Ar c’hreizennoù vakañsoù

Aozer : François de Beaulieu / Genver 2019

E bro-Suis, er bloaz 1876, eo er metoù protestant ez eus bet eus ar c’hreizennoù vakañsoù kentañ, nebeut goude-se e voent kavet e-touez katoliked ivez, hag er metoù laik goude-se. Tro 100 000 bugel az yae da vakañsoù a-stroll a-raok ar bloaz 1914, 420 000 eus outo er bloaz ma oa bet lakaet e plas an ehanoù gopret. Gant ar Skouted, bet gwelet en Naoned er bloaz 1909 evit ar wech kentañ, e oa bet kinniget ur framm damheñvel.

E-pad pell amzer e oa bet aozet an traoù war ar prim, a-drugarez d’an holl dud a-youl vat, ken dibourvez ha ma oant entanet. Lakaet e oa da gentañ ar boued, ar yec'hedouriezh, an diskuizh, ar strivoù a-stroll. Tamm-ha-tamm e voe micherelaet ar c’hoskor, lakaet e vo normoù melestradurel ha reolennoù surentez, pezh ne voe ket evit bihanaat al lañs. Kestell ha letioù a voe adimplijet gant ar strollegezhioù, ar poellgorioù embregerezh, ha kevredigezhioù bras. Ur mailh a oa kumunioù zo war an dachenn-se, Plouganoù e Penn-ar-Bed da skouer. Met ne voe ket aotreet ar c’hreizennoù vakañsoù e kêrioù touristed zo a felle dezho mirout ul live, Morgad pe Aourdraezh ar Bineg da skouer. Aet eo un toullad outo war-draoñ adalek ar bloavezhioù 1970, abalamour ma oa deuet da vout re ger ober war-dro savadurioù kozh-mat lod diouto, ha ne vezent ket implijet a-walc’h e-doug ar bloaz, pe abalamour ma oa bet dilezet gant familhoù zo ar seurt doare da dremen o vakañsoù.

Ar boazioù bras ha bihan o doa roet ul lusk d’ar seurt vakañsoù a verke seul vuioc’h memor an dud ma vezent kaset en-dro a vloaz da vloaz. Ar beilhadegoù, ken pell eus pezh pep tra a veze bevet e kêr, a chome burzhudus, gant ar sonioù diskanet a-gevret, seul vuioc’h c’hoazh pa entanent ar c’halonoù ken kreñv hama veze tommder an tantad keuneud hini aroueziel ha kreñv ar strollad.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : François de Beaulieu, « Ar c’hreizennoù vakañsoù », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 3/01/2019.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/ar-c-hreizennou-vakansou

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité