Maki Sant-Varsel (6-18 a viz Even 1944)

Aozer : Christian Bougeard / Eost 2020
Unan eus brasañ makioù, koulz ha reoù les Glières, le Vercors pe le Mont-Mouchet, hollvrudet war-lerc’h an Dieubigezh eo maki Sant-Varsel, bet savet damdost da Valestroit, er Morbihan, e kreizig-kreiz lanneier Lanvaoz. Ha pa ne oa padet nemet dek devezh e oa bet hennezh brasañ maki Breizh e lec’h ma oa savet degadoù a strolladoù paotred ar strouezh e miz even hag e miz Gouere 1944.

Un diazad harzlammerien aet da vaki

Divizet e oa bet gant ar Re-Unanet kas taolioù tarvañ bras e Breizh evit aezetaat an Dilestradeg e Normandi (taol Overlord) ha mirout ouzh an Alamanted a gas bagadoù harpañ war an talbenn. N’o doa ket ar re-se kalz a fiziañs e rezistanted Breizh avat ; hag int neuze teurel 475 harzlammer gall ar 4th Special Air Service (pe an 2e RCP evit ar Frañsizien), renet gant ar C’horonal Bourgoin, a veze graet ar Mañkard anezhañ, adalek noz ar 5 a viz Even 1944 ; lod anezhe e Duod, e departamant Aodoù-an-Hanternoz (taol Samwest), lod all e Sant-Varsel er Morbihan (taol Dingson) ha 18 skipailh tarvañ an hentoù-houarn (taol Cooney parties)  a oa da vezañ perzh eus ar c’houlzad Dingson goude-se.

Al letanant Pierre Marienne ha harzlammerien c’hall ar 4re SAS o c’hourdoniñ e Breizh-Veur. Kent bezañ taolet e Breizh adalek ar 6 a viz Even 1944 e oa bet an SAS-se o c’hourdoniñ start e kamp Camberley e Bro-Skos. E penn unan eus an daou stickad 9 den kaset da staliañ diazad Sant-Varsel e oa Marienne. Gant Aotre Mirdi Sant-Varsel ar Rezistañs e BreizhRenet gant al letananted Marienne ha Deplante, ne dapas an daou stickad SAS kentañ tizhout Sant-Varsel nemet d’ar 7 a viz Even d’abardaez, dre ma oant arru d’an traoñ pell-awalc’h eus an dachenn-zouarañ Baleine, bet sertifiet pell a oa, ha dre ma oant bet taget kerkent gant an Alamanted - Kentañ gwaz bet lazhet da goulz an Dilestradeg e voe moarvat, e Plumeleg,  ar penn-kaporal Émile Bouétard, eus departamant Aodoù-an-Hanternoz – Souezhet e voe an SAS o kavout e La Nouette, atant ar re Pondard, ur greizenn-ren bet savet war ar prim ha strolladoù FFI a oa savet diouzhtu da heul galv an emsavadeg, gante ar C’horonal Morice (Paul Chenailler), penn-departamant an FFI.

Miliadoù a rezistanted a zeuas war-zu Sant-Varsel an deizioù war-lerc’h. En e gemennadenn radio gentañ, d’an 8 a viz Even, ez embanne Marienne bezañ « mil entanet gant an aozadur hag e varregezh divent ». An deiz war-lerc’h, bras un tamm e sifroù gantañ moarvat, e tisklêrie da Vourgoin : « 3 500 den frammet evel m’eo dleet a zo ouzh ho kortoz ». Kendeuziñ a reas rezistañs diabarzh Breizh ha harzlammerien SAS, war an dachenn, kuit a raksoñj ebet. Bep noz e kouezhe etre 150 ha 200 endalc’had armoù diouzh an oabl (640 anezhe d’an 13 a viz even, kement ha 170 tonenn en holl), peadra da armañ tri pe bevar mil den eus bagadoù FTP ha FFI ar Morbihan. Ur gwir kamp gwarezet an hini a voe savet e Sant-Varsel, ennañ ur voserezh, ur fornerezh, hag un tredanerez da vagañ ar skingaserioù radio.

Emgann Sant-Varsel (18 a viz Even 1944) ha heskinerezh spontus an Alamanted

Ne c’helle ket kement ar chare chom hep sachañ evezh an Alamanted o doa graet o soñj distruj makioù niverus Breizh, hini Duod da gentañ, d’an 12 a viz Even. Ken arvarus e oa deuet bodañ kement-se a dud armet ken e voe roet urzh gant Londrez, e noz ar 17 a viz Even da zivodañ ar maki ha da stagañ gant ar brezel-hisañ. Re ziwezhat e oa avat : d’an 18 a viz Even 1944, abred diouzh ar beure e voe arsailhet kamp Sant-Varsel (1 600 devezh-arat) gant an Alamanted. 2 400 den a oa eno (diaes goût e gwirionez) o vont d’ober tri bagad FFI sterniet gant 200 SAS. An devezh-pad e padas emgann Sant-Varsel, gant harp kirri-nij ar Royal Air Force zoken. War-dro dek eur noz e tapas paotred ar strouezh diskregiñ ganti hag en em streviñ gant sikour tud ar vro. Lazhet e voe 28 rezistant, 6 SAS en o zouez (60 den a voe gloaziet, 15 a voe tapet gant an enebourien) tra ma vije bet kollet etre 300 ha 560 eus o soudarded gant an Alamanted hervez kont, kuit a resisadenn ebet digante. An deizioù war-lerc’h e voe kaset rastelladegoù bras gant an alouberien, harpet gant archerien c’hall gwisket e mod an harzlammerien ha gant milisianed c’hall ha vreizhat ar Bezen Perrot. Paket e voe gante lod eus ar c’huzhiadelloù armoù, plantet tan e atantoù hag e kêriadennoù zo (Sant-Varsel), harzet, jahinet, heskinet ha lazhet didruez harzlammerien, rezistanted ha tud diarm.

Dans les jours qui suivent le repli et donc la destruction du maquis de Saint-Marcel, les Allemands et leurs supplétifs incendient partiellement le bourg de la commune et se livrent à de terribles représailles contre la population civile tout en pourchassant les maquisards et les parachutistes. Crédit : Musée de la Résistance bretonne de Saint-Marcel.
Ur c’hwitadenn e oa strategiezh ar Re-Unanet sevel makioù bras bodañ enrollidi, pa oant savet war ar prim dreist-holl, evel hini Sant-Varsel, ha pa dapas ar pep brasañ eus ar stourmerien en em dennañ e-maez ar roued memestra ; bras e voe efed sikologel emgann Sant-Varsel evit afer-se rak diskouez a reas, evit ar wech kentañ er parzh-norzh, e c’helle ar Rezistañs, armet ha frammet gant soudarded a-vicher derc’hel penn ouzh an Alamanted en un emgann tal-ouzh-tal. Siellet eo bet eñvor ar Rezistañs hag an Dieubidigezh e Breizh gant maki Sant-Varsel. Eno emañ mirdi ar Rezistañs e Breizh abaoe 1984, ul lec’h kreñv anezhañ evit an eñvor hag an istor, troet d’an deskiñ, hag a zo da vezañ nevesaet ha resisaet en ur mod skianteloc’h.

lEVLENNADUR :

  • Leroux Roger, Le Morbihan en guerre - 1939-1945, Mayenne, Joseph Floch éditeur, 1978.
  • Andersen Bö Patrick et Bertin François, Le maquis de Saint-Marcel, Rennes, éd. Ouest-France, 1998.
  • Bougeard Christian, « Le maquis et la bataille de Saint-Marcel (18 juin 1944) : Événement marquant et lieu de mémoire de la Seconde Guerre mondiale en Bretagne », in Le Page Dominique (dir.), 11 batailles qui ont fait la Bretagne, Morlaix, Skol Vreizh, 2015, p. 333-356.
  • Gourrier François et Lagadec Yann, « La libération du Morbihan, un laboratoire pour les forces spéciales alliées (juin-août 1944) », Mémoires de la Société polymathique du Morbihan, 2005, p. 229-249.

 

Filmoù 

Témoignages des habitants de Saint-Marcel ayant vécu les évènements de la bataille de Saint-Marcel en Morbihan le 18 juin 1944.


Webdok :

    Les Résistances, webdoc réalisé par F3 en 2015. Il se compose de courts et moyens-métrages, de témoignages d’acteurs, encadrés par un commentaire historique.

     

    Pennadoù skrid en linenn

     

    Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité