Kastell duged Breizh

Aozer : Guy Saupin / Du 2016
Annez penntierned bet savet e fin ar XVvet kantved anezhi, ha kreñvlec’h war un dro, e oa bet ar c’hastell-mañ arouez galloud ar rouaned e Naoned dreistholl, kent dont da vezañ un atalier evit an armeoù tra ken, goude an Dispac’h. Ur mirdi a bep seurt eo bet abaoe 1921. Arouez veur identelezh vreizhat Naoned eo chomet avat.

Ur c’hantved-pad ouzh e sevel

An Tour-Meur kozh-2006-06_02. Relegoù kastell an Tour-Nevez. Tour lieskostezek bet savet er XIVvet kantved gand an dug Yann IV a Vontforzh. © Kastell duged Breizh– Mirdi Istor Breizh
E 1466 e lakaas an dug Frañsez II en e soñj sevel un annez nevez, dezhi meurdez palez ur priñs ha perzhioù ur c’hreñvlec’h azas d’ar ganolierezh, e plas kozh kastell an Tour Nevez, bet savet e deroù an XIIIvet kantved. Ar gourtinenn an hini a voe savet da gentañ, asambles gant ar pevar zour a sko ouzh kêr : hini Troad ar Garvez ha hini ar Fornerez, a bep tu eus an nor veur, hag ar re a vez graet Tour ar Spagnoliz ha Tour ar Jakobined dioute. War un dro e voe boulc’het chañterioù al Lojeiz Vras hag ar Gouarnamant Bras.

Un tamm dilañs a voe roet d’ar chanter da goulz eured an dugez Anna gant ar roue gall Charlez VIII e miz Kerzu 1491. Kaset e voe da benn koulskoude Tour ar Porzh, hini ar Stêr ha hini Houarn-marc’h war-vord al Liger. E miz Genver 1499 e voe roet ul lañs nevez dezhañ avat, da geñver hec’h eil eured, gant ar roue Loeiz XII. Peurechuet e voe ar chanter o klinkañ pemp lomber al Lojeiz Vras gant ardamez ar c’houblad rouaned. Levezon an Azginivelezh italian a weler oc’h en em silañ en disavouriezh gotek-flamm, en div logellig kempennet e beg Tour ar Gurunenn aour, klinket kaer gant loened ha plant kizellet en-dro da bennlizherenn anv an dugez.

Plañ ar c’hastell, anvioù an tourioù hag ar savadurioù warnañ. Skeudenn (c) Benoit Clarys © Skeudenn gant Benoit Clarys

Kempennet a-nevez

E 1515 e tegasas Frañsez 1e lod d’an oberenn o lakaat kizellañ e bennlizherennoù war gourtinenn al Liger. Savet e voe ar Gouarnamant bihan harp outi.

Daou gastellig, kroaz an arc’heskibien oute, a voe savet gant an dug a Vercoeur, gouarnour Breizh emsavet a-enep ar roue Herri IV eus 1589 da 1598 ha degas a reas hennezh kemm e Tour ar Porzh evit staliañ ul leur-ganolierezh warnañ. Leuskel a reas Richelieu, ministr meur Loeiz XIII (1624-1642) e roud warnañ d’e dro o kreñvaat tourioù an nor veur hag o lakaat fichañ e ardamez war mogerioù ha gwerinier ar chapel.

Adsavet e voe ar Gouarnamant Bras, bet distrujet gant un tangwall e 1670, e stumm klasel ar c’houlz-se, outañ ur menk-ti goudoret gant ur stel. Nevez zo eo bet adkempennet ardamezioù bras Loeiz XIV, bet diverket a-daolioù horzh da goulz an Dispac’h.

Abalamour d’ar brezel war vor o vont war washaat e voe  savet Ti an Harnaj, atalieroù fardañ armoù ennañ.

Da vare an Dispac’h, pa oa ar c’hastell war var bezañ kaset d’an traoñ e 1791, e voe laosket hennezh war e sav a-benn ar fin dre ma c’helle talvezout da doull-bac’h, da bourpez d’an armoù, d’ar pourvezioù-brezel, ha d’an edeier ivez. Test d’an adimplij-se eo, siwazh, an darzhadeg a gasas d’an traoñ Tour ar Spagnoliz e 1800 hag asambles gantañ, ar chapel ha kazel letanant ar roue.

Tarzhadeg 1800. 2001.21.1. Tresadenn eeunik diwar tarzhadeg. Tour ar Spagnoliz e 1800.© Kastell duged Breizh– Mirdi Istor Breizh

Implijoù ar c’hastell

N’eo ket padet kefridi degemer al lez kaer hag ensavadurioù pennañ ar gouarnamant (kuzul an dug, ar siellouriezh hag an diellaoueg) pelloc’h evit c’hwitadenn politikerezh an dizalc’hidigezh e 1488-91. N’eus ket bet diouti goude-se nemet ha prantadoù berr e vije bet da geñver beajoù ar rouaned, Loeiz XIV an diwezhañ anezhe. Kempouezet e voe an dilez-se memestra gant gweladennoù gouarnourien Breizh pe kontelezh an Naoned, pa ne gave ket an uhelidi-se kletoc’h bezañ lojet e ostalioù prevez kêr.

Bezañs ar roue war ar pemdez e kêr avat ne chomas diouti nemet ur gompagnuniezh soudarded nammet, ur c’habiten en o fenn, letanant ar roue anezhañ. Ne zegasas ket krouidigezh ur Verouriezh veur e Breizh e 1689 nemeur a gemm pa ‘z eas an dileuriad-se eus kuzul ar roue d’en em staliañ e Roazhon. Evit Stadoù Breizh (bodadeg an tri urzh er broviñs), pa vezent bodet e Naoned, e kave o izili gwelloc’h salioù bras ar c’houentoù e kêr.

Skrabskrid ur beleg didou. 2005-05_09. Skrabskridoù beleien didou. © Kastell duged Breizh– Mirdi Istor Breizh ©

Evit ar c’hreñvlec’h avat, n’eus ket bet tro da briziañ e dalvoudegezh da vat pa n’en doa bet da dalañ nemet ouzh ar sez kaset gant armeoù ar roue e 1487, a-raok na oa bet daskoret kêr an Naoned dezhañ e 1491. Hag evit a sell ouzh argas paotred ar Vande e miz even 1793, an emgann bras nemetañ, tro-kêr an hini e voe kaset ar c’hrogadoù-se.

A wech da wech e voe implijet ar c’hastell da doull-bac’h evit tudennoù meur a-seurt gant Chalais, ar c’hardinal a Retz hag ar ministr Fouquet er XVIIvet kantved, ha muioc’h c’hoazh evit ar vartoloded saoz en XVIIIvet kantved hag ar veleien didou da goulz an Dispac’h. E 1784 e teuas da vezañ un atalier kanolierezh kent bezañ dilezet da vat en XIXvet kantved.

E 1915 e voe gwerzhet da gêr an Naoned evit ur bennozh-Doue  hag e 1921 e teuas da vezañ mirdi arzoù ar c’hlinkañ hag hengoun ar bobl. E 1969 e voe enrollet war renk ar savadurioù meur war var da gouezhañ en o foull ; Pell e voe ret gortoz avat, kuit a ziviz war danvez e gefridi e kêr, a-benn ma tivizas kentañ kuzul-kêr Ayrault staliañ mirdi Istor Naoned ennañ, ha pelloc’h c’hoazh a-benn ma voe digoret ar mirdi-se da vat, e 2007,  da heul un hir a chanter ratreañ.

Sal an arz breizhat 1924. Unan eus salioù Mirdi Arzoù ar c’hlinkañ ha Hengoun ar Bobl. © Kastell duged Breizh– Mirdi Istor Breizh

Ar c’hastell, Naoned ha Breizh

Aet eo hunvreoù Frañsez II d’e heul. Evit an dugez Anna, ha hi dalc’het gant he c’harg kerkent ha deuet da vezañ rouanez Bro-c’hall, ne c’hellas ket ober kalz tra eus he c’hastell. Ennañ koulskoude an hini e sinas ar roue Frañsez 1feur-emglev stagidigezh da viken Breizh da Vro-c’hall, bet marc'hataet digant dileuridi Stadoù Breizh e Gwened.

Ne savas ar raktres diazez diwar e ludu nemet ur frapadig amzer da goulz emsavadeg an dug a Vercœur, pa redias hennezh Herri IV da zont gant e armeoù betek en Naoned evit sinañ en e gastell ar feur-embann a verkas termen diwezhañ brezelioù ar relijion er rouantelezh.

Bet arouez galloud ar roue da goulz ar roueelezh diharz, ha benveg eveshaat ar bobl kentoc’h evit he gwareziñ, e kollas ar palez-kreñvlec’h-se kement talvoudegezh politikel goude-se. Ul lec’h-eñvoriñ zo anezhañ hiviziken, perzh eus glad savadurel hag arouez lodenn vreizhat identelezh liesseurt kêr an Naoned.

Engravadenn o tiskouez bez Frañsez II ha Margalida a Foix en Iliz-veur a-vremañ. © Kastell duged Breizh– Mirdi Istor Breizh

 

Troet gant Jean-Dominique Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Guy Saupin, « Kastell duged Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 15/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kastell-duged-breizh

Levrlennadur

  • Saupin Guy et Le Page Dominique, Le château des ducs, Nantes et la Bretagne, Nantes, Château des ducs-Musée d’Histoire de Nantes, 2007.
  • Saupin Guy, « Le Château des ducs », dans Nantes Histoire, la mémoire d’une ville, 20 images de Nantes, Morlaix, Skol Vreiz, 2001, p. 34-41.
  • Nantes Histoire, Nantes et la Bretagne. Quinze siècles d’histoire, Morlaix, Skol Vreiz, 1996.
  • Faucherre Nicolas et Lascouet Jean-Marie (dir.), Nantes flamboyante (1380-1530), Nantes, Société Archéologique et Historique de Nantes et de Loire-Atlantique, 2014.

 

lec'hiennoù

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù