Louzeier ha louzaouiñ e Breizh

Aozer : Christophe Auray / Genver 2021
Bras eo perzh al louzeier e medisinerezh pobl Breizh. Graet e veze gante evit pareañ a bep seurt kleñvedoù tud ha loened. Diwar testenioù tud diwar ar maez ha dastumadegoù folkloristed an XIXvet kantved e c’heller adkavout ul lodenn eus al louzaouerezh-se.

Anavezout al louzeier

Dastumet e vez bleuñv skav (Sambucus nigra) da Ouel Yann da greisteiz pe eus an eil Gouel-ar-Sakramant d’egile. Bervet e vefont d’ober dour-louzoù da bareañ kleñvedoù ar c’hroc’hen. © Christophe Auray – Pep gwir miret-strizh.

Dastumet e vez al louzeier-pareañ er gwenodennoù, er pradeier ha diwar ar c’hirzhier. Tro d’an tier avat e kaver ar pep brasañ anezhe, e lec’h ma vez aezet o anavezout. Lod anezhe, roueshoc’h, a vez gounezet el liorzh zoken.

Dre gomz, a zen da zen e vez treuzkaset ar ouiziegezh-mañ. Alies e vez kaoz en hengoun eus santadurioù an dud bet louzaouet e-giz-se. Diouzh he doare, diouzh he liv ha diouzh he c’hwez, hep mank ebet, e vez taolennet pep louzaouenn hag he c’hefridi-pareañ. Afer-se ez eo talvoudus ar skrid evit sikour anavezout al louzeier ha streviñ ar sevenadur stag oute.

Pareañ kleñvedoù

Eoul kantoull (Hypericum perforatum) - Soubet e vez bleunioù kantoull en eoul-plant ha laosket e vez an dourenn-se da dommheoliañ 40 devezh goude-se, betek ma teuio da vezañ ruz. Pareañ an devadennoù har ar goulioù a c’hellor ober neuze o ledañ anezhi warne. © Christophe Auray – Pep gwir miret-strizh.

Evit fardañ ul louzou-pareañ e ranker dastum louzeier, o mirout hag o aozañ. Diouzh koulz ar bloaz ha diouzh deiziadoù strizh e vezont dastumet : en Nevez-hañv e vez dastumet c’hwervizon ; da Ouel-Yann pe da Ouel ar Sakramantoù e vez dastumet skav.

Lakaet e vez ar pep brasañ eus al louzeier-se da zisec’hañ evit ma c’heller ober gante seul taol ma teu ar c’hleñved war-wel. Reoù all a vez miret en alkol (delioù-bleuñv lis) pe en eoul-plant (bleuñv kantoull).

Diouzh ar c’hleñved emañ pep louzaouenn hag ar mod d’ober ganti. An tizanoù (dour-bervennoù) a vez implijet an aliesañ. Evet e vezont (iliav-douar) pe ledet war ar boan (skav war ar c’hroc’hen, takennoù dour bokedoù-glas war an daoulagad). Gant tretoù pe pegoù a vez graet kentoc’h war goulioù diavaes ar c’horf (kroc’hen, bloñsadenn, arouez-laezh). Ul lodenn eus ar plant a c’heller lakaat war-eeun war ar gouli (krampouezh-mousig war ur gouli, chug louzaouenn-ar-gwenanennoù war ar…gwenan). Kataflamoù a veze graet alies gwechall evit soagnañ poanioù ar c’hoiñ pe an alaniñ, re an dud koulz ha re al loened. En deizioù a-vremañ avat e kaver gwell soagnañ poanioù an analiñ dre enanaladennoù (tin, rosmani, skav).

Remedoù hud Breizh

Ur groaz agroaz (roz-agroaz, roz-amgroaz, roz-ki…) – (Rosa canina) bet savet gant ur pareour darvoued eus ar Morbihan. Tachet e veze seurt kroazioù a-us toull-dor ar c’hrevier da soagnañ ar saout a oa savet ar wallenn-se en o c’hroc’henn. Foto gant C. Auray

An arvezegezh zo dezhi remedoù ne c’hell ket ar skiant degemer avat. Strevet e vezont gant forzh piv pe gant hiniennoù zo, pareourien, gwellaerien, diskonterien hag all, brudet evit bezañ arbennik war an droug-mañ-droug. Sifroù ha lunioù (ar groaz paneveken) a gaver dreist-holl en doareoù-pareañ kuzh-se, a reer gante en ur zibunañ pedennoù pe en ur sellout ouzh al loar-gann pe ouzh an heol o sevel.

An arvezegezh zo dezhi remedoù ne c’hell ket ar skiant degemer avat. Strevet e vezont gant forzh piv pe gant hiniennoù zo, pareourien, gwellaerien, diskonterien hag all, brudet evit bezañ arbennik war an droug-mañ-droug. Sifroù ha lunioù (ar groaz paneveken) a gaver dreist-holl en doareoù-pareañ kuzh-se, a reer gante en ur zibunañ pedennoù pe en ur sellout ouzh al loar-gann pe ouzh an heol o sevel.

Karned ur pareour loened eus Kornon (Morbihan) en XIXvet kantved. Diwar un almanak e oa bet adskrivet gant an arvezeg-se. © Christophe Auray – Pep gwir miret-strizh.

Evit a sell ouzh arvezegezh al loened e veze lakaet bokedoù a-ispilh er c’hrevier evit kas ar c’hleñvedoù-red kuit, an darvouez paneveken. Evit soagnañ kleñvedoù-kroc’hen an dud e vezent implijet ivez avat : dindan dorchenn ar gwele e vezent lakaet neuze.

En em dreiñ a ra dibaouez implij al louzeier gant ar vedisinerezh. Diouzh ar c’hiz emañ  zoken p’emaer muioc’h-mui o klask adperc’hennañ gouiziegezh bet an dud diwar ar maez, asambles gant drammoù nevez deuet war ar marc’had, dourennoù-anien paneveken.

 

Teul bet troet diwar ar galleg gant Jean-Do Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Christophe Auray, « Louzeier ha louzaouiñ e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 13/01/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/louzeier-ha-louzaouin-e-breizh

Levrlennadur :

  • Amir M., Mansion D., Nicolas J.-P., Vieux remèdes de Bretagne, Rennes, Ouest-France, 2007.
  • Auray C., Traditions et maladies des animaux en haute Bretagne, thèse de doctorat vétérinaire, Nantes, 2001.
  • Auray C., Enquête sur les remèdes traditionnels en Bretagne, Rennes, Ouest-France, 2011.
  • Auray C., Remèdes traditionnels de paysans, Rennes, Ouest-France, 2014.
  • Blain J., « Quelques exemples de thérapeutique vétérinaire populaire », Ethnozootechnie, n° 57, 1996, p. 51-58.
  • Daniel L., Les plantes médicinales de Bretagne, Rennes, Imprimerie de l’Ouest Éclair, 1924.
  • Collectif, Flora armorica, Savoirs populaires sur la flore en centre ouest Bretagne, Carhaix-Plouguer, Phisale graphic, 2011.
  • Giraudon D., Traditions populaires de Bretagne. Du chêne au roseau, Fouesnant, Yoran Embanner, 2010.
  • Orain A., « Traditions populaires de l’Ille-et-Vilaine : remèdes de bonnes femmes », Revue du traditionnisme français et étranger, 1907 : p 329-331 ; 1908 : p 9-12.
  • Orain A., Folk-lore de l’Ille-et-Vilaine de la vie à la mort, Paris, Maisonneuve, 1897-1898.
  • Rolland E., Flore populaire ou Histoire naturelle des plantes et leurs rapports avec la linguistique et le folklore, 11 tomes, Paris, 1896-1914.
  • Sébillot P., Traditions et superstitions de la Haute-Bretagne, Paris, Maisonneuve frères et Ch. Leclerc, 1882.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité