Pell zo emañ ar vicherourien arbennikaet o veajiñ a-dreuz Europa.
Alamaned, Belgiz ha Suised a gaver e-touez sternourion Govelioù Trigneg abaoe deiz an digoridigezh e 1880. Ur pleg a yelo war stankaat ha war ledanaat etre an daou vrezel ivez, pa gaved c’hwech broadelezh war-ugent eno. War al levrioù-marilh a veze dalc’het hervez al lezennoù diwar-benn kontrolliñ al labourerien, eoa meneget tud deuet eus Europa a-bezh, met ivez eus Afrika an Hanternoz, eus Mec’hiko, eus ar Stadoù Unaned, eus Sina zoken. Abalamour d’al linenn Sant Nazer - Veracruz e c’heller displegañ e veze kavet Mec'hikaned tro ar bloavezhioù 1920.
Alese e oa diwanet ur boblañs dibar a-walc’h, savet diwar micherourien a Vreizh (Briver, norzh al Liger-Atlantel, hag ul lodenn vat eus ar Mor-Bihan ha Kerne), ha tud a bep bro.
Da gentañ-penn e kaver micherourien eus Belgia, Italia, bro-Spagn, ha goude-se Poloniz ha Tchekoslovakiz. Rusianed eo un dornad ijinourien ha teknisianed.
E-doug en tu all da hanter-kant vloaz eo bet e-liamm gant bro-Gembre evit ar glaou. Gant micherourien ar Govelioù e veze graet «Kerdiz» eus ar glaou. Perc’henn e oa ar gompagnunezh war ul lestr a veze war al linenn Sant Nazer – Kerdiz evit boueta ar fornioù uhel. Ha diwar levezon bro-Gembre ez eo ganet Kleub Rugbi Trigneg e 1912.
P’eo bet roet lañs en-dro d’ar Govelioù e 1939 eo erru da heul un toullad enbroerien nevez : Belgiz, Spagniz, Italianed ha Poloniz, met e 1942 ez aio darn vras ar Velgiz da Dchekoslovakia.