Gant gloan e vez savet kabigoù an aod , ha dizintrus e vezont, diaveler ha tomm ouzhpenn-se, daoust ma n’int ket doublet. Warno e kaver ur c’habuch, skoazioù hag ur c’hodell gof, a dalvez da wareziñ e zaouarn. Ar mezher a ya d’ober ar c’habigoù, a veze graet «frok» dioutañ gwechall, zo didreuzus dre m’eo bet kommet ha gwiadet start-tre. Kranellet eo bordoù an danvez evit mirout ma bilhoustennfe. Dre ma veze a liv kriz e veze graet «kab gwenn» deus outo gwechall, a-raok ma teufe an anv «kabig» da gemer e blas tro ar bloavezhioù 1950. Degaset e oa bet al livioù glas ha ruz d’ober ar bordoù a oa arouez an embregerezh Morin e Dieulefit e departamant an Droma, ha kemeret o doa plas mezher o tont eus Montalban (Tarn-ha-Garona) hag an Isèra, just war-lerc’h ar brezel. E Bro-Leon e veze ar c’hemenerezed oc’h ober gant ar mezher-se a zeue eus gevred ar Frañs, hag e kinklent tu-raok ar c’habigoù gantañ, betek ma voe dilezet gant an embregerezh Morin er bloaz 1959.
Mezher eus a-bell
MENEGIÑ AR PENNAD
Aozer : Pascal Aumasson, « Mezher eus a-bell », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 10/11/2022.
Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/mezher-eus-a-bell
Aozer : Pascal Aumasson
Observateur des cultures populaires, Pascal Aumasson, conservateur du patrimoine honoraire, a dirigé les musées d’art et d’histoire de Saint-Brieuc, le port-musée de Douarnenez, le musée de Bretagne à Rennes et le musée des beaux-arts de Brest métropole. Il est l’auteur de publications rapprochant les sources des sciences humaines, dans lesquelles les objets de collections patrimoniales sont confrontés à des récits de vie (aux archives…), dans une conception de l’histoire comme approche du changement plutôt que comme une science du passé.