Tro-vat ar Baol

Aozer : François de Beaulieu / Genver 2019

Er bloaz 1909 e oa bet prenet an otel Rejina (a veze graet Ostel ar Veajourien ivez) gant Louis Lajarrige (1865-1956) den a aferioù ha politikour a-orin eus Sant Nazer. Staliet e oa an otel-se e plas kentañ ti balneoterapiezh Bourc’h-Baz. Cheñchet e oa bet e anv, ha graet « Atlantic Hôtel » eus outañ, ha penn a-raok ur raktres a voe kadarnaet adalek 1921 pa voe prenet Koad an Amour, un dachenn 460 devezh-arat hep savadur warni digant Ar Baol-Skoubleg. Ul lodennaoueg a voe savet diwar ur raktres kêraozañ gwirion, ha staliet e voe tamm-ha-tamm da beurrest ar gêr gant un astenn da vali ar Mor ha gant in ti-gar bet savet e 1927.

Gant François André (1879-1962), perc’henn war un dornadig kazinoioù ha tiez-c’hoarioù, e voe soñjet er vakañsoù en ur mod hollek, ha diarbenn a reas pezh a vefe an douristed o c’hortoz. Divizout a reas postañ e arc’hant er Baol, evit kaout dindan e zorn un hollad tiez-herberc’h ha tiez dudi. Prenañ a reas an Ostel Armitaj, ur golf hag ur c’hleub tennis e 1926, goude ma oa bet prenet an Ostel Royal hag ar c’hazino e 1923. Dre ma veze peadra gantañ, dre ma ne oa ket liammet re gant pratikoù etrevroadel, ha m’en doa liesaet e vod da bostañ arc’hant ivez, e c’hellas François André stummañ un doare vakañsiñ war un hiroc’h a dermen. Al lec’h, dibabet-mat, hag an heol brokus a-walc’h eno a c’hellas reiñ o c’hoant da bratikoù o c’houlenn muioc’h-mui rouzañ, setu pezh a reas ma c’hellas talañ ouzh diorren Aod anAzur.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François de Beaulieu, « Tro-vat ar Baol », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/tro-vat-ar-baol

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité