Kalifornia vihan e Breizh

Aozer : Hubert Chémereau / Kerzu 2016

Pa voe savet ar chanter Scott e tigoras « Kalifornia Vihan e Breizh», evel ma oa bet lesanvet Sant-Nazer gant kazetennerien ar mare. Tro ar bloavezhioù 1860 e voe kresket spontus ar gêr ha niver e annezidi. Kroget oa an traoù e 1846 pa voe toullet lenn-borzh Sant-Nazer, alese e teuas micherourien a-vil-vern, douarourien, pikerien-mein ha mengleuzierien, eus departamantoù Aodoù an Hanternoz hag ar Mor-Bihan dreist-holl. Bet dek vloaz ouzh e sevel, ez eo an deiz a hiriv lenn-borzh Sant-Nazer unan eus koshañ monumantoù ar gêr, zoken ma ne vez ket gwelet kement-se, p'emañ dindan metradoù dour. Ur gêr savet trumm tro-dro d'ar porzh, kenaozet evel kêrioù amerikan 'zo. N'emañ ket an diorren greantel e raktresoù saverien ar ger nevez koulskoude. Disteurel a reont ar mennozh sevel ur chanter sevel listri e Sant-Nazer, rak Naoned eo a rankfe degemer an obererezh-se, hervezo. Un ugent vloaz bennak goude ez eo cheñchet penn d'ar vazh, p'eo savet al linenn dreuzatlantel. Tro ar bloavezhioù 1860 en em gav Sant-Nazer e penn a-raok ar Gompagnunezh Hollek Treuzatlantel, kent leuskel e blas d'an Havr Nevez. E 1862 e kav John Scott ur vuhez puilh tro-dro d'ar porzh, p'eo goloet al lenn-borzh gant gwernioù al listri. Evit respont ouzh ezhommoù kresk ar porzh ez eo karget Rene Kerviler da doullañ lenn-borzh Penc'hoed war-lerc'h brezel 1870. Ur pezh savadur er porzh a zo digoret e 1881, evel-se e kemenner nevezadur ar sevel-listri Sant-Nazer.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Kalifornia vihan e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/12/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/kalifornia-vihan-e-breizh

levrlennadurezh

  • Fernand Guériff, Le Vieux Saint-Nazaire, Emb. Pierre, 1996.
  • André Daniel, Attention ! un Saint-Nazaire peut en cacher un autre !, Emb. A. Daniel, 2002.
  • Marthe Barbance, Saint-Nazaire, le port, la ville, le travail, Crépin-Leblond, 1948.
  • Ouvrage collectif, Saint-Nazaire et la construction navale, Eko-mirdi Sant-Nazer, 1991.

Lec'hiennoù internet

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité