Mur e-touez ar re vras

Aozer : Yves-Marie Evanno / Mae 2021

D’an 11 a viz Gouere 2011, ha loc’het kuit ar rederien eus an Oriant, n’eus den ebet evit krediñ e vo gwelet ar re wellikañ anezho oc’h en em gannañ evit lipat ar maout en tennad-se. Ar c’hontrol-fed eo, pa glever kement pronostik o sevel a-du evel-henn : ar reder belgat Philippe Gilbert a vo diaes bezañ trec’h warnañ e laez krec’henn Mur. Dav eo lavaret ivez e hañval Menez-Heiz klotañ tre-ha-tre gant ar c’haliteoù a zo en e anien, mestr bras ma’z eo bet abaoe deroù ar sezon bewech ma oa berr ar pignat e-giz-se. Gilbert zo o paouez prouiñ emañ da vat en e jeu rak daou zevezh a-raok e oa aet ar maout gantañ en tennad kentañ, a echue gant ur grec’henn heñvel ouzh homañ, war a soñjer. E diwezh un tennad brevus dindan an amzer c’hleb, ne zeu ket a-benn ar gwellañ reder zo er bed da gemer an tu-kreñv war e gevezerien. Divizet o deus ar re wellikañ er renkadur hollek en em gannañ war ar grec’henn ziwezhañ, ar pezh ne oa den ebet engortoz. War al linenn, Alberto Contador, bet trec’h e div Dro Frañs, a soñj dezhañ en deus gounezet. Koll eo koulskoude, war-bouez un dornadig santimetroù, trec’het gant an Aostralian Cadel Evans hag a yelo ar maout gantañ evit e Dro Frañs kentañ, teir sizhun war-lerc’h. Er c’hontrol ez eus bet kollet eilennoù prizius gant meur a hini eus ar re wellikañ er renkadur hollek.

Sed aze un diwezh sebezennus ha dic’hortoz hag a zo plijet d’an holl dud bet o sellet outañ. Ur pik-kalon eo Mur evit L’Équipe zokenoc’h, pa ya betek embann e ro un notenn 10/10 d’ar grec’henn. Laouenaet eo tud ar gazetenn bemdeziek o vezañ bet gwelet un degouezh heñvel ouzh ur gwir « senario sinema ». Ar pezh a wel dreist-holl kazetenn ar sportoù – ha homañ unan eus ar mediaou a zo d’an embregerezh Groupe Amaury – eo e vo digarez da blantañ startijenn er jeu diwar vremañ, erfin, pa dremeno Tro Frañs dre Vreizh adarre. Ar gornblegenn emañ krec’henn Mur o paouez kaout en he flanedenn a zo bet displeget diouzh ar gwellañ gant ar c’hazetenner Jérôme Le Gall e fin ar gont hag e berr gomzoù – un disteradig chovin e spered memestra. Disklêriet en deus war an Télégramme n’eo ket dav ken hevelebiñ Menez-Heiz gant ar pezh n’eo ket, sed un Alpe d’Huez en bihan, met kentoc’h gant ar pezh ez eo deuet da vezañ bremañ. Hervezañ n’eo ket mui « Mûr-de-Bretagne » met « Mûr-de-Montagne » eo a rankfed anviñ ar gêr-se hiviziken ! Diouganiñ a ra penaos, goude un hevelep degouezh, « ne c’hello ket ken brasañ redadeg beloioù ar bed dioueriñ ul lec’h hag en doa kinniget dec’h un disoc’h evel en un hunvre ». Ne oa ket faziet ar c’hazetenner, pa ’z eus bet eno tri degouezh tennadoù abaoe, en ur ober dek vloaz. E-touez ar re vras emañ Mur bremañ.  

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Yves-Marie Evanno, « Mur e-touez ar re vras », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 17/05/2021.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/mur-e-touez-ar-re-vras

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité