Ur meizad diresis awalc’h ha bev-mat koulskoude
Pays a vez graet eus tiriadoù ken dishañval o doareoù hag o ment ken e chom displann termenadur er ger-mañ. Pa lâr an dud emaint « eus ar vro » pe emaint « o tont war o c’hiz d’ar vro » ne ouvezer ket re vat eus peseurt bro zo kaoz evel-se. Trawalc’h eo kas un nebeud kaozeadennoù gant an eil pe egile evit kompren e vez graet gant ar ger-mañ diouzh ma teu, eus an eil degouezh d’egile. Eus Bro-Frañs e vez kaoz gant darn pa vezont en estrenvro, eus Breizh pa vezont e Bro-C’hall, eus Bro-Wened pa vezont e Roazhon hag eus Bro Pourled pe eus Bro Baod pa vezont e Gwened !
Seul liestalvoudekoc’h eo ar ger-mañ e Breizh ma vez implijet ken stank hag ar ger brezhoneg bro. Ur pouez politikel dibar zo gantañ e Breizh zoken p’eo Rannvro Breizh an hini nemeti er Stad c’hall o kas he folitikerezh dre nouspet kevrat « rannvro-bro ». Petra zo kaoz eus an dibarded-se ? Penaos displegañ anezhi ?
Ur gwirvoud kozh ha luziet
E Breizh-Izel e vez graet gant ar ger bro - ar vro stank-ha-stank evit a bep seurt tiriadoù. Bro-C’hall pe Bro-Frañs koulz ha Breizh (Bro-Vreizh, Breizh ma bro…) e c’hell bezañ, gantañ un dalvoudegezh damdost da hini broad pe mammvro. Broioù avat a vez graet ivez eus an eskoptier gwechall (Bro Gerne, Bro Dreger…). Bro a vez graet ivez, koulz ha pays e galleg, eus un tolead dibar he c’hoef, he gwiskamant pe he dañs (Bro Fisel, Bro Bagan, Bro Frañch…). Graet e vez gantañ c’hoazh pa gaozeer diwar tiriadoù dibar dre holl (ar Vro Vigoudenn, Bro Raez…). A bep seurt broioù zo eta e brezhoneg pa n’eus ket dioute lochoù kloz ha serr an eil ouzh eben met kentoc’h toennoù ma c’hell bras ha bihan kavout goudor dindane, eus an eil d’eben anezhe.
En tu all da pouez ar brezhoneg war ar meizad-se e c’heller displegañ implij stank ha ledan ar ger pays / bro dre an istor hag an douaroniezh ur pouez brasoc’h , gante e Breizh evit e lec’h all.
Dugelezh Breizh paneveken, ha pa ne oa ket ur Stad anezhi, a oa ganti galloudoù par ouzh re ur Stad ken e oa diaes chom hep ober bro anezhi pa veze kaoz diouti. E 1680, da skouer, e rae urzh ar Roue diwar ar salorjerezh « pays exempt » pe « pays de franc-salé » eus Breizh. En deizioù a-vremañ c’hoazh e vez graet broioù eus eskoptier kozh Breizh, da bep hini anezhe ur rizenn wenn (eskoptier Breizh-Izel : Kerne, Treger, Leon ha Gwened) pe du (eskoptier Breizh-Uhel : Dol, Sant-Malo, Sant-Brieg, Roazhon, Naoned) war banniel Breizh. Adimplijet e vez ar ger-mañ c’hoazh da veur a zegouezh : darvoudoù (redadeg kezeg-houarn Tro Bro Leon), kluboù ekonomik (klub embregerezhioù bro Gastellbriant, bro an Alre, bro Bloarmel, bro Zol, bro Landerne-Daoulaz, bro Vrekilien…) hag embregerezhioù zoken (Bro Leon élagage).
Aozadur tiriad Breizh, dreistholl, meur a greiz dezhañ, an eil kelc’h oc’h en em ledañ war gantenn egile, zo kaoz e vez graet bro eus frammoù ken dishañval an eil diouzh egile. N’eus ket e Breizh ur gêr a vije dreist d’ar reoù all pe, evel e lec’hioù all, o ren war un tiriad dreist d’ar reoù all. En-dro da gêrioù bihan just-awalch e paota broioù dibar (bro Sant-Malo, bro Wengamp) ha kement a gêrioù zo e gwirionez ken e teu ar broioù d’o strollañ enne (bro Rae, bro Kreiz-Breizh, bro ar Goglez, Bro ar Mené, hag all…)
Ur stern evit an terkerezh…
Kadarnaet e voe ar pouez a zo abaoe pell gant ar broioù, gant ur politikerezh bet kaset evit o vrudañ…. hag evit broudañ o diorroadur. Adalek ar bloavezhioù 1950-1960 e voe erbedet gant tud a breder evel Michel Philipponeau, ha dreist-holl gant Paul Houée, Loeiz Laurent, Louis Ergan pe Raymond de Sagazan diazezañ terkerezh an tiriad war ar broioù. War ar memes tro e tiflukas al lugan « Bevañ ha labourat er vro, da geñver stourmoù sokial evel hini « Le Joint Français », hag adimplijet e voe muioc’h-mui (e 1979 gant Le Bonnet rouge, kazetenn ar PCF e Karaez, da skouer). Mont a reas da « Bevañ, labourat ha divizout et Vro », bet huchet e 2013 gant emsavadeg ar Bonedoù Ruz. Breizh eta, da heul ar CELIB, an hini a vroudas ar patrom terkerezh-mañ er bloavezhioù 1960-70, pa ne vije nemet dre al levr bet skrivet neuze gant Louis Ergan ha Loeiz Laurent : « Vivre au pays ». E Bro Vreizh, eveljust, ha pa ne oa ket-hi anvet en titl-se o vroudañ ur raktres-nevez evit terkerezh an tiriad, 30 vloaz lañs gantañ d’an nebeutañ. Degemeret e voe ar patrom-se gant ar Stad C’hall a-benn ar fin, en-dro d’ar prefed Leurquin dreist-holl, dre al lezennoù Pasqua e 1995 (a reas eus ar broioù tiriadoù ez-ofisiel), ha dre al lezenn Voynet e 1999. Gant al lezennoù-se e voe ofisielaet aozadur tiriad ar Stad c’hall diwar 360 bro pe diazad-bevañ a oa o fal, broudet gant ar Vretoned hag ar prefed Leurquin, bodañ toleadoù war ar maez ha kêrioù en-dro da raktresoù-diorren boutin.
…Fae warnañ nemet e Breizh
Da heul divizoù Jean-Pierre Chevènement e reas ar Stad he soñj kas ar broioù d’ar blotoù. En deizioù a-vremañ ne chom nemet kregin goullo dioute tost e pep lec’h. Kumuniezhoù kêrioù diouzh un tu ha tiriadoù diwar ar maez diouzh an tu all an hini zo bet krouet a-benn ar fin. E gwirionez eo steuziet kuit, tost e pep lec’h, meizad un tiriad savet diwar ur raktres boutin … nemet e Breizh.
Evel m’en diskouez ar pennad-skrid ensavadurel kenstag e talc’h Breizh, kousto pe gousto, gant an aozadur-se a-drugarez da youl politikel Kuzul ar rannvro : an divizoù bet kemeret gant e brezidanted kent, Yvon Bourges ha Josilin a Roc’han ha, dreist-holl, an dibaboù bet graet gant Jean-Yves an Drian, Pierrick Massiot ha Loic Chesnais-Girard hag obererezh Thierry Burlot o souten ar gwiad-tiriadoù-mañ daoust da bep tra ; daoust da youl enep ar Stad paneveken.
Meizad ar broioù lakaet en arvar betek e Breizh zoken ?
Tomm eo ar Vretoned d’ar broioù eta, dilennidi Kuzul ar Rannvro hep douetañs ebet, koulz hag ar boblañs evel m’en klever alies. En arvar emañ ar broioù-se bremañ avat, bep ma astenn ar meurgêrioù o beli war tiriad Breizh. Derc’hel mat a ra rannvro Breizh evit c’hoazh koulskoude, o souten raktresoù ar broioù gant he budjed-hi. Diouzh un tu all ne sav ket budjed bro Roazhon en tu all da 7 million euro evit pemp bloaz (2015-2020) pa sav budjedoù kêr Roazhon (431 million evit ar bloavezh 2016) ha hini Meurgêr Roazhon (853, 8 million evit ar memes bloavezh) asambles o-daou da ouzhpenn 1,2 miliard euro ar bloaz, da lâret eo tost kement ha budjed ar rannvro (1, 321 miliard e 2016) !
Ha pa vije tomm ar Vretoned d’o broioù eta, n’eus dioute nemet bitrakoù dister e ardivink luziet an ensavadurioù (ar Stad, ar rannvroioù, an departamantoù, ar meurgêrioù, ar c’humuniezhoù-kumunioù, ar c’humunioù hag ar c’humunioù nevez, hag all…). Kavout a ra da lod e vefe gwell reiñ un taol skub dezhe war zigarez n’eus nemet ur voest c’houllo dioute, luziet mont en-dro an ensavadurioù gante evit nebeut a efedusted. Reoù all avat a soñj dezhe e ranker derc’hel gante pa zo ul live azas dioute. Piv oar, bep ma kresko galloud ar c’humuniezhoù-kumunioù, e ranko ar re-se kendeuziñ gant ar broioù, a vo graet bro dioute c’hoazh pe get, hag a chomo, forzh penaos, un tiriad gwriet-stank monedoneoù ha buhez gwirion e annezidi ennañ ? Lakaet e vezont peurliesañ, da live diazez ar SCOToù (Framm-diazez kempoell an tiriadoù) da lâret eo d’an teulioù kêraozouriezh : diaes e vefe kaout splannoc’h prouenn eus o zalvoudegezh e buhez pemdeziek ar boblañs !