Madoù nevez war marc’hadoù Europa

Aozer : Gael Briand / Gwengolo 2020

Ur bazenn nevez war-zu ar bedeladur eo bet diorroadur Kompagnunezhoù an Indez, e Bro-Frañs koulz hag e Breizh-Veur hag en Izelvroioù. Dilestret e veze e porzhioù-mor Europa madoù nevez ha ledanet e voe o implij er gevredigezh tamm-ha-tamm : pebr ha spisoù dre vras, kafe, te ha lienaj (kotoñs Indez, seiz…) Kement ha ken stank ken « e voe lakaet en arvar ar gwiaderezh gloan ha lin en Europa gant diorroadur implij al lienoù kotoñs » hervez Philippe Haudrère. Ken buan en em astennas implij an danvezioù-se ken e rankjod embann reolennoù da grennañ ar gwerzh anezhe… ar pezh ar vroudas ar marc’had kuzh, e Breizh dreistholl, dre ma arrue ar varc’hadourezh en he forzhioù. Diskouez a reas ur renabl bet graet e Naoned  e veze kavet eus ar varc’hadourezh berzhet-se en holl renkadoù eus ar boblañs. Hervez an istorourien Gérard ar Bouedeg hag Eugénie Margoline-Plot « ec’h eas al lienaj kotoñs hag ar spisoù o tont eus Indez hag eus Bengal d’ober 75% eus priz ar gwerzhioù da vare eil Kompagnunezh an Indez ».

Madoù enporzhiet all a veze priziet-mat, rikoù klinkerezh ha pezhioù arz Azia paneveken hag a oa tud zo sot gante d’ar c’houlz-se. Kalz a borselen a veze enporzhiet betek fin an XVIIIvet kantved. Neuze e koazhas ar priz a veze lakaet warne, dre ma oa bet mestroniet an teknik en Europa ken ne oa ket dav enporzhiañ kement-se dioute ken. Enporzhiadennoù souezhusoc’h a oa bet ivez evel an tigred bev bet dilestret en Oriant en XVIIIvet kantved, hag ur frikorneg zoken, e 1770 !

Diwar monopol ar c’henwerzh-se « ec’h ae ar pep brasañ gant peder c’hêr vras, Naoned, an Oriant, Pariz ha Sant-Malo, a veze prenet gante 90% eus ar c’hafe, 92% eus an te, 63% eus ar pebr, 60% eus ar spisoù all, 73% eus ar seiz, 71% eus al lienoù gwenn, 72% eus al lienoù livet, 80% eus ar paper livet, 72% eus ar porselen, ha 88% eus ar c’habaredoù gwerniset » eme Gérard ar Bouedeg hag eugénie Margoline-Plot. Darvoudoù meur e oa eus ar gwerzhioù er c’hêrioù-se, rak sachet e veze gante marc’hadourien hag a zegase pinvidigezh d’ar c’hêrioù-porzh bet dibabet gant ar Roue o feurmiñ kambreier el letier hag o vont d’ar c’hoariva. Kreskiñ a reas ar c’henwerzh bihan d’e dro, dre stalioù arbenikaet. Un ekonomiezh dalc’het-strizh e oa diouti, met un ekonomiezh memestra.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gael Briand, « Madoù nevez war marc’hadoù Europa », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/09/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/madou-nevez-war-marc-hadou-europa

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité