Kustodoù ar Werc'hez

Aozer : Georges Provost / Mae 2023

O kerzhout e ruioù kreiz-kêr Roazhon e c'heller merzhout pegen stank eo ar c'hustodoù enno un delwenn eus ar Werc'hez Vari. Lod eus ar c'hustodoù a zo bet kleuzet er mogerioù, lod all n'int ket bet met steket ouzh an talbennoù. En ur renabl kaset da benn e 2020 e kreiz-kêr e konter ouzhpenn kant anezho. Alies int bet krouet da heul gwall-tan 1720, daoust ma kaver reoù koshoc'h. Kalz nevesoc'h eo al lodenn vrasañ anezho evelato, ha delwennoù Santez Anna, Sant Jozeb, ar Galon Sakr pe Janed Ark a c'hell bezañ goudoret enno. Met arouezius eo e vefent kavet ar stankañ tro-dro da blasenn Santez-Anna ha krec'h al Lisoù, da lavaret eo er c'harter en deus deroet e warez da Itron-Varia ar C'heloù Mat. Niverus eo ar c'hustodoù war harzoù takad ar gwall-tan : straed Sant-Erwan, rue du Vau Saint-Germain, straed Sant-Jord, straed Sant-Melan. Er ruioù adsavet e tiskouez ur c'hustod brav, d'ar 7 straed an Horolaj, an takad lec'h m'eo kroget an tan. Testeniañ a ra an testoù munut-mañ ez eus bet treuzkaset ur memor, a rumm da rumm, en deus kevredet koun an arvar ha goulenn adnevezet ar gwarez, e-pad ar brezelioù hag ar c'hleñvedoù. Aet eo lod eus ar c'hustodoù da get, kinnig a ra lod all kouezhañ en o foull abalamour int deuet da gozh ha ne ra den war o zro, met ouzhpenn unan a zo kempennet hag adnevezet didrouz. Un elfenn dibar eus glad Roazhon eo kustodoù ar Werc'hez, gant o niver bras hag an istor int un testeni anezhi.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Georges Provost, « Kustodoù ar Werc'hez », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 9/05/2023.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kustodou-ar-werc-hez

LEVRLENNADUR :

  • Aubert Gauthier, Provost Georges (dir.), Rennes, 1720. L’incendie, Rennes, PUR, 2020 (avec en particulier deux contributions de David Garrioch sur l’incendie proprement dit).
  • Charil de Villanfray Michel, Reconstitution de la propriété urbaine après l’incendie de Rennes en 1720, Rennes, Presse de Bretagne, 1923.
  • Fillaut Raymond (dir.), Rennes, des combattants du feu aux techniciens du risque, Rennes, Amicale des sapeurs-pompiers de Rennes, 1999.
  • Le Boulch Matthieu, Rennes, fabrique et formes de la ville, 1420-1720, thèse de doctorat d’histoire, sous la direction de G. Aubert et P.-Y. Laffont, Université Rennes 2, 2020.
  • Leloup Daniel, Rennes. Une capitale en pan-de-bois, Morlaix, Skol Vreizh, 2017.
  • Nières Claude, La reconstruction d’une ville au XVIIIe siècle. Rennes 1720-1760. Rennes, Université de Haute-Bretagne, Institut armoricain de recherches historiques, vol. 13, 1972.
  • Rioult Jean-Jacques, « Hôtel de ville [de Rennes] » et « Demeures [de Rennes] », in Pérouse de Montclos Jean-Marie (dir.), Bretagne : dictionnaire/guide du patrimoine, Paris Monum-Éditions du patrimoine, 2002, p. 402, 407-409.
  • Richer Antoine, Le Grand Incendie. L’incendie de Rennes de 1720, mémoire de master 1 sous la direction de Aubert Gauthier, Université Rennes 2, 2018.

WEB-LENNADUR :

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù