Jean de Beaumanoir

Aozer : Frédéric Morvan / Genver 2021

Ezel e  oa Jean de Beaumanoir eus ul lignez noblañsoù pinvidik ha galloudus, nevez awalc’h. Dont a ra war-wel lignez an aotrouien a Veaumanoir (e su Dinan, e traoñienn ar Rañs) e diwezh an XIIIvet kantved. Deuet e oa gante douaroù Medrigneg (Koadeg vras la Hardouinaye pe Lanveur en o zouez) dre zimeziñ ha gant skoazell duged Breizh. E deroù ar XIVvet kantved e vezent kontet gant roue Bro C’hall e-touez pinvidikañ aotrouien Breizh. Mamm Jean a oa an itron a Zinan-Montafilant, kenitervez an dugez janed a Benteür. Kuzulier tostañ an dugez e oa e eontr diouzh tu e vamm, ha marichal Breizh e eontr diouzh tu e dad, marvet  e emgann kêr-ar-Roc’h e 1347.

Tapet e voe Jean de Beaumanoir prizioniad e-doug an emgann-se ha dont a reas da vezañ marichal Breizh, penntiern armeoù Janed d’e dro, pa voe dieubet. E 1350 e tapas sachañ penn Monforted bro Naoned war zu Janed ha taget e voe evel-se ar Saozon a zalc’he su-Breizh d’ar c’houlz-se.

Mont a reas Beaumanoir da Josilin ha dibab ar wazed a yaje gantañ da emgann an Hanter-Hent, kalzik a gendirvi dezhañ (Tintenieg, Goyon, Rochefort, Ragenel) en o zouez. Kemer a reas perzh e emgann drastus Maoron e miz Eost 1352 ha mont a reas da Vro Saoz e miz Du da varc’hata daspren Charlez Vleiz.

E 1356, hag eñ intañv Tifenn de Thouars (a oa kar d’an duged) e timezas da Varc’harid, merc’h ar beskont a Roc’han. Profet e voe aotrouniezh Monkontour dezhañ gant Janed a Benteür kement hag e zistaoliañ diouzh koll hini Pontkalleg a oa ac’hubet gant ar Saozon. E 1357, pa oa-eñ gouarnour Roazhon, et tifennas ar gêr sezizet gant ar Saozon hag e miz Gouere 1363 e kemeras perzh e seziz Becherel.

Skrivañ a reas e destamant kent mont d’an emgann en Alre, « ken arvarus ha dañjerus ez eo ar brezelioù-mañ » ha goulenn a reas bezañ sebeliet e chapel e diegezh e abati Lehon. E-doug an emgann-se e lazhas ar c’habiten saoz Gautier Huet gant un taol bouc’hal kent bezañ tapet ha toullbac’het. Prestik e voe dieubet avat rak e lakaat a reas Janed a Benteür da hanterour ar peoc’h. Eñ an hini a sinas emglev kentañ Gwenrann eta e miz Ebrel. Mervel a reas nebeut amzer goude-se. Neuze e kemeras e genderv Beltram Gwesklin e lerc’h e penn ar Vleized. Dimeziñ a reas e intañvez gant Olier a Glison.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Frédéric Morvan , « Jean de Beaumanoir », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/jean-de-beaumanoir

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité