Léa Leboissetier
Danvez-doktorez ha kelennerez war an istor a-vremañ eo Léa Leboissetier. Emañ o c'houestlañ un dezenn d'ar c'henwerzh-bale ha d'ar varc'hadourien-red e Breizh-Veur etre ar bloavezhioù 1860 hag ar bloavezhioù 1940 e skol normal uhelañ (ENS) Lyon (labourvaoù LARHRA ha CHXIX). Arbennik eo war istor al labour hag an istor sokial e Breizh-Veur, hag embannet he deus ur pennad diwar-benn divroañ tramor an Joniged. (Leboissetier, Léa. “‘Johnny Onions!’: Seasonal Pedlars from Brittany and Their Good Reputation in Great Britain (1870s–1970s).” Journal of Migration History 7, no. 2 (August 23, 2021): 85–110).