Krouidigezh L’Ouest-Éclair

Aozer : Erwan Chartier / Du 2017
Krouet e oa bet L’Ouest-Éclair da goulz eil prosez Dreyfus e Roazhon, pa oa krog katoliked Breizh d’en em dommañ d’ar Republik. Pa oa enep-Dreyfus da gentañ e teuas da vezañ mouezh an demokratelezh kristen e Kornog Bro-Frañs goude-se. Merket eo bet L’Ouest-Éclair, brasañ kazetenn rannvroel bemdeziek ar bloavezhioù 1930 gant personelezh Emmanuel Desgrées du Loû hag an abad Trochu o doa he c’hrouet.

D’an 2 a viz Eost 1899 e voe embannet niverenn gentañ ar gazetenn bemdeziek L’Ouest-Éclair, bet krouet gant daou Vreizhad eus ar Morbihan : an abad Trochu hag Emmanuel Desgrées du Loû. Ur beleg araogour e oa an hini kentañ, bet o labourat evit meur a oberenn sokial, broudañ sindikajoù ha kefioù kengredit labourerien-douar paneveken. Un avokad yaouank e oa an eil, bet tapet gantañ dastum 86 000 lur evit kregiñ gant ar gazetenn nevez.  Perzh e oa embannadur he niverenn gentañ, bet moullet 1 800 skouerenn anezhi, eus diorroadur ar c’hazetennoù katolik er rannvroioù.

Penn-a-raok an demokratelezh kristen

An abad Trochu
Eveljust e voe merket deroù ar gazetenn gant eil prosez Dreyfus e Roazhon (7 a viz Eost 1899). Enep-Dreyfus e oa L’Ouest-Éclair, evel tost an holl gazetennoù katolik, ha pa ne yae ket ken pell ganti ha darn anezhe. En e bennad-stur kentañ en doa Emmanuel Desgrées du Lou galvet e lennerien da ziwall diouzh kement emzalc’h strizh ha da harpañ ar peoc’h sokial ha relijiel. Sachañ a reas ar sav-poent kempouezh-se tagadennoù feuls ar gatoliked strishañ hag ar roueelourien outañ. Ar republikaned kaletañ avat ne voent ket teneroc’h gantañ evit afer-se pa raent goap ouzh sav-poent « klouarik » ar gazetenn.

A-benn ar fin e teuas L’Ouest-Éclair da vezañ mouezh an demokratelezh kristen e Breizh, o c’hervel ar gatoliked da gemer perzh e lusk demokratel ar Republik. Unan eus ar re dommañ ouzh politikerezh arenkañ gant ar republik, kaset gant ar pab Leon XIII, e oa Emmanuel Desgrées du Loû ha gouestlañ a reas unan eus e levrioù dezhañ. Tost e oa da emsav ar Sillon (an Erv), kaset gant Marc Sangnier, hag evel-se an hini e voe tutaet gantañ Henri Teitgen da bennkazetenner eus 1907 betek ar brezel, a-raok na teuas hennezh da vezañ ur rezistant meur. E 1924 e teuas krouer L’Ouest-Éclair da vezañ unan eus izili kentañ Strollad demokratel ar bobl, ha, war un dro e teuas ar gazetenn da vezañ ur souten hep mank ebet da gabalourien ar strollad-se. Ha pa save a-du gant ar reizhted sokial en ur serten mod, diorren an armerzh hag ar greanterezh e Breizh an hini e oa pled kentañ ar gazetenn.

Daoust d’an diaezamantoù fetis a rankas gouzañv e-pad ar Brezel-Bed Kentañ dreist-holl e kreske gwerzh ar gazetenn. He stumm nevez adalek miz Genver 1914 koulz hag ar romant-kazetenn « Sorser Brekilien » embannet enni gant Clément Rochel a zo bet pennkaoz d’ar berzh-se, bep ma rae he renerien gant doareoù ar c’hazetennoù poblek brasañ. Sachañ kalz daoulagad ar pratikoù a rae koulz he stumm hag he danvez, e-keñver ar pezh a veze d’ar c’houlz-se. Betek 250 000 skouerenn anezhi a veze moullet e 1924 . E 1932 e veze gwerzhet e Breizh a-bezh, en Anjou, e Normandi-Izel hag er Maine. Ar gazetenn rannvroel a veze moullet ar muiañ a skouerennoù pemdeziek anezhi e oa deuet da vezañ. Ur gwir ensavadur roazhonat, he sez sokial e straed ar Pré-Botté, e oa deuet L’Ouest-Éclair da vezañ.

Diouzh e du ivez e soutene Trochu, an abad demokratour anezhañ, ar gristenien-sokial a yae war ar renk, peadra da atizañ kounnar ruz pennoù-bras an iliz outañ - difenn a reas eskibien Breizh ouzh ar veleien koumanantiñ d’ar gazetenn - Soutenet e voe gant ar Vatikan avat betek 1930. Ar bloavezh-se e savas cheu etre krouerien L’Ouest-Éclair, ken gwazh ken ez eas an abad Trochu kuit ha klask sevel ur gazetenn all nebeut amzer goude-se : L’Ouest-Journal, aet da get e 1936. Mervel a reas Emmanuel Desgrées du Loû e 1933, tri bloaz goude m’en doa tutaet e vab-kaer Paul Hutin-Desgrées.

La fin de L’Ouest-Éclair

Un tabut bras a savas e skipailh-skrivañ ar gazetenn da goulz Tec’hadeg meur 1940 ha donedigezh arme an Alamaned e Roazhon. En em denn a reas Paul Huttin-Desgrées ha François Desgrées du Loû, mab Emmanuel, eus ar gazetenn pa gave dezhe ne oa ket a gazetennerezh dereat ken dindan yev an alouberien. Goulenn a rejont eta ma vije lemmet o anvioù diouzh talbenn pajenn gentañ ar gazetenn. Reoù all avat a gavas gwell derc’hel ganti war zigarez e oa 800 familh o vevañ diwar hec’h embann pemdeziek.

Bruderezh evit L’Ouest-Éclair

Dalc’het e voe eta da embann L’Ouest-Éclair da goulz an Dalc’hidigezh. Pennadoù kolabo a voe savet gant lod eus skrivagnerien ar gazetenn, André Cochinal paneveken, a oa Jacques Favières e falsanv. Gant ar skrivagnour Roger Vercel e voe embannet ur pennad enep-yuzev eus ar gwashañ d’ar 16 a viz Here 1940. Kondaonet e voe lod eus renerien ar gazetenn da goulz an Dizalc’hidigezh, Jean des Cognets he rener politik en o zouez. Ne voe ket embannet L’Ouest-Éclair ken adalek ar 1 a viz Eost 1944, un nebeut deizioù a-raok ma voe dizalc’het Roazhon. Dont a reas Paul Hutin-Desgrées ha François Desgrées du Loû e penn ar gazetenn en-dro goude-se ha roet e voe ul lañs nevez dezhi, Ouest-France hec’h anv nevez, kentañ kazetenn rannvro bemdeziek en deizoù a-vremañ. Dilezet e oa bet burevioù ar Pré-Botté e 1972 ha savet ar stal nevez e Chantepie.

 

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Erwan Chartier, « Krouidigezh L’Ouest-Éclair », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/11/2017.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/krouidigezh-l-ouest-eclair

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù