Komun Naoned

Aozer : Tudi Kernalegenn / Eost 2020

Abaoe 1967 e oa ar gounnar o sevel e Naoned. D’ar 6 a viz Mae 1967 e lakaas ur strollad liberterien, tro dro da Yvon Chotard, Jean Breteau ha Yves Cossic peurgetket, levezonet gant an degouezhelourien, o c’hrabanoù war burev Kevredigezh hollek studierien Naoned (AGEM). Liv an disentidigezh krenn a voe war ar bloavezh skol-veur 1967-68 : ac’hubet lojerisoù ar studierien, taolet luganioù anarkour, savet manifestadegoù diroll hag aozet bagadoù gwarded an harz-labour. D’ar 14 a viz C’hwevrer e voe ac’hubet ar rektorelezh da heul ar vanifestadeg ha harzet e voe 45 studier en un doare eus ar re zivalavañ ha feulsañ, ken e savas heug ha kengred el lod brasañ eus ar studierien.

D’an 8 a viz Mae 1968 e oa diskroget ar studierien dija p’en em gavas ar re-se skoaz-ouzh-skoaz gant ar vicherourien hag al labourerien-douar er vanifestadeg « Ar C’hornôg a venn chom bev ». Ur vanifestadeg all, bras hag unvan anezhi, a voe d’an 13 a viz Mae. An taol-se avat ne oa ket deuet ar studierien gant ar soñj ruzañ anezhi er straedoù : « Broudañ al labourerien da vont gant hent an emsavadeg » an hini e oant e sell d’ober. Ha mein Naoned da nijal war-zu ar prefeti neuze. An deiz war-lerc’h e voe bac’het o fatron gant micherourien Sud-aviation, an uzin gentañ ac’hubet e Bro-Frañs. Prestik e voe sac’het kement lec’h labour e Naoned.

D’ar 24 a viz Mae e voe savet komite-kreiz an harz-labour, dileuridi ar sindikajoù anezhañ, da vastañ da gement ezhomm ha da dalañ ouzh kement diaezamant a save diwar an harz-labour hollek-se. Staliet e voe en ti-kêr, kement ha diskouez splann e oa aet ar galloud kozh d’an traoñ. Diwall ar prizioù a rae ar c’homite, merañ tikiji an esañs, ober war-dro pourveziñ ar c’harterioù poblek. Ur pemzektez bennak e padas, peadra da vagañ mojenn « Komun Naoned » e memor ar bobl, ha pa oa un tamm re vras he sae d’ar baotrez moarvat.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Tudi Kernalegenn, « Komun Naoned », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/komun-naoned

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité