pe deir gwech 'b'oé med 'mañ ' chom bopred

Lors : A ya

Jacqueline : Ya ya

Lors : Ha p'ra 'zo kaoz neuint ket ka't gwazed

Jacqueline : A mé n'ou'on ket zé 'c'ha ...matehe 'gavent med matehe n'oun ket hañ … «  dépannage «  matehe a a a a a

Lors : A a a a matehe ya

Jacqueline : Ya

Lors : Den ne oar

Jacqueline : Nann

Lors : A nann nann nann nann nann nann … set' c'hwi 'peus kemer't gerañs neun an ostaleri

Jacqueline : Ya

Lors : Amañ 'ba Kawan

Jacqueline : Ya

Lors : Hag...

Jacqueline : «  1er Octobre 86 »  ya

Lors : Ha...med an ostaleri-mañ pugur 'oa digoret 'raok ... » euh » bez 'oa tud dija … an dud 'oa kustumet da... da zont

Jacqueline: Ya med goud 'oa cheñchamant … 'oa ket ...'oa ket momestra ken koa

Lors : Med peseurt difers 'oa just 'wac'h

Jacqueline : 'Fin 'mod-se adgwaet dija … dija 'oa toud adgwaet 'r c'hoñverz koa

Lors : Ya travoioù

Jacqueline : Travoioù m'eus gwaet ha 'pad travoioù 'oan bet bac'h « euh » bac'h ti bras 'kichen 'n ilis ahe 'pad tri miz kar 'oan ket kat da chom hep labourat 'pad tri miz travoioù ha 'oamp bet 'wel't maer Kawan Pierre-Yvon Tremel ha lare... beñ neuhe red é dim klask neuhe 'n dra bennaket 'wid terc'hen koñvers 'pad tri miz ha 'meañ...me c'ha...me c'ha da glask ha te 'glask ha me un noz 'gousken ket p'lec'h 'on kat da ga'at plas un tu bennaket moñ-mé ha 'oa deut da joñj din pugur ' anvé'en maer Kawan d'ar c'houlz-se ...eñ 'oa ...eñ 'oa Eugène LEGARET 'oa 'met bet maer Kawan ha 'oamp kamaraded gantañ ma dud 'oa kamaraded gante ( eñ hag e wreg ) ha 'ma lar't o...'oan bet 'welet Pier-Yvon 'ma laret de'ñ beñ ti Eugène Legaret ahe moñ-mé ahe 'zo den ebet ha ahe 'zo moaien … a a a a 'zo un ide vad 'me'añ ha 'fin eñ 'na telefonet d'e vab 'oa meudeusin e Raon ( Roazhon ) ha 'na laret ya ya Jacqueline é mad deï dond

Lors : Hag Pier-Yvon 'na lar't ...'na laret dit 'oa ...'oa posubl diplas' al lisañs

Jacqueline : «  Euh «  renke' 'oa ka'at jandarmed ...jandarmed 'oa bet 'wel'd 'chaoñ ha 'ma ket be' problemchoù 'ba 'n ostaleri ha 'blam 'ze 'ma bet … 'oa diplaset lisañs 'pad tri miz

Lors : Med faot a rae kaoud « euh «  otorizasion Pier-Yvon pe …

Jacqueline : Ya ha neuhe ar jandarmed iè heñ

Lors : Jandarmed è

Jacqueline : Ya ze 'oa matehe 'wid «  préfecture «  me n'on ket heñ medn jandarmed 'wele '-geñ 'oa ket bet problem ...'oa ket bet 've-se...'oaint ket bet du-mañ koa jandarmed ...'pad 'oan 'terc'h' … 'pad 'oan gerañs koa ...'oant ket bet du-mañ gan-se a oa leusket ...'ma bet 'n otorizasion

Lors : A ya ...hag ur wech digoue't 'ba 'n ostaleri

Jacqueline : Ya …

Lors : Adgraet

Jacqueline : Ya

Lors : An dud 'zo...'zo … n'eus...n'eus heuliet ...heuliet …

Jacqueline : A beñ ya ha neuhe du-hont ié 'lec'h 'oan bet 'pad tri miz ahe 'oa bet tud hañ

Lors : A bon

Jacqueline : A ya a a a a

Lors : Lar din peseurt mod 'oa

Jacqueline : Da wel'd ... penaos 'oa kont ha toud hañ 'oa ket «  moderne, moderne «  med bopred a ya ya ya ...ahe 'oa bet ur bern tud heñ … « euh » ahe 'oa 'r blasenn ya plasenn an ilis ha 'ma bet laket taolioù 'pad 'n hañv pe vije … 'pad 'n hañv ha neuhe pe vije «  foot,vétérans » aïent du-me ar sul iè d'eva' chopin'd pe daou pe tri ha maez ...maez vijent ya ha «  impeccable «  koa a ya ya bez 'oa tud 'c'ha ha spontus heñ...

Lors : A ya

Jacqueline : Ya ...ha feiz goude neuhe pe 'oan aet ahe 'oa bet bern tud ié

Lors : A ya … set' 'benn...'benn 'oas aï 'ba...'ba 'n ostaleri …

Jacqueline : ' Benn neuhe 'ma gwaet ma gliantel 'benn 'oan aï en dro

Lors : Ya an dud 'neus heuliet

Jacqueline : A ya neuhe 'vije gwaet … feiz soareoù 'vije gwaet ha toud ...'vije bern tud

Lors : Ha 'vid kontañ deus un devezh 'ba 'n ostaleri

Jacqueline : Ya

Lors : Da skouer ...'ba kreiz ar sun ...'ba kreiz ar sin koa

Jacqueline : Ya

Lors : Daoust deg-eñ 'zo moaien dit displega' dimp peseurt mod 'basee an traoù … da bed eur vije ret dit sevel

Jacqueline : Ya

Lors : Ha prepariñ an treoù toud

Jacqueline : Ya

Lors : «  euh «  klianted kentañ … piou 'oa... re gozh …

Jacqueline : Ya

Lors : Petramant re ...hag tro unneg eur unneg eur hanter 'teu re an «  apéritif » ...moaien 'zo dit esplikañ deomp …

Jacqueline : Ha diouzh beure iè ma den di'ore 'raok mont da labourat...

Lors : Pet'a …

Jacqueline : Ma den

Lors : Ya

Jacqueline : Di'ore diouzh beure da bemp eur hanter 'save 'wid di'oriñ... ar bouloñjer aïe da c'hwec'h eur 'di'as bara…c'hwec'h eur c'hwec'h eur hanter...deus Bear... bara Bear 'vijen ha goude araok da seiz eur hanter ...me aïe neuhe da seizh eur hanter ...eñ 'chae da labourad da Lannuon koa ...ha … goude neuhe me ' vije 'pad an dé … 'pad an dé 'vijen ahe

Lors : Hag ar «  journal «

Jacqueline : Journalioù 'vije ya ha toud an episiri ha toud … an dud aïe ...da c'hwec'h eur hanter aïent ...pe ouve'eint 'vije di'oret 'wid bara ha neuhe journal ha neuhe tammoù treoù dije e'mm ...petam ur baoc'h kafe event ha ya ...'pad beure vije 've-se...

Lors : Med ar re-mañ 'oa re...re gozh pe re ...re ar bourk pe

Jacqueline : Ya reoù deus bourk neuhe tremeniri ié hañ...tremeniri 'vije ié hañ

Lors : A ya

Jacqueline : Pugur 'vije di'oret abred aïentd 'evañ kafe ha toud … ya ya ya

Lors : Ha neuhen da greisté tro unneg eur …

Jacqueline : A ya aÏe tud d'eva' pe kafe pe ...pe bier...bier surtout koa hañ

Lors : Ha pas kirr na …

Jacqueline : A gué kirr ié med surtout bier

Lors : A

Jacqueline : Surtout bier 'vije ya

Lors : Ha gwin 'vije da ...da …

Jacqueline : Gwin pe aïe goude mer'nn aïe reoù gozh 'wejoù ha neuhe even' ur bañc'h gwin koa …

Lors : A ya

Jacqueline : pe dri pe be'r pe bemp pe...

Lors : Eizh...

Jacqueline : A a a a

---------------------------------------------------

Testenn e brezhoneg skrivet adlennet gant Francis Favereau :

Lors : Pa oas kustumet da vont da labourat da di… da di ar c'higer

Jacqueline : Ya

Lors : « Euh » se a oa… se a oa a-raok neuze

Jacqueline : Ya c'hwezek vloaz am boa

Lors : C'hwezek vloaz

Jacqueline : E-pad konjeoù koa

Lors : A e-pad konjeoù

Jacqueline : Hm… met a-hend-all e chomen er gêr koa met ma vamm a lâre din... chomi ket er gêr d'ober vann ebet evel-se hañ… bon... ha labourat

Lors : Ha labourat

Jacqueline : A beñ ya

Lors : A ya

Jacqueline : Beñ ya evel-se e veze heñ

Lors : Hag ar « retaurant » a oa « six fesses » neuze

Jacqueline : « Six fesses » d'ar c'houlz-se « coin fleuri »

Lors : Heñ

Jacqueline : « Coin fleuri » ne blije ket dezhe e vije lâret « six fesses » heñ peogwir e oa an… e oant teir blac'h yaouank ha ne blije ket dezhe… « euh » unan… ur wech e oan e-barzh ar « restaurant » e oa erruet unan o c'houlenn hag-eñ e oa kap debriñ… setu amañ eo «six fesses »… 'maez !

Lors : A bon

Jacqueline : Ya… a nann nann nann « Le coin fleuri » e oa

Lors : O ya mes koulskoude tud ar vro…

Jacqueline : O ya tout an dud a anaveze ar « restaurant »-se heñ

Lors : Ya met tout an dud a lâre « six fesses »

Jacqueline : Ya etrezomp met pas eno heñ… ha 'poa ket ezhomm da lâret se eno hañ… ya

Lors : Mes… hag « six fesses »-mañ a oa… a oa… a oa merc'hed yaouank kozh

Jacqueline : Ya… pell e oant… pa oan bet ooppff un toullad… betek hanter-kant vloaz pe evel-se pe pemp bloaz ha daou-ugent marteze e oant apeupre teir

Lors : Hag hini ebet a zo… bet… dimezet…

Jacqueline : Bet dimezet nann nann nann… marv int bremañ o-zeir met ar « restaurant » zo adgwerzet div pe deir gwech abaoe met emañ chomet bepred

Lors : A ya

Jacqueline : Ya ya

Lors : Ha petra a zo kaoz n'o deus ket kavet gwazed

Jacqueline : A me n'ouzon ket se 'vat… marteze a gavent met marteze n'ouzon ket hañ… « dépannage » marteze a a a a a

Lors : A a a a marteze ya

Jacqueline : Ya

Lors : Den ne oar

Jacqueline : Nann

Lors : A nann nann nann nann nann… setu c'hwi ho peus kemeret « gérence » neuze d'an ostaleri

Jacqueline : Ya

Lors : Amañ e-barzh Kawan

Jacqueline : Ya

Lors : Hag...

Jacqueline : « 1er Octobre 86 » ya

Lors : Ha… mes an ostaleri-mañ peogwir e oa digoret a-raok… « euh » bez e oa tud dija… an dud a oa kustumet da… da zont

Jacqueline : Ya met goude a oa cheñchamant… ne oa ket… ne oa ket memes tra ken koa

Lors : Mes peseurt diferañs a oa just a-walc'h

Jacqueline : Anfiñ ar mod-se... adgraet dija… dija e oa tout adgraet ar c'hoñvers koa

Lors : Ya travoioù

Jacqueline : Travoioù 'meus graet hag e-pad travoioù e oan bet e-barzh « euh » e-barzh an ti bras e-kichen an iliz aze e-pad tri miz kar ne oan ket kap da chom hep labourat e-pad tri miz travoioù hag e oamp bet o welet maer Kawan, Pier-Yvon Tremel ha lâre… beñ neuze ret eo dimp klask neuze un dra bennaket evit derc'hel ar c'hoñvers e-pad tri miz hag emezañ… me ac'h a… me ac'h a da glask ha te a glask ha me un noz ne gousken ket… pelec'h on kap da gavout plas en un tu bennak emezon-me hag e oa deuet da soñj din peogwir a anavezen maer Kawan d'ar c'houlz-se...eñ a oa… eñ a oa Eugène Legaret e oa nemet bet maer Kawan hag e oamp kamaraded gantañ… ma dud a oa kamaraded gante (eñ hag e wreg) ha am boa lâret o… e oan bet o welet Pier-Yvon am boa lâret dezhañ beñ e ti Eugène Legaret aze emezon-me aze a zo den ebet hag aze zo moaien… a a a a zo un ide vat emezañ hag añfin eñ en doa telefonet d'e vab a oa medesin e Roazhon hag en doa lâret ya ya Jacqueline eo mat dezhi dont

Lors : Hag Pier-Yvon en doa lâret… en doa lâret dit e oa… e oa posupl diblasañ al lisañs

Jacqueline : « Euh » Ranket e oa kavout ar jañdarmed… ar jañdarmed a oa bet o welet ac'hanon ha n'am boa ket bet problemoù e-barzh an ostaleri ha abalamour da se 'moa bet… a oa diblaset al lisañs e-pad tri miz

Lors : Mes faotañ a rae kaout « euh » otorizasion Pier-Yvon pe...

Jacqueline : Ya ha neuze ar jañdarmed ivez hañ

Lors : Jañdarmed ivez

Jacqueline : Ya se a oa marteze evit ar « préfecture » me n'ouzon ket hañ met ar jañdarmed a wele hag-eñ ne oa ket bet « problème »… ne oa ket bet evel-se... ne oant ket bet du-mañ koa jañdarmed… e-pad e oan o terc'hel… e-pad e oan e « gérence » koa… ne oant ket bet du-mañ gant-se a oa laosket… am boa bet an otorizasion

Lors : A ya… hag ur wech degouezhet e-barzh an ostaleri

Jacqueline : Ya

Lors : Adgraet

Jacqueline : Ya

Lors : An dud a zo… a zo… o deus… o deus heuliet… heuliet

Jacqueline : A beñ ya ha neuze du-hont ivez el lec'h e oan bet e-pad tri miz aze e oa bet tud hañ

Lors : A bon

Jacqueline : A ya a a a

Lors : Lâr din peseurt mod e oa

Jacqueline : Da welet… penaos e oa kont ha tout heñ ne oa ket « moderne, moderne » met bepred a ya ya ya… aze e oa bet ur bern tud hañ… « euh » aze e oa ar blasenn… plasenn an iliz hag am boa bet lakaet taolioù e-pad an hañv pa veze… e-pad an hañv ha neuze pa veze « foot,vétérans » ec'h erruent du-mañ ar sul ivez d'evañ ur chopinad pe daou pe tri ha 'maez… 'maez e vezent ya hag « impeccable » koa a ya ya bez e oa tud 'vat ha spontus hañ

Lors : A ya

Jacqueline : Ya… ha feiz goude neuze pa oan aet aze e oa bet bern tud ivez

Lors : A ya… setu a-benn… a-benn e oas erruet e-barzh… e-barzh an ostaleri

Jacqueline : A-benn neuze am boa graet ma gliantell a-benn e oan erruet en-dro

Lors : Ya an dud o deus heuliet

Jacqueline : A ya neuze e veze graet… feiz « soareoù » a veze graet ha tout… ha veze ur bern tud

Lors : Hag evit kontañ deus un devezh e-barzh an ostaleri

Jacqueline : Ya

Lors : Da skouer… e-barzh kreiz ar sizhun… e-barzh kreiz ar sizhun koa

Jacqueline : ya

Lors : Daoust hag-eñ zo moaien dit displegañ deomp peseurt mod a basee an traoù… da bet eur e veze ret dit sevel

Jacqueline : Ya

Lors : Ha prepariñ an traoù tout

Jacqueline : Ya

Lors : « Euh » klianted kentañ… piv oa... re gozh

Jacqueline : Ya

Lors : Peotramant re… hag tro unnek eur unnek eur hanter e teu re an « apéritif » moaien zo dit esplikañ deomp

Jacqueline : Ha diouzh beure ivez ma den a zigore a-raok mont da labourat

Lors : Petra

Jacqueline : Ma den

Lors : Ya

Jacqueline : Digore diouzh beure da bemp eur hanter a save evit digoriñ, ar bouloñjer a errue danc'hwec'h eur 'degas bara...c'hwec'h eur c'hwec'h eur hanter… eus Bear… bara Bear a veze ha goude a-raok da seizh eur hanter me a errue neuze da seizh eur hanter… eñ ac'h ae da labourat da Lannuon koa… ha… goude neuze me a veze e-pad an deiz… e-pad an deiz e vezen aze

Lors : Hag ar « journal »

Jacqueline : Journalioù a veze ya… ha tout an ispisiri ha tout… an dud a errue… da c'hwec'h eur hanter a erruent pa ouvezent e veze digoret evit bara ha neuze journal ha neuze tammoù traoù o deze ezhomm… peotramant ur bannac'h kafe a event ha ya… e-pad ar beure a veze evel-se...

Lors : Mes ar re-mañ a oa re… re gozh pe re… re ar bourk pe…

Jacqueline : Ya reoù deus bourk neuze tremeniri ivez… tremeniri a veze ivez hañ

Lors : A ya

Jacqueline : Peogwir e veze digoret abred a erruent d'evañ kafe ha tout...ya ya ya

Lors : Ha neuze da greisteiz tro unnek eur

Jacqueline : A ya a errue tud d'evañ pe kafe pe… pe bier… bier surtout koa heñ

Lors : Ha pas kirr na...

Jacqueline : A geo kirr ivez met surtout bier

Lors : A

Jacqueline : Surtout bier a veze ya

Lors : Ha gwin a veze da ...da …

Jacqueline : Gwin pa errue goude merenn a errue reoù gozh a-wechoù ha neuze a event ur bannac'h gwin koa

Lors : A ya

Jacqueline : Pe dri pe bevar pe bemp pe...

Lors : Eizh …

Jacqueline : A a a a

Komzoù Brezhoneg

Komzoù brezhoneg a zo un heuliad pennadoù video enrollet gant Lors Jouin evit dastum komzoù gant tud brezhoneg, hag evit kaout un tañva deus liester ar parlantoù hag an taolioù-mouezh e brezhoneg.

Kevelourien

Skol Vreizh