Vakañsoù e Breizh

Eus ar bloavezhioù follentez da zonedigezh an douristelezh puilh
Aozer : François de Beaulieu / Genver 2019
Ha ma n’eo ket bet torret kement-se lusk darempredoù an douristed e Breizh gant tousmac’h ar Brezel Bed kentañ, eilpennet eo bet meur a voazamant memestra. Meur a raktres bras e-liamm gant touristelezh ar c’hêrioù-gouronkañ a oa loc’het e penn-kentañ ar bloavezhioù 1920. Ar Baol er C’hreisteiz a glaske sevel dreist ar re all, e-keit ma oa kalon lañs an douristelezh o treiñ war-zu Aod ar Vein Ruz. Met e gwirionez ez eo demokratelat ar vakañsoù a zo heverk er prantad etre an daou vrezel, gant muioc’h-mui a greizennoù vakañsoù, hag an ehanoù gopret evit ar wech kentañ.

Diaesterioù ar c’hêrioù-gouronkañ

Gant ar bruderezh-se eus ar bloavezhioù 1920 e c’heller kaout ur soñj resis a-walc’h eus ar c’hêrioù kouronkañ pennañ e Breizh, en ur ziskouez pezh a c’helle bezañ un dro-Breizh en e garr-tan. - Dastumadenn Jean-Luc Cloarec

Goude troc’h ar Brezel Bras e voe loc’het raktresoù e-leizh en ur mare a levenez. Met buan e voe cheñchet penn d’ar vazh gant enkadenn ekonomikel 1929. Hag anat eo pa weler kenkizoù ar bloavezhioù 1930, ha ne oant peurliesañ na ken lorc’hus na ken faltazius hag ar re a oa bet savet er bloavezhioù a-raok.

Er bloavezhioù 1920 e voe gwelet e Breizh touristed o tegouezhout, ha ne oant ket ken pinvidik, met tud kurius kentoc’h, ha troet war ar sportoù. Un toullad mat a skrivagnerien hag a arzourien a zeuas da dremen o vakañsoù gant o familh, dre ma ne oa ket gwall ger an otelioù, ha dre ma oa chomet glan an ardremez. Ha dre ma oa izel a-walc’h priz an tachennoù hag an tiez e c’hellas un niver brasoc’h-brasañ a dud stag o c’halon ouzh ul lec’h dont da vezañ perc’henn war un ti-hañv.

 

Droukverzh a voe gant Dinarzh, gêr-kouronkañ n’heller ket distroadañ, abalamour ma c’hortoze re digant e bratikoù eus Breizh Veur, padal o doa ranket ar re-se distreiñ d’ar gêr, abalamour d’ul lezenn a vire outo da zispign o lurioù er-maez ar Rouantelezh Unanet. Paket fall e voe evel-se meur a raktres bras, ha mard eo tremenet mat an traoù e Konk Kerne, Treboull pe Parame, eo abalamour ma oa bet poellek ha fur ar postañ arc’hant.

Ur skouer vat eo hini ar Baol, rak al luskerien a oa bet o tiazezañ diorren ar raktresoù goude ar Brezel Bras o doa diazezoù arc’hant start, ha poellek e oa o raktresoù.

Ar « c’hamping-house » e kêr-gouronkañ Aourdraezh ar Bineg  zoken a zo bet soñjet evit tud o c’hirri-tan. Met ne vo ket trawalc’h bezañ rakwelus evit ma vefe saveteet ar raktres. - Dastumad Coriou

Aroueziusoc’h eo c’hoazh c’hwitadenn gêr-gouronkañ Aourdraezh ar Bineg, bet savet diwar atiz Roland Brouard (1887-1934) e Pleherel (Frehel hiriv an deiz). Implijet e voe kantadoù a vicherourien enbroet etre 1922 ha 1924 evit ar plaenaat, evit ar c’hempennadurioù kentañ, hag evit sevel an 9 c’hilometrad a hentoù war 180 devezh-arad tevennoù ha koadoù. Fellout a rae d’e luskerien ambroug diorren ar c’hirri-tan. Ur skoazell divrall a voe roet dezho gant ar gelaouenn La Bretagne touristique. Hag adalek 1927 ez eo un tri-ugent bennak a genkizoù doareoù liesseurt a oa bet savet, hag en tu all da 1 000 kambr a oa evit degemer an hañvourien. Taol-freuz ar 25 a viz Here 1929 a lakaio un termen da hunvreoù Roland Brouard hag e vignoned, pa n’o doa ket a gapital a-walc’h evit talañ ouzh ar freuz-stal. Ret e voe d’ar gêr gortoz penn-kentañ ar bloavezhioù 1950 evit ma vefe roet lañs d’ un doare nevezadur e-liamm gant an adlañs ekonomikel, met diouzh ar goañv e chom ganti c’hoazh neuz ur gêr-tasmant digor d’ar seizh avel.

Penn-kentañ an douristelezh poblek

Ken abred a 1853 e vo roet pemzektez ehan gopret da gargidi ar Stad. Gant micherioù zo e voe krignet tamm-ha-tamm devezhioù ehan ouzhpenn, ha setu ar «sizhunvezh saoz» o kemer tachenn e penn-kentañ an XXvet kantved. Met pa voe lakaet e plas an ehanoù gopret evit an holl c’hopridi e 1936 e voe un troc’h arouezius e boazioù an dud.

Hañv 36 : war ar prim

Re ziwezhat ez erruas al lezennadur, ha ne oa ket e sevenadur ar c’hopridi c’hoazh d’ober kalz a hent en o amzer vak, na da vont d’ober anaoudegezh gant tachennoù dianav dezho, na da feurmiñ un annez evit ur prantad berr. Ma ‘z eus bet tud o kuitaat ar gêr e voe war ar prim peurliesañ, evit adkavout o familh, ha bezañ lojet ganto. Evit ar beajoù-se eo a voe lodenn vras an 600 000 bilhed gant diskar war ar priz bet gwerzhet ar bloaz-se. Hag arabat eo disoñjal e voe hanter poblañs bro-Frañs tud diwar ar maez c’hoazh, ha ne anavezent nemet vakañsoù ar re all. Pa soñjer mat, n’eus ger all eget hini ar skolidi a dalvez kement ha «vakañsoù» e brezhoneg, eme Per Jakez Helias.

1936 e Tregastell (Aodoù-an-Arvor) : Parizianed ha Bretoned en em gavet evit ehanoù gopret... pe get - Dastumad Catherine Pallard

Ne voe ket gwelet ur mor a dud o tiruilhañ war an aodoù neuze. Pe ma oa soñjet e oa, eo abalamour ma ne voe ket a lec’hioù degemer a-walc’h, ha n’eo ket dre ma vefe bet ur mor a dud, met pratikoù nevez, deuet eus ar c’hêrioù tostañ evit profitañ eus devezhioù kaer. Ha ganto un tamm bec’h, evel ma konte Albert Le Bail, maer ha kannad Pouldreuzig en ur pennad er gelaouenn Bretagne : « Ar bloaz-mañ eo bet aloubet da vat ar vro gant an ehanoù gopret. An holl gambreier a oa da gaout er vourc’h a zo bet rekizisionet gant ostizien, aet bihan o c’halon gant ar goanag pa rankent nac’hañ feurmiñ kambreier da 20 pe 30 den bemdez. Nepell alemañ e veze en tu all da bemzek kant a gouronkerien e Leskonil, ur porzhig tost dianav betek-hen, a ranke degemer muioc’h a dud eget e boblañs. Lod anezho a gouske e kavioù, e grignolioù, en hunvaoù. »

Ar bloavezhioù 50 kaer

Dont da Vreizh da dremen vakañsoù, setu pezh a oa un hunvre deuet da wir evit kalz a dud ur wech tavet avel ar brezel. Evit un toullad mat a Vretoned ne bade ar vakañsoù-se nemet amzer mont d’an aod tostañ d’ur Sulvezh bennak koulskoude.

Ne veze ket figus an dud er bloavezhioù 1950 : tachennoù-kampiñ di-gomodite,  digor d’ar seizh avel (evel amañ en Enizenac'h, er Mor-Bihan), ha ne dalveze ar c’hartennoù-post met evit prouiñ e vezed bet e vakañsoù -Dastumad FdB

Ur santimant a frankiz a ren war ar vakañsoù neuze. Parkañ e garr war an draezhenn, kampiñ tost forzh pelec’h, war tachennoù vak an tiez-kêr, pe e parkeier prestet a galon-vat gant labourerien-douar niverus-mat c’hoazh, ha degemerus. Gant an tiez-pañsion e veze kinnigoù all, da brizioù dereat-tre, hag evit an dud a oa stag da vat er vro, ma vefe paket un heritaj bennak ganto, e veze posupl prenañ un dachenn evit lakaat sevel un ti, pe adkempenn unan kozh. Tamm-ha-tamm e voe staliet lochoù ha karavanennoù a oa tonket da chom da vat. Ne oa ket re ziaes kennebeut mont e darempred gant tud ar vro. Tost e vezed da grediñ e oa deuet da wir gant an «Tregont vloaz glorius» an hunvre bet savet daou c’hant vloaz a oa : Breizh deuet da vezañ un dachenn vakañsoù laouen, sichant, digor d’an holl.

Ur perzh bras o doe an ehanoù-skol gant ar mod ma voe dasparzhet ar vakañsoù, bras pe vrasoc’h. En tu all da reiñ d’ar gelennerien un digarez d’en em lakaat e renk an douristed all e-doug ar vakañsoù, roet e oa ivez tro d’ar mammoù ha ne labourent ket un digarez da zont da chom ur pennad hir war an aod, pa bade un dek sizhunvezh bennak ar vakañsoù-skol hañv etre 1912 ha 1983.

Dibenn ar mare

Pa seller mat ouzh emdroadur an daou gantved tremenet e weler splann eo aet spontus an dud war-zu an aodoù en-dro. Pa ne seller nemet eus bro-Frañs e vezer bamet gant ar mod m’eo bet doñvaet ar mor. Tamm-ha-tamm eo bet skarzhet stalabard al lochoù war ruilh, ar redioù yec’hed, an dilhad -gouronkañ stumm kazulioù dezho, an aon rak an dour. Chom tal ar mor zo deuet da vout «vakañsoù» gant pezh a ranker lakaat e-barzh, da lâret eo un troc’h da vat gant redioù, ha pa vefe evit sevel reoù nevez zoken. Ur sevenadur nevez gant e spisverkoù (Breizh paradoz er penn-kentañ) hag e nevezadurioù deuet tamm-ha-tamm (ar redadegoù bigi, ar c’hampiñ, ar c’hartennoù-post...).

150 bloaz en deus padet «Mare Kaer » ar vakañsoù e Breizh. Gwir eo ez eo erruet ar Saozon er bloaz 1815, hag e c’heller lakaat ar bloaz 1965 hini an douristelezh puilh, gant raktres bras porzh ha savadurioù ar C’hroesti war geunioù ragenez Arzhon. Boazioù nevez zo en em gavet ha tammig-ha-tammig o deus kemeret ar vakañsoù e Breizh o flas en istor.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François de Beaulieu, « Vakañsoù e Breizh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/vakansou-e-breizh

Bibliographie

  • Beaulieu François (de), Les vacances en Bretagne (1815-1965), Morlaix, Skol Vreizh, 2017.
  • Richard Nathalie et Pallier Yveline, Cent ans de tourisme en Bretagne (1840-1940), Rennes, Apogée, 1996.
  • Toulier Bernard (dir.), Villégiature des bords de mer. Architecture et urbanisme, XVIIIe-XXe siècle, Paris, Éditions du patrimoine, 2016.
  • Urbain Jean-Didier, Sur la plage. Mœurs et coutumes balnéaires, Paris, Payot, 1994.
  • Vincent Johan, L’intrusion balnéaire. Les populations littorales bretonnes et vendéennes face au tourisme (1800-1945), Rennes, PUR, 2008. Ouvrage disponible en ligne avec une importante bibliographie : books.openedition.org/pur/3464.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité