Taolenniñ a ra pallenn-moger Bayeux kastell Dinan lakaet seziz warnañ gant soudarded Gwilherm. Treset eo e stumm ur voudenn, un douflez hag ur c’hleuz tro-dro dezhi, hag ur voger-dro war-c’horre evit diwall un tour. War an tour-se eo kromm un disterañ lein an doenn, ur skeudenn heñvel-poch ouzh pezh a zispleg deomp ar roadennoù arkeologel, hag ouzh irc’hier an xivet kantved, savet ma oant e stumm tiez ar mare.
Ret eo notenniñ ivez e c’helled kaout un digor war savenn moudenn Dinan dre un dreuzell, hag eo savet darn ar savadur gant koad . O klask plantañ tan enni emañ gwazed Gwilherm, war-bouez o flammerennoù hir.
N’eus ket ken eus kentañ kastell Dinan. Ne oar den e pelec’h e veze zoken. M’eo skeudennet heñvel ouzh patrom ur voudenn-gastell, n’eo ket evit kement-se e vefe bet treset evel ma veze. Pal saver ar pallenn-moger a oa tresañ doare ur c’hastell a vefe bet aes da dud e vare anavezout evit pezh a oa, ha n’eo ket dre ret taolenniñ tresoù resis kreñvlec’h Dinan.