Kelc'hioù keltieg ar vro : un ekosistem a-feson

Tost da 20 000 dañser ha dañserez a zo bodet hiriv an deiz er Gengevread Kenleur (Kendalc'h ha Warl 'Leur).
En abadenn-mañ e tistroomp àr danvez bamdeiz ar strolladoù dañs hengounal a Vreizh anvet kelc'hioù keltieg.
Ar vuhez sokial, sevenadurel, aozadur diabarzh, koñkour, dilhad ha muioc'h, get Youena Baron (kehentiñ Kenleur); Jérôme Laffont (korollerezh Kañfarted Sant 'Varzeg) ha Maina Audran (dañserez e Kerlenn Pondi).

Pennad-komz kaset da benn gant : Enora Molac

Abadenn radio Sevenadurioù

An abadenn radio « Sevenadurioù » a zo kensavet gant « BHS – Brudañ ha Skignañ », bodad ar radioioù kevredigezhel e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Kerne, Arvorig FM ha Radio Bro Gwened.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité