Kelenn ar Brezhoneg

Aozer : Nelly Blanchard / Here 2020

Intrudu hiniennel ha kevredigezhel evit kelenn Brezhoneg a gaver abaoe daou gantved pe dost, (Laouenan, Gaidoz, Ar Falz, ha kement zo...). Met e kalon ensavadur an deskadurezh ez eo adalek ar mare m’eo hollekaet an deskadurezh ma teu en-dro ar goulenn diwar-benn plas ar Brezhoneg er skol, hag evit difennerien ar yezh, muioc’h-mui hag en un doare reut a-walc’h tro ar bloavezhioù 1880-1950, abalamour ma veze kreñvoc’h berz ar Brezhoneg, ar Galleg o vezañ yezh nemeti an deskadurezh (soñj o deus un toullad mat a skolidi bezañ bet kastizet, pe bezañ anavezet ar «simbol»). Adalek ar bloavezhioù 1950, e c’hell ar Brezhoneg bezañ kelennet er skol, ha pevar intrudu a zeu war-wel e-doug an daou-ugent vloaz da heul : al lezenn Deixonne (1951) evit ma c’hellfe ar Brezhoneg bezañ opsion er skolajoù ha liseoù (hag er vachelouriezh), ar gevredigezh Diwan (1977) evit kelenn ar yezh dre soubidigezh, kelc’hlizher Savary (1982) a roe an aotre da zigeriñ klasoù divyezhek publik, ha skolioù prevez katolik goude-se (1990), digoradur ur c’hursus skolveuriek penn-da-benn hag ar C’hapes Brezhoneg  (1985), ha kement zo.

Hiriv an deiz e kresk an hentennoù deskiñ Brezhoneg, ha pa ne dizhont ket ar sifroù bet raktreset gant politikerezh yezh Kuzul Rannvro Breizh : tro-dro da 17 800 skoliad enskrivet en hentennoù divyezhek, ha war-dro 15 000 a vez roet dezho un tañva d’ar yezh er c’hentañ derez, pe an opsion en eil derez (da lâret eo war-dro 3 % eus skolidi Akademiezh Roazhon). Pezh a ra war-dro 29 milion a euroioù ( 80 %  outo o tont eus an Deskadurezh Stad) ha 700 post-labour kelennerien gouestlet d’ar c’helenn-se. Un nebeud dalc’hioù a vez hiriv an deiz e-skoaz ar c’helenn Brezhoneg a zo da vezañ lakaet e-tal an endro sokio-yezhoniel : diouer a gelennerien e-tal ur goulenn sokial brasoc’h eget an niver a dud stummet, an implij eus ar yezh er-maez eus ar c’hlas hag eus ar skol evit ma teufe ar skolidi komzerien ampart e meur a zegouezh, ha stumm ar yezh treuzkaset ha pleustret.
 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Nelly Blanchard, « Kelenn ar Brezhoneg », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 27/10/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kelenn-ar-brezhoneg

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité