Ar Briver, ur meurvor en-bihan

Aozer : Hubert Chémereau / Kerzu 2016

Un hengoun a-gozh e oa micherioù ar mor p'eo en em staliet ar chanter Scott. Stummet e vez spered an dud gant ardremez ar vro, evel ma lavar ken splann an dro-lavar-mañ a vro-Briver, da goulz merdeadurezh ar bigi dre lien : «Dieub em geun. Dieub em skaf. Dieub em enezenn.» Pouezus-meurbet eo an inizi evit kompren douaroniezh ar Briver. E «Meurvor ar Briver», ez eer eus un enezenn d'eben, ha betek ar meurvor. Da vare ren ar roue Herri IV, goude feuremglev Unvanidigezh Breizh ha Bro-C'hall, e 1532, e veze lavaret e veze posupl gervel 800 gwaz gourdonet er Briver dindan 24 eurvezh. Ne veze ket a verdeadurezh a-zoare gant roue bro-C'hall a-raok ma teufe listri Breizh en e gerzh koulskoude. E-keit ma veze ar maouezed oc'h ober war-dro ar vugale hag an tan, e veze kilvizien ha martoloded o redek war gement mor zo war ar bed evit gounit o zamm bara. A-drugarez da zigoradur war ar bed ar vartoloded-se, priedoù foeterien-bro, koulz ha gant an arc'hant bet gounezet ganto, e vo kemmet ardremez ar geunioù. E-keit ma veze o gwazed war holl vorioù ar bed e veze o gwragez e penn ar familh. Met an Dispac'h a lakaio un termen d'ar mare gounidus-se. Tro ar bloavezhioù 1820 e krog martoloded bro-Briver da dreiñ war-zu ar mor en-dro. A-drugarez d'an aocherezh e krogas ur marevezh gounidus evit martoloded ar Briver, etre 1840 ha 1880. E 1865, diwar a 1 121 martolod a veze o verdeiñ, e oa 194 outo war stêr an Naoned, 343 outo martoloded a bell-vor, ha 584 outo aocherien. Met pa voe serret ar chanter Scott e krogas diskar ar verdeadurezh dre lien er Brived, ha ne voe ket bet evit berniañ ur c'hevala a-zoare evit sevel ur gompagnunezh verdeiñ vras.


Ar c'houeletenn a 79 tonell «Cheval de Troie» bet savet e Mean e 1857, arouez ar marevezh an aocherezh en e vrud er Briver. Coll. Mirdi Mouster-al-Loc'h.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Hubert Chémereau, « Ar Briver, ur meurvor en-bihan », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 2/12/2016.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-briver-ur-meurvor-en-bihan

levrlennadurezh

  • Vince Augustin, Briérons naguère..., Coop Breizh, 2006.
  • Chémereau Hubert, « Les Marins briérons », Le Chasse-Marée n° 246, miz Kerzu 2012.

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù