D’ar 15 a viz Meurzh 1879 e voe ganet Jaffrennou e Karnoed. Pa voe lisead e Sant Brieg en em ouestlas d’ar stourm evit ar yezh, dre e skoazell da Fransez Vallée evit sevel kentelioù Brezhoneg. E 1898 e voe e-touez ar re a savas Unvaniezh Rannvroel Breizh. E 1899 e voe embannet e levrig barzhonegoù kentañ, An Hirvoudoù, hag a reas berzh e metoù ar vrezhonegerien. Dre ma voe bet desket Kembraeg gantañ e voe unan eus aozerien un dileuridigezh Bretoned kaset d’an eisteddfod e Kerdiz (e miz Gouere 1899), hag eno e voe lakaet da varzh, dindan an anv Taldir ab Hernin. Unan eus diazezerien Goursez Breizh e voe e 1900, hag e varzh-embanner ivez. Ur c’hazetenner emouestlet e voe, diazezer ar gelaouenn Ar Vro, ha goude-se, ar sizhuniek Ar Bobl, e Karaez. Goude ar brezel - tri bloaz e chomas mobilizet – e roas kalz a don d’an oberoù barzhel publik, pa voe adlañset an darempredoù gant ar c’hevredigezhioù keltiek en tu all da Vor-Vreizh. Evit gwir e kemeras plas Berthou adalek 1923, met n’eo nemet e 1933, pa varvas an drouiz-meur, e voe anvet en e blas. Kas a reas en-dro ar gelaouenn Le Consortium breton ha goude-se An Oaled-Le Foyer breton, « kannadig trimiziek ar rannvroelerezh hag ar barzhelezh ».
E miz Kerzu 1940 e voe kaset gantañ d’ar marichal Pétain ur plased sinet gant ur pemp den ha daou-gent bennak eus an emsav, kement ha kadarnaat da benn ar Stad C'hall « emroadur rannvroelourien Vreizh» . E miz Even 1945, e voe kondaonet d’an toullbac’h, d’an divri broadel ha da genkizadur e holl vadoù. Laosket e voe da vont e 1946, met morse ne voe aotreet a zistreiñ da Vreizh, hag e Bergerac e varvas, d’ar 26 a viz Meurzh 1956.
Troet gant Sten Charbonneau