Kouignoù ha bleutoù Breizh

Aozer : Patrick Hervé / Genver 2021

Tost d’ar gerioù coin (korn) ha quignon eo ar ger brezhonek kouign, a dalvez kement ha gwastell, kachenn, katevenn pe bleutenn. Tammoù bouloù toaz a oa dioute er penn-kentañ, a veze lakaet da boazhañ er c’hornioù, da lâret o etre an torzhioù bara. Kouignoù, hañval awalc’h ouzh baraennoù gwellaet o zoaz gant sukr pe uioù, a veze poazhet d’an deizioù gouel pe evit an eureudoù.

Da bep korn-bro ha da bep parroz e oa – hag emañ c’hoazh – he seurt briochenn pe fouasenn. E ledenez Ruiz, da skouer, e vez treuzkaset a rumm da rumm sekred ar gochtial, un dorzh amannennet a vez aozet da deizioù gouel sent ar barroz, gouel Sant-Visant dreist-holl. Da ouel Pask e vez kaset bara dous, poazhet e forn ar baraer, gant tud ar Vro Vigoudenn d’o c’herent divroet da bell vro.

En XIXvet kantved e voe roet lañs da c’hreanterezh ar gwestell. E 1886 e teuas gant Louis Lefèvre-Utile ar soñj ober diouzh ar gwispid-mor, al lod-sec’h a veze poazhet evit ar vartoloded, traoù lipous, sukr hag amann enne. Chomet eo ront gwispid mod Breizh evel ar re gentañ bet fardet e Brest neuze, toulloù bihan enne ivez, graet gant ur fourchetezenn evit aezetaat o disec’hañ.

Ul lipouserezh  eus Douarnenez eo ar c’houign-amann, amann sal sof-kont ennañ, hag un arouez meur eus boued Breizh anezhañ.

Kouignoù-amann a veze graet gwechall eus an holl gechenn, amann sof-kont enne, a vez graet gwestell breizhat anezho. Hiviziken n’eus nemet al lipouserezh bet ijinet war-dro 1860 gant Yves-René Scordia, pastezour e Douarnenez, a vez anvet er mod-se. Bezañ zo diouti ur meskaj amann sal ha sukr a vez soubet he zoaz feuilhennek gante pa deuzont. Brudet eo ar c’houign-amann er bed-holl bremañ.

Kouignoù all zo eus an eil kêr d’eben. Gwastell mod Naoned, rom enni hag ur glerenn sukr teuz warni a zegas soñj eus an darempredoù stank a zo bet etre kêr Naoned hag an Inizi. E Roazhon e tegas stumm le Parlementin, ur gatevenn bet krouet e 1999, soñj eus Breujoù Breizh.

Gwastell mod Naoned, rom enni hag ur glerenn sukr teuz warni zo test d’ar genwerzh stank zo bet gant an Inizi, bet savet he finvidigezh diwarni gant kêr Naoned.
 

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité