Koc’hu ar Faoued (Morbihan)

Aozer : Daniel Leloup / Du 2016

Unan eus brasañ koc’huioù Breizh eo hini ar Faoued : 940 m2 (50,00 m x 18,80 m) eo e c’horread ha 10m a-us d’al leur emañ kein e doenn.

Testeniekaet eo adalek 1542. Savet e oa bet gant mestr ar vro « Yvon de Boutteville, nobl ha galloudus, aotrou ar Faoued, Barregan, Kêrjehan ha beskont Quoctquennan ». Ken ledan eo ar blasenn e lec’h ma oa bet savet ken e teuas da vezañ ur foarlec’h hag a zesache muioc’h a c’hounid c’hoazh e arc’hoù an aotrou, mestr war al lec’h.

Diskouez a ra ar c’hoc’hu-mañ pegen galloudus e oa an tiegezh Bouteville er XVIvet kantved. D’ar merc’her e oa ar marc’had er c’hoc’hu. Foarioù a veze nav gwech ar bloaz betek ar XVIIvet kantved ha pevarzek gwech ar bloaz goude-se betek dibenn ar Renad kozh.

Taolennet eo bet ar foarioù hag ar marc’hadoù bras-se, aet da get hiviziken, gant meur a livour bet o chom er Faoued e derou an XXvet kantved (Arthur Midy, Henri Barnouin, Fernand Le Gout-Gérard).

Meur a berzh kaer zo d’ar mod m’eo savet koc’hu ar Faoued : e gloc’hdi, e kreiz kein an doenn, eizh kostez dezhañ ha stumm un ognonenn d’e veg uhelañ ; kolonennoù mod an Henamzer diazezet war bep a arc’h, o souten koubloù ar framm ; toennigoù beskellet-kaer war dorojoù ar c’hostezioù  ha reoù all a-chaol war ar penn-dorojoù.

Kentañ koc’hu Breizh bet lakaet war roll ar savadurioù istorel (18 a viz Mae 1914) eo hini ar Faoued, d’ur c’houlz ma oa ar savadurioù bras diwezhañ o framm-prenn en arvar c’hoazh. Un dek bennak eus ar pemzek a oa dioute c’hoazh d’ar c’houlz-se a zo bet diskaret abaoe. Pa ne oa nemet rivinoù dioutañ, koulz lâret, e dibenn an XVIIIvet kantved eo bet saveteet ar c’hoc’hu gant Kuzul-kêr ar Faoued en doa prenet anezhañ e 1815 ha kaset labourioù bras war e framm (postoù ha koubloù) etre 1849 ha 1867 evit e solutaat hag e serriñ ouzh ar glaveier.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Daniel Leloup, « Koc’hu ar Faoued (Morbihan) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 29/11/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kochu-ar-faoued-morbihan

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù