Krogad diwezhañ la Cordelière

Aozer : Patrick Galliou / Gwengolo 2020

Ur garakenn 700 tonnell e oa la Cordelière – pe Marie-la-Cordelière – bet savet e 1498 en Dourdu, e pleg-mor Montroulez, diwar goulenn Anna Vreizh. Fleurenn morlu an dugelezh hag ar rouantelezh war un dro e oa honnezh, 200 kanol war he bourzh hag un akipaj 1000 den ouzh he c’has war vor. Kemer perzh a reas, e 1501, en argadenn a-enep an Durked er Mor Kreizdouar. Dont a reas Brest da vezañ he forzh-annez hag eno e teuas Anna d’he gwelout e 1505.


Renet gant Herve a Borzhmoger, un denjentil uvel a Blouarzel (29), e veze honnezh o verdeiñ war aodoù Breizh d’he diwall diouzh ar Saozon, asambles gant listri all etre 1506 ha 1512. D’an 10 a viz eost 1512 e oa bodet ur skouadrennad listri e Brest, prest da argadiñ Bro-Saoz. Taolet e oa bet o eorioù e-tal Enez Perzell, pedidi e-leizh o tont d’o gweladenniñ, pa voe kaset keloù eus donedigezh flodad an amiral Edward Thomas en Hirwazh da reiñ he lamm d’ar voradeg-se. Tec’hout a reas tost an holl vigi gall da glask repu er vorlenn tra ma c’hlipe la Cordelière ha div lestr all war-zu an enebour e-tal beg Sant-Vazhev. Taolet o gwernioù d’an traoñ da div vag saoz e voe argadet ar Regent ha kroget enni bourzh-ouzh-bourzh gant la Cordelière. War-nes bezañ trec’h war ar Saozon e oa ar Vretoned pa voe pulluc’het an div lestr gant un darzhadenn. Porzhmoger e-unan an hini a vije bet kaoz d’an taol-kaer-se hervez kont, ha pa n’eus prouenn ebet a gement-se. Diwar an 2 000 den a oa en argad-se ne voe savetaet nemet ur c’hantad anezhe.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Patrick Galliou, « Krogad diwezhañ la Cordelière », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 8/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/krogad-diwezhan-la-cordeliere

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité