Loc’hioù ha paludoù an aod pe ur vuhez goust an halen dezhi…

Aozer : Aurélia Lachaud / Du 2020
Loc’hioù ha paludoù an aod, gwarantet douzh tonnoù ar meurvor, a zo anezhe tachadoù gleb pas gwall zon, ma tegas uhelded an dour hag ar feur-halen, cheñch-dicheñch, ur builhentez a spesadoù na gaver ket e lec’h arall. Ar produadur biologel, tost ken kreñv eno evel er begoù-stêrioù, a vag e-leizh a breizherion, en o mesk pesked hag evned-dour.

Tachadoù dourek etre douar ha mor

Lec’hiet eo loc’hioù ha paludoù an aod e izelennoù àr vord Tolzenn an Arvorig. Muioc’h zo anezhe, ha brasoc’h o ment, e kreisteiz Breizh m’eo plaenoc’h ar vro. Gwarantet eo an tachadoù gleb douzh ruster ar meurvor get irvi traezh pe bili. Neoazh e vezont pourvezet dalc’hmat, d’ar bihanañ a-goulzadoù, get dour-mor. En em silañ a ra dour ar meurvor dre zan an erv, pa vez tourmantoù-goañv pe reverzhioù. Er gwernioù kempennet get mab-den e teua dre ganolioù-lanv meret get ur sistem rañvelloù.

Ur ganol-vor. Skeudenn : Aurélia Lachaud

Plant ha loened ispisializet

En tachadoù dourek-se, pas gwall zon, e cheñch kalz ar feur halen, ha lies e vez ur prantad heskadur d’an hañv. N’eus nemet un nebeut spesadoù azasaet, a vez graet halofil anezhe (halengar) pe subhalofil (peuzhalengar), hag a c’hell kreskiñ en un endro seurt-se. Ag an nevez-hañv d’an dilost-hañv e vez goloet al lennoù-se get pratelladoù plant-dour. Meur a spesad plant a gaver a bep eil hervez ma kresk an niver a halen : blev-dour-ar-paludoù (Ranunculus baudotii), lin-dour-kornek (Zannichellia palustris), blev-kornandonez (Stuckenia pectinata), foenn-mor begek (Ruppia maritima), ha neuze foenn-mor-troellek (Ruppia cirrhosa) pa vez salloc’h an dour. Betek 700 g a vateri sec’h ha 600 hadenn dre zesimetr karrez a c’hell ar re-mañ diwezhañ produiñ e poulloù paludoù-halen Gwenrann.

A-vuzul ma tigresk ar gwiskad dour e vo kavet àr al lec’hidegoù gleb plant-bloaz izel evel ar bizied-palud (Salicornia spp.) pe c’hoazh troad-gwazi-menez-Mikael (Chenopodium chenopodioides).

Er pratelladoù plant-dour ha diàr ar stradoù priek-se e vev loened liammet get ar mor pe get begoù ar stêrioù, hag ivez spesadoù hag a vev er paludoù hepken. Amprevaned, krestenneged, blotviled ha preñved eo ar loened a gaver eno dreist pep tra. Aze c’hoazh n’eus ket kement-se a spesadoù mes stank-mat eo o foblañsoù. Ar preñved kironomed, kavet mat get un toullad preizherion, a c’hell monet betek 3500 loen dre vetrad karrez.

E-leizh a vevañs evit ar pesked hag an evned

Kreñv eo ar produadur biologel er lennoù-se, anezhe magourioù lec’h ma kresk munus ur bochad spesadoù pesked, kent dezhe monet da gavout ar mor bras. Kavet e vez enne un dek spesad bennak, èl an draenegi, ar silioù, ar pleised, pe c’hoazh ar garliz. Ar chevr Palaemontes varians, a gaver betek 280 anezhe dre vetrad karrez e paludoù zo, a vez debret get ur bern loened.

		Spanell wenn é neizhiañ e Gwenrann. Foto : Aurélia Lachaud

Ur yoc’h evned-dour a vez desachet get ar vammenn founnus-se a voued ivez. Meur a spesad ral a gav eno, hervez al lec’hioù, ar pezh a vez rekis dezhe evit neizhiañ ha magañ ar ploged. An Avosetenned mistr, ar Skaseged kof gwenn, ar Strelleged pavioù ruz, an Noueliged pikous, ar Skraviged boutin, ar Bruchedoù-glas, an Tadorned roueel, a vez kustum da neizhiañ e gwernioù-aod kreisteiz Tolzenn an Arvorig.

E prantad an divroerezh peotramant ar goañviñ e vez tolpet poblañsoù evned stank e-mesk ar spesadoù renablet er Sturiad annezoù. Loened eo a vez jiboeset get an darn vrasañ anezhe : krestenneged ha pesked bihan evit ar c’herc’heized ha spanelloù gwenn, divellkeineged a bep seurt evit an evned-lec’hid. Ar pratelladoù foenn-mor (Ruppia sp.) a ya d’ober bevañs ar Garrelied boutin, hag had ar plant halengar a vev diàrne meur a spesad houidi, evel ar C’hraged-goañv.

Er raosklegi, puilh ar c’hwen-plant ha divellkeineged arall enne, e vez degemeret ar golvaneged paludkar, evit neizhiañ pe evit diskuizhañ àr hent an divroañ.

Evned-lec’hid àr glask preizhoù. Foto : Aurélia Lachaud.

Meteier naturel gwarantet a-dost

Gwarantet/renablet e vez al lec’hiadoù-se e meur a feson, en sell da virout al liesseurted biologel a gaver enne. Emañ an niver a spesadoù e dalc’h al liammoù-dour etre lenn ha mor bras, hag ar mestroniet ma vez kalite an dour.

Gwelet e vez al loc’hioù evel tachadoù prizius evit gouarn al liesseurted dre ar Sturiad annezoù, rak ral int hag en arvar emaint e kumuniezh Europa. Lod-kaer ag an toleadoù dourek-se zo neuze er rouedad Natura 2000, evel Gwernioù Breizh (85/44), paludoù Gwenrann hag ar Mès (44), gwernioù Mor Bihan Gwened (56), gwern Trevignon (29), ar Mor gwenn e Mousterlin (29), Kergalan e bae Gwaien (29).

 

 

Troet diwar ar galleg gant : Patrick Dréan

TRAOÙ TALVOUDUS DA LENN

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité