Matilin an Dall

Aozer : Michel Colleu / Eost 2020

O soniñ, evel meur a zen dall, e veze gounezet e damm kreun gant Mathurin Furig, bet ganet e 1789 e Kemperle, ha pa oa bugel c’hoazh. Hervez kont « Le Publicateur des Côtes-du-Nord » an 23 a viz even 1838, e teue brav gantañ, ouzhpenn an « oboe », an dreujenn-gaol, ar bourdon, ar violoñs, er fleüt hag ar sarpant. Kement-mañ a zegas da soñj deomp e oa-eñ ur c’hwiteller ampart ivez. Diwar soñiñ bombard avat e tape gounit e vevañs. Brudet e oa dija e 1815, pa sone asambles gant ar biniaouer Yann ar Chapel (Jean Pondré, ez-ofisiel) eus Lokunole. Un tregont vloaz bennak eo bet an daou gomper-se o soniñ asambles o-daou.

En he barr e oa ar romantelezh d’ar c’houlz ma sone ar muzisian-se diwar ar maez, meulet hag azeulet gant ar folkloristed kentañ. Deuet da vezañ ur serten skeudenn eus Breizh, evel ma plij d’ar pennoù-bras, e sonas dirak Napoleon bihan e 1858. O pediñ Matilin an Dall e oa sur an aozourien d’ober berzh… met ker e kouste dezhe ! N’eo ket bet laeret e vrud gant ar paotr, a embanne c’hoazh er memes pennad-skrid embannet e 1838 : Il a fait mille fois ses preuves en plein vent […] Les sons pleins, hardis et toujours justes qu’il tire [de sa bombarde] annoncent un musicien de naissance qui a travaillé constamment à son art avec goût et passion, et qui en connaît parfaitement les ressources.  E 1859 ec’h eas da Anaon « Priñs sonerien oboe Breizh », evel ma rae ar c’hazetenner-se dioutañ. Gouestlet zo bet ur sal dezhañ e mirdi Kemperle.

Poltred Matilin an Dall, sañset,war golo al levr « Galerie armoricaine, Costumes et vues pittoresques de la Bretagne » gant Hippolyte Lalaisse ha Benoist, Naoned ; Charpentier tad ha mab embannerien, 1844-1846. Dastumad Mirdi breizhat an departamant, Kemper. Foto Mirdi breizhat an departamant / Serj Goarin

Savet zo bet sonioù ha tonioù d’e enoriñ. An hini bet savet war-dro 1850 gant an abad Yann kere, bet kure Rieg (bro orin ar familh Furig) eo an hini brudetañ :

Me eo Matilin an Dall
Ar bombarder laouen
A lak an dud da zañsal
Diwar va barriken

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Michel Colleu, « Matilin an Dall », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/matilin-an-dall

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité