Labouriou ar porz

Aozer : Jean-Pierre Thomin / Gwengolo 2020

Dister eo aveadennou porz Landerne beteg penn kenta an XVIIIved kantved. Abaoe ma oa bet adsavet ar pont e 1510, o tiwall anezañ ouz tagadennou ar mor, n’eus nemed daou gae bihan e mein o tigemered eun nebeud bigi. Aocha a ra ar re all war riblou ar ster pe e strad ar ster. Posta a ra e 1693 ar gomuniez kêr 1 000 lur a-benn sevel eur hal, « evid ma hello ar hezeg diskenn êsoh e-barz ar ster da dostaad ouz ar bigi ». Lakeet eo eur raktres braz a labouriou-porz war ar stern, goude m’eo eet ar heñverzourien e penn an ti-kêr e 1721. Savet e vez dindan 50 vloaz, 800 metrad a gaeou eeun, 6 kal ha meur a zervez-arad da ober pladennou, a ra diouer e Brest, peadra da rei da Landerne aveadennou o respont da ezommou ar hoñverz. Sikouret e vez kalz al labouriou-ze gand arhant Stadou Breiz. E-touez ar porziou sikouret ar muia eo Landerne. Gelled a ra lavared neuze ar mêr Cosson e 1774 : « ar re vrava toud e-keñver re porzou koñverz ar Proviñs eo, heb mar ebed, on kaeou ». Kadarnaad a ra Cambry e 1795 : «  nebeud a gaeou a zo ken bras, ken ledan ha ken êz ha re Landerne ».

Ken stanket ma ‘z eo porz Brest gand pourveziou Marin ar roue, ne hell kinnig d’ar hoñverz nemed 300 metrad a gaeou, eun nebeud derveziou ar zun. Hini Landerne, avad, gouestlet d’ar hoñverz penn da benn, a hell digemered kalz a drafik. Dalhet e vez, e-barz magajennou ha grignolou, ar varhadoureziou ha dreist-oll pourveziou ar Marin, ma ra houmañ diouer braz anezo e penn kenta peb brezel brezeliou. Re deo dezañ neuze prena anezo d’ar priziou lakeet gand ar heñverzourien. Kement-se a zigas gounidou braz dezo.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Jean-Pierre Thomin, « Labouriou ar porz », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/labouriou-ar-porz

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité