Morvan, ar roue rebeller

Aozer : Gael Briand / Here 2022
Nebeut-nebeut a dra a ouzomp a-zivout ar roue Morvan — peotramant « Murman » —, pa vo lavaret. An dielloù diwar e benn, ral-tre anezho, a zo deuet betek ennomp pe a-berzh Franked — treut ar chañsoù e vije bet poltredet kaer enno eta — pe a-berzh Kervarker e Barzaz Breiz, sed dre ur sell barzhoniel ha romantel. Savet ma ’z eo bet an eil mammenn diwar un dastum kanaouennoù pobl, n’eo ket aes fiziañ enni evel pa vije gwir istor anezhi, na pa weler pegement a gammamzeriañ zo el lodenn anvet Morvan Lez-Breiz (marc’heien houarnwisket, kreñvlec’hioù, meskaj marevezhioù ha lec’hioù…). Betek e lesanv « Lez-Breizh » (da intent evel ur « skoazell da Vreizh ») ne oa bet roet dezhañ e gwirionez nemet e deroù an XIXvet kantved. Lennegezh hag istor ne vezont ket bepred ur c’hement, ha n’emeur ket gwall bell eus « romant ar vro ».

Dre lenn kronikennoù ar Franked koulskoude e weler splann e oa Morvan un den a-bouez. Skoet e vezer dreist-holl gant un dra, pa vez anv eus an haroz damvojennel eus Ledaw (anv Breizh a-raok an XIvet kantved, Létavie e galleg) : e istor a seblant bezañ hini fin e vuhez hepken, e 818. E parrez Prizieg eo e vije bet ganet, hervez kont. Mab da biv e oa avat ? Petra en deus graet kent mervel ? Ger ebet war se en dielloù… E-mesk an teorioù gwall stank a zo diwar-benn ar « roue »-se, menegomp amañ an hini a lavar e vije bet tad pe tad-kozh da Nevenoe. Peogwir ez eo dre herezh e tremene kargoù komandiñ ar Vreizhiz, e c’heller martezeañ e oa Morvan e-unan mab d’ur roue, pe da vihanañ ganet en ur familh eus an noblañs vreizhat. Ur wezh c’hoazh e ranker diwall amañ da gammamzeriañ an traoù : ar pezh a oa ur roue breizhat pe ur mac’htiern (un termen implijet gant an impalaerezh roman) da neuze a zo da grediñ e oa just heñvel ouzh un aotrou er Grennamzer, unan a oa mestr war an tiriad ma oa barrek da ren, sed ar Poc’her moarvat. Goude ma reer ur beskont a Leon anezhañ e Barzaz-Breiz, ez eo kalz gwirheñveloc’h e vije bet dilennet Morvan gant ar « rouaned » all evit ren ar brezel a-enep ar Franked. Peogwir e oa ar gontelezh unan eus liveoù melestradurel ar Franked, e c’heller dalc’her douetañs e vije bet kontelezhioù en tu-mañ eus marz Breizh.

Rak d’ar c’houlz-se n’emañ ket Breizh da vat, pa vo lavaret, dindan aotrouniezh ar Franked. Klemm a ra Loeiz an Deol pelloc’h tra-penn « e labour Breizhiz an douaroù hep paeañ tamm pennwir ». Divroañ a reont d’an douar-bras etre an IIIde hag ar VIvet kantved goude Jezuz-Krist, e gwirionez, ha moarvat gant asant an impalaerezh roman, da vat  e-kreiz e semplidigezh d’ar mare-se. Rak Breizhiz a zo anezho ur bobl vrezelgar o talc’her penn d’an aloubadegoù barbar, re ar Saksoned en degouezh-mañ. Poseve e felle d’an impalaerezh roman diwall diouzh ar re-se dre lakaat Breizhiz da sevel ur seurt Stad-skurzer.

Chef et guerriers francs. Dessin d'Henri Philippoteaux. Musée de Bretagne : 2017.0000.4688.

Ha pa chomfe tud penn-ar-bed –se da rebelliñ ouzh an impalaerezh karolingat, ret eo lavaret evelato e teu a-benn meur a wezh armeoù Karl Veur da lakaat o mac’htierned da sujañ, da gentañ e 786, da c’houde e 799 hag e 811, a-raok brezel 818. Testeni zo eus meur a roue bet trec’het c’hoazh a-raok Morvan : Milio hag Argaut e 786, Rivod e 799, ha neuze Jarnhitin eus Bro-Ereg (Bro-Gwened) e 814. E penn o armeoù, Wido, kont a Naoned hag e vreur Frodoald, kont a Wened, aotrounez o-daou e marz Breizh, a zo trec’h war ar rouaned na oa ket bet lakaet c’hoazh ar peoc’h da ren ganto. Mervel a ra Frodoald e 814 ha Wido e 818, o lezel e niz, ar c’hont Lambert, e karg eus ar marz.

Diwar goulenn hemañ eo, just a-walc’h, e vo kaset soudarded da vrezeliñ e 818 : ingal-ingal e vez argadet ar marz gant Breizhiz, setu ez eo dav lakaat un echu d’an dra-se. E-skoaz ma ouie Karl Veur chom du-hont en Aachen ha lakaat e dud war al lec’h d’ober war-dro, Loeiz an Deol e-unan eo, ur wezh aet da impalaer e 814, a vo e penn an armeoù e 818. « E vije deuet an Impalaer war al lec’h, kement-mañ a ziskouez splann e kave dezhañ e oa nec’hus a-walc’h an dañjer a c’helle sevel [a-berzh Breizhiz] evit reketiñ un taol-brezel kendoniet gant holl nerzhioù bev an Impalaerezh lakaet dindan aotrouniezh ar penn meur anezhañ », a skriv Joël Cornette. Hervez Joëlle Quaghebeur, « emzalc’h Loeiz [an Deol], o respont dre dont e-unan betek ur vro a c’helljer gwelet evel unan eus begoù pellañ-pellañ e veli, a ziskouez, ma oa ezhomm c’hoazh, pegen bras e oa pouez he disujidigezh, met marteze ivez pebezh dalc’h a oa en taol gant ar vro-se, mor en he zro, d’an ampoent ma oa savet un avel a zispac’h a c’hweze war lodennoù zo eus an Impalaerezh ». Rakkar un nebeud mizioù a-raok kas soudarded da Vreizh, da Italia eo ez eus bet ranket ober ivez, evit trec’hiñ war rebellerien eno.

Penaos ’ta ez eo erruet an traoù ken pell ? Ar pezh a ouzer, diwar ar c’hronikennoù skrivet gant Ermoldus Nigellus, pe Ermold an Du, hag a lenner ivez e Barzaz Breiz, eo e tegemer Morvan an abad frank Witkar (Witchaire). Bezañ ur c’hannad eus galloud an impalaer eo e roll d’an abad, en drowezh-mañ. Anat eo n’eo ket ar wezh kentañ dezho d’en em gavout, ha da geñver ar gwezhioù kent e vije bet roet dezho zoken, a-hervez, douaroù gant an impalaer, peadra da grediñ e felle da Loeiz an Deol klask kevrediñ gant tud zo e Breizh evit gallout chom eno e-pad pell. E-barzh un hevelep framm en dije gallet Morvan dont da vezañ missus dominicus, e-giz ma vo Nevenoe un nebeud bloazioù diwezhatoc’h.

An emgav-se etre Morvan ha Witkar, bezet a vezo, a zegouezh e-kreiz ur mare ma’z eo tenn-tenn ar jeu etre an daou du. Rebelliñ zo bet graet nevez zo en Italia, evel hon eus gwelet kentoc’h, met ouzhpenn-se e ranker menegiñ pegen teñval eo bet deskrivet Breizh da Loeiz an Deol gant Lambert, ha hennezh « kiriek eus marz Breizh » hervez Jöelle Quaghebeur, istorourez ar Grennamzer anezhi : « ur vro en dilez, pe e ve speredel pe temporal hor savboent ». Anat a-walc’h, seurt dismegañs ne c’hell impalaer kristen ebet gouzañv anezhi, hag aze e weler pegen bras eo an tennder, o kreskiñ bepred, etre an daou zen.

Pa zeu an abad Witkar da welet Morvan, emañ ar roue gant e wreg. Chom a ra homañ gant he gwaz ha diskouez dispriz bras ouzh ar c’hannad. Emañ-hi azezet war daoulin ar roue, pokañ a ra d’e varv ha d’e zremm en ur chuchuiñ e pleg e skouarn. Distagañ a ra Morvan neuze un tennad komzoù lakaet dre skrid e barzhoneg Ermold an Du : « Kae timat da gas ar c’homzoù-mañ d’az roue : ar parkeier a labouran n’int ket dezhañ, ha ne vennan ket degemer e lezennoù. Ra vo renet ar Franked gantañ, Murman a ren war Breizhiz evel zo dleet, ha nac’hañ a ra paeañ nep sañs na nep truaj. Ra zisklêrio Franked ar brezel ma kredont ober, me a c’halvo kerkent d’an emgann ivez, ha diskouez a rin dezho n’eo ket deuet ma brec’h ken gwan c’hoazh. »Disklêriet ar brezel eta. Breizhiz zo nebeutoc’h anezho war an dachenn eget Franked, koulskoude e seblant an teknikoù emgann a implijont, heñvel ouzh re ar guerilla er c’hoadeier, bezañ efedus. Kement-mañ n’eo ket mat a-walc’h avat, rak ar Franked a gas o arme don e diabarzh Bro-Vreizh, betek lakaat Breizhiz, erru faezh, da godianiñ. Morvan e-unan a ya da Anaon e-kerzh ar brezel-se. Endra ma lak al lennegezh ar marv-se war gont ur soudard divrud-kaer, anvet Choslon (pe Cosel) ha deskrivet a-wezhioù evel ur paotr-moc’h, ur seurt dic’hras eta, e soñj er c’hontrel-fed d’an istorourez Jehanne Roul e ranker gwelet amañ kentoc’h, moarvat, ur brouenn eus ar barrek ma oa Morvan war an taktik. Armeoù Breizhiz, er c’hontrol da armeoù ar Franked, ne argadent ket tal-ouzh-tal, ha Morvan en dije divizet tagañ an tu a-dreñv eus ar bagadoù soudarded evit troc’hañ kuit an enebourien diouzh o bevañs.

La merveilleuse légende du Roi Arthur, travail préparatoire de Xavier de Langlais (détail). Musée de Bretagne: 995.0067.465.

Pelec’h ’ta e oa marvet Morvan ? Meur a don disheñvel a glever. Ul lec’h anvet Minez-Morvan e Langonned a zo bet meneget gant meur a hini, ur vartezeadenn hag a hañval bezañ didalvoud a-fet lec’hanvadurezh avat, rak ne zeu an termen-mañ war wel en dielloù nemet e diwezh pellañ ar XIVvet kantved. Kevrinus e chom afer al lec’h eta, padal ar mod mag eo marvet Morvan a seblant bezañ anavezetoc’h : dibennet, neoazh beziet evel ur c’hristen gant Loeiz an Deol, a-hervez. Anez gouzout dre just pelec’h emañ ar c’horf koulskoude, e red ur vojenn diwar e gont evel hini Arzhur : ne vije ket marv Morvan, ha distro e vo un deiz bennak. Ar brezel e 818 ne voe ket an hini diwezhañ, da vihanañ atav, peogwir e tapas brud ur penn breizhat all o vrezeliñ adarre e 822, Wiomarc’h e anv. Ur brouenn ouzhpenn o tiskouez ne veze ket morse ar peoc’h o ren penn-da-benn e Breizh…

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Gael Briand, « Morvan, ar roue rebeller », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/10/2022.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/morvan-ar-roue-rebeller

LEVRLENNADUR :

 

DA SELAOU :

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité