Mirva ar c’hozh traoù

Aozer : Anthony Hamon / Here 2020

Hervez pennoù-bras ar c’hêrioù e oa eus ar brezhoneg hag eus al lanneier, asambles o-daou, merk dilañs al labour-douar ha gouezoni Breizh. Abaoe ma oa degouezhet an hent-houarn e Roazhon e 1857 e tisac’he an estrañjourien e Breizh… hag abalamour d’an diouer a hentoù ne c’helle ket ar veajourien-se tremen hep gwelout ar vro evel ma oa. Evel-se, d’an 11 a viz c’hwevrer 1870, e kredas unan dioute, Louis Estancelin, depute an Normandi ober eus Breizh « ur vro gollet » ; hag eñ ha disklêriañ kement-mañ c’hoazh : « Degouezhout a reas ganin faziañ hent en un tu bennak e Breizh. Div eurvezh-pad e oan bet anez kaout unan hag a ouije galleg hag a vije bet kat da ziskouez ma hent din ». Pennfolliñ a rae ar veajourien gant ar skoilhoù a oa eus ar brezhoneg hag al lanneier, evel pa vije anezhe roudoù prantadoù tremenet teñval ha spontus.

Ne oa ket disi avat ar selloù a veze taolet ouzh Breizh neuze… hag ouzh hec’h annezidi gwashoc’h c’hoazh. E 1886, da skouer, ne voe taolennet gant enklasker ar gouarnamant nemet ar Vretoned a oa o chom en toleadoù « warlerc’hiet », sañset. « Er Morbihan - a skrive-eñ – « ec’h a c’hoazh ur braz eus an douar gant al lanneier » ha «ne veajer ket na ne zispigner nemeur ; diwar nebeud e vev ar beizanted, tresoù rust warne, onest, troet d’ar relijion, pennek ha dous peurliesañ pa ne vez ket troet o fennoù gant evajoù kreñv a gustumont evañ betek re ». Gwriziennet mat e oa dija mojenn alkolegezh ar Vretoned en o skeudenn diavaez. E 1854 e tisklêrias eskob Kemper kement-mañ : « Pobl Breizh, kentañ pobl ar bed a vo ac’hanout pa dapi tremen e-biou da toull-dor un davarn anez chom a-sav eno. » Pelloc’h c’hoazh e skrive an enklasker parizian-se, feal da deorienn an hinoù bet displeget gant Montesquieu ha reoù all, e oa ken hañval ar Vretoned d’o endro ken e vezent kemmesket gant ar maezioù tro d’o zro. E departamant ar C’hotunor, emezañ en e zanevell : « O dilhad zoken, dishañval eus an eil lec’h d’egile, teñval a-wechoù, farv gwechoù all, dezho stummoù a c’hiz-kozh ha dibar, a daol war ar vro-se skeud ar gened hag ar ouezoni war un dro ».

Mirva ar c’hozh traoù e Breizh e  oa ar brezhoneg hag al lanneier hervezo eta, abaoe kantvedoù ha kantvedoù. Gant-se e oa splann ne c’helled ket tremen hep modernaat al labour-douar evit treuzfurmiñ ha « sivilizañ » Breizh. E 1867 ez embannas « Le journal d’agriculture pratique » e felle dezhañ « ne vije ket a lanneier ken, a c’heunioù, a dud dilabour en o bro, a binvidigezh laosket e fraost, met birvilh ar mennozhioù, an traoù hag an dud e pep lec’h ». Ar memes bloaz ez embannas ar gazetenn-se c’hoazh « e rank kelennadurezh al labour-douar bezañ kaset war-raok asambles gant hini ar galleg ».

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Anthony Hamon, « Mirva ar c’hozh traoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 22/10/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/mirva-ar-c-hozh-traou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité