Diaes-mat eo kompren ar pouezh o deus bet ar Vrezelourien gozh e kevredigezh ar Frañs hag e hini Breizh er bloavezhioù 1920, p’emaomp ur c’hantved goude. Un aotrou e oa prezidant ar Vrezelerien gozh er c’hêrioù bihan, evel ma veze ar mestr-skol, ar person, ar medisin hag ar maer. Ur plas a-bouez o doa ar c’hevredigezhioù er vuhez sokial da neuze, hag aozet e veze lidoù-koun ganto, met ivez banvezioù, balioù, lotoioù a zegase gwenneien a veze roet penn-da-benn d’ar soudarded kozh en dienez.
Unvaniezh ar re c’hloazet o dremm, a veze gret «An Dremmoù Torret» outo, ne chome ket diavaez an dro-spered-se, er c’hontrol zoken, pa oa bet e penn-kentañ al Loto, gant kevredigezhioù ar soudarded dall ha re ar soudarded mac’hagnet gant ar brezel. Anavezet mat eo ar c’hoari hiriv an deiz c’hoazh, pa glask meur a hini tapout al « lodenn vras ».Ne oa na bouloù na niverenn ouzhpenn e 1931, met ur « rakpren broadel », hag un tombola ouzhpenn. « An Dle » a veze graet eus ar c’hoari-se, ha ne oa ket abalamour da stad arc’hant ar Stad, met evit derc’hel da soñj eus an dle didorrus paket war chouk ar Vro e-keñver ar Vrezelerien gozh, ha muioc’h c’hoazh ouzh ar re vac’hagnet.
Ur c’houlzad kehentiñ modern-tre a oa bet gouestlet d’ar « rakpren broadel », dre ur skritell bet savet gant an tresour brudet-kaer Paul Colin, e-touez traoù all. En ur pennad d’ar gelaouennerien bet embannet d’an 8 a viz Here 1931 gant Ouest-Éclair, e oa bet displeget o difrae gant ar Pennoù Torret :
« Sur a-walc’h ho peus bet tro da welet, war an talbennoù gouestlet d’ar bruderezh e pep kêr, bras ha bihan, ur skeudenn didrouz e-mesk ar bruderezhioù liesliv a-vilieroù a embann talvoudegezh danvezioù ar c'henwerzh hag an industriezh. Didrouz eo, ha fromus koulskoude oberenn [Paul] Colin : war ur foñs marlouet e tistag korf bas un den yaouank ha kreñv. Diskouez a ra bezañ kammet e gorf evel hini ur merzher koulskoude. Hag ouzh e zivskoaz n’eo staget ken met daou voñs astennet evel war ur groaz, pezh a chom eus e zivrec’h... Pleget war e vruched, e benn hep fri na muzelloù, met daou doull du, an noz peurbadel enno e plas e zaoulagad lec’h ma baree ar gouloù ....
N’eo ket ur c’helan koulskoude ar reuzeudik a gorf-se, santout a reer ar vuhez o talmañ en e vruched ha flammenn e soñjoù o virviñ a-dreñv da deñvalijenn poulloù goullo e zaoulagad. [...] »
M’eo gwall splann ar gemennadenn e chom luziet labour an istorourien memestra. Penaos e c’heller displegañ ar berzh en deus graet ar c’houlzad -se ? Hag-eñ e ranker gwelet aze ur sell truezus en ur mod trema ar soudarded mac’hagnet o dremm, pe ne vefe aze netra ouzhpenn ar gwall c’hoantegezh ? Diaes da c’houzout, met bras e voe ar berzh graet gant an «Dle», ha daou vloaz war-lerc’h, e 1932, e voe savet al Lotiri Broadel gant ar Stad. Hag ingalet ar gounidoù etre ar vrezelerien gozh eus un tu, hag ar re paket gant gwall reuzioù al labour-douar.