Ar broioù, ken splann o gwirvoud ha ken hir an hent davet o anaoudegezh

Aozer : Ronan an Delezir / Mae 2019
Deuet eo meizad ar broioù er preder hag el lezennoù en-dro e fin ar c’hantved diwezhañ, o tegas un tamm buhez en-dro d’ur meizad a oa dioutañ pell zo en douaroniezh. Aet eo an treut a dermenadur bet degaset d’ar ger « bro » gant al lezennoù nevez-mañ war vern an holl re bet dastumet gant ar ger-se a-hed ar c’hantvedoù.

Krouidigezh ar broioù

E 1995 e oa deuet an tiriadoù-mañ, savet diwar meizad an toleadoù gwechall(ereadur ur boblañs ouzh ul lec’h, un draonienn pe ur sevenadur) da vezañ anavezet ez ofisiel, dre al lezenn-stur « Pasqua-Hoeffel » war terkañ ha diorren an tiriadoù (LOADT). Broudañ diorroadur hollek ha padus an tiriadoù ha kreñvaat al liammoù etre ar c’hêrioù hag ar maezioù tro d’o zro a oa pal al lezenn-se. Gant mellad 22 al lezenn-se eo bet termenet ar broioù nevez-se : « Adal ma vo d’un tiriad ur poell douaroniel, sevenadurel, armerzhel ha sokial e c’hello komision departamant ar c’henobererezh etre ar c’homunioù e-karg eus an tiriad-se, ober ur vro anezhañ. » Hervez mellad 23 an hevelep lezenn e vo eus pep bro, dre ur raktres diorren boutin, mouezh « an interestoù armerzhel ha sokial boutin hag ar c’hengred etre ar c’hêrioù hag ar maezioù par ma c’hallor ». Un diazez d’ar poell douaroniel ret d’ar politikerezhioù publik e oa sañset ar broioù dont da vezañ eta.

Logo de Pays de Morlaix

Kreñvaet e voe al lezenn gentañ-se, oc’h astenn sichenn lezennel ar broioù, dre lezenn-stur ar 25 a viz even 1999 evit terkañ ha diorren padus an tiriadoù (LOADDT), a vez graet lezenn Voynet anezhi ivez.

Kreñvaet e voe o zermenadur hag o c’hefridi ha termenet o framm hag o ferzh a-vremañ.

En LOADDT e teuas meizad an diorren padus war-wel evit ar wech kentañ el lezennoù gall, kement ha ken splann ken n’eus ket eus ar broioù kuit ag ar sell hollek-se ouzh an traoù, treuzdanvezel hag o kas ur poell boutin d’an diorroadur armerzhel ha sokial ha da warez an endro. Reiñ a rae al lezenn-se ur perzh diazez d’an nerzhioù lec’hel ha d’ar priziañ.

Displegañ a rae al lezenn Voynet ar mod ma c’hellje ar broioù kenlabourat gant ar strollegezhioù lec’hel. Rankout a raio ar strollegezhioù ac’h aio d’ober ur vro sevel, asambles gant an departamant(où) hag ar rannvro(ioù) engouestlet, ur « garta hag a zalc’ho e kont an nerzhioù lec’hel a zo anezhe c’hoazh hag a gas raktresoù diorren war-raok, war dachenn an douristelezh paneveken ». Sinet e vo ar garta-se gant ar c’homunioù pe o c’humuniezhioù. E pep bro e vo savet ur c’huzul diorren ac’h aio dileuridi ar frammoù armerzhel, sokial, sevenadurel ha kevredigezhel d’e ober. Pa vo bet sinet ar garta e vo termenet da vat bevennoù ar vro gant prefed(où) ar rannvro(ioù).

Ar broioù bet anavezet e 2005 (lezennoù Pasqua ha Voynet). Diwar : Entreprises territoires développement (ETD)

Emdroadur al lezennoù diwar ar broioù er bloavezhioù 2000

Kreñvaet eo bet ar c’henlabour etre ar broioù hag ar strollegezhioù all gant al lezenn war ar c’hêrioù hag an annez, oc’h astenn an diorren dre raktresoù d’ar re-se.

Evit afer-se eo bet kaset diazez lezennel ar broioù da get gant al lezenn war reform ar strollegezhioù lec’hel e miz kerzu 2010. Gant mellad 51 al lezenn RCT eo bet nullet mellad 22 LOADT 1995 pa zispleger ennañ «  e vo kaset da benn ar raktresoù bet sinet gant ar broioù a-raok an dorridigezh-mañ, er mod ma vezent kaset betek-henn ». Diwar-se ne c’helled ket krouiñ bro nevez ebet ken. Ha pa vije c’hoazh dioute e gwirionez, dre hanterouriezh ar strollegezh o tougen ar raktres, ne voe ket dioute o-unan ken hervez lezenn. Ne voe adsavet diazez lezennel ar broioù ha roet ul lañs nevez dezhe nemet gant lezenn modernaat obererezh publik an tiriadoù ha kadarnaat ar meurgêrioù (MAPTAM) d’ar 27 a viz genver 2014.

Gant mellad 79 al lezenn-se e c’hellas ar broioù dont da vezañ « poloù kempouezañ an tiriadoù hag ar maezioù » (PETR) ur statud lezennel solutoc’h gante. Un diazez lezennel a voe ad-roet gant al lezenn-se ivez d’ar c’huzulioù diorren ac’h ae nerzhioù lec’hel an tiriadoù d’o ober. Goulennet e vez e soñj digante diwar divizoù-stur pennañ ar PETR ha diwar raktres an tiriad.

Dre al lezennoù nevez-se eta e c’hell ar broioù ha polioù an tiriadoù da zont, derc’hel da gas o raktresoù war-raok ha klask diorren o ziriadoù, evit brasañ mad ar strollegezhioù ac’h d’o ober. Dre gevrata gante e c’hell an departamantoù hag ar rannvroioù lakaat e pleustr, war al live lec’hel, o folitikerezhioù diorren, terkañ ha kengred etre an tiriadoù.

Poloù-tiriadoù ha meurgêrioù e 2018 – Ajañs vroadel ar poloù-tiriadoù hag ar Broioù (ANPP)

Ar broioù zo anezhe tiriadoù n’ed int na strollegezhioù lec’hel na kantonioù nag emsavadurioù publik a genobererezh etre ar c’homunioù (EPCI), gante tailhoù dezhe o-unan.
Ne vezont savet nemet diwar youl vat ar c’homunioù ha dre un emglev kenetreze. Mont a ra ar broioù d’ober ul lodenn vat eus tiriad ar Stad c’hall.

Broioù Breizh : broioù a-viskoazh

Ken tomm eo ar Vretoned d’o bro ha ken mennet ouzh he diorren ken ez eus eus Breizh war un dro un takonad broioù hag ur vro digor d’ar vodernelezh abaoe pell ; ken splann ken ez eo deuet da vezañ tachenn taolioù-esae kentañ an tiriadoù-se, diazezet war raktresoù, pell kent ma vije eus an holl lezennoù nevez-se.

365 tiriad-raktresoù (broioù, polioù kempouezañ an tiriadoù hag ar maezioù) a oa er Stad c’hall d’ar 1añ a viz 2016. 80% eus tiriad europat Bro-Frañs ac’h ae gante, da lâret eo un hanter eus poblañs ar Stad c’hall.

Adalek ar penn kentañ ez eo bet priziet meizad ar broioù gant rannvro Breizh. Abaoe ouzhpenn 10 vloaz ez eo ar vro warn-ugent ac’h a d’ober rannvro Breizh tachennoù diazez he folitikerezh terkañ he ziriad, dre gevratoù sinet gante. A bep seurt danvez ac’h d’ober ar c’hevratoù-se : raktresoù diorren, frammoù degemer ha servijoù, reneveziñ savadurioù, danframmoù an douristelezh, aveadurioù ar sport hag ar sevenadur.

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Ronan an Delezir, « Ar broioù, ken splann o gwirvoud ha ken hir an hent davet o anaoudegezh », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 6/05/2019.

Permalien: http://bcd.bzh/becedia/br/ar-broiou-ken-splann-o-gwirvoud-ha-ken-hir-an-hent-davet-o-anaoudegezh

Bibliographie

  • Baudelle Guy et Le Délézir Ronan, « Intercommunalité́ ou pays ? Faux dilemme », Territoires, n° 390, 1998, p. 6.
  • Baudelle Guy et Le Délézir Ronan, « Les enseignements de la construction des pays en Bretagne », Norois, t. 46, n° 181, 1999, p. 203-218.
  • Beauchard Jacques (dir.), La ville-pays. Vers une alternative à la métropolisation, La Tour d’Aigues, IAAT/Éditions de l’Aube, 1996, 126 p.
  • DATAR, « Les pays et les agglomérations », La Lettre de la DATAR, n° 167, 1999, p. 2-3.
  • DATAR, « Tout ce qu’il faut savoir sur la loi Voynet », La Lettre de la DATAR, n° 167, 1999, 12 p.
  • Ergan Louis, Laurent Loeiz, Vivre au pays, Les Sables-d’Olonne, Le Cercle d’Or, 1977, 180 p.
  • Gontcharoff Georges, « D’où viennent les “Pays” ?... et où vont-ils ? » in Les pays : expression des dynamiques locales (Josée de Félice, dir.), Paris, Publications de l’Université Paris 7-Denis Diderot, 1995, p. 78-89.
  • Houée Paul, Territoires de Bretagne. Nouvelle approche. Rapport au Conseil économique et social de Bretagne, Rennes, CESR, 1994, 45 p.
  • Houée Paul, « La genèse d’un pays », Projet, n° 254, 1998, p. 70-75.
  • Laurent Loeiz, « Le “pays”, département de demain », Pouvoirs locaux, n° 26, 1995, p. 33-36.
  • Laurent Loeiz, « Quatre cents pays ? », Pouvoirs locaux, n° 30, 1996, p. 37-41.
  • Le Délézir Ronan, Les « pays » en Bretagne. Sur la pertinence d’une nouvelle organisation territoriale, thèse, Rennes, Université de Rennes 2, 1997, 502 p.
  • Lebahy Yves (dir.), Le Pays maritime. Un espace projet original, Université de Bretagne Sud/PUR, 2001.
  • Mathieu Nicole, « Les riches heures de la notion de pays », Autrement, n° 47, série Mutations, 1983, p. 23-28.
  • Portier Nicolas, « Préface. “Pays” et développement local », Norois, t. 46, n° 181, 1999, p. 5-8.
  • Portier Nicolas, « Pays : une politique en gestation », Pouvoirs locaux, n° 43, 1999, p. 34-40.
  • Renard Jean, « Le retour des “pays” », Sciences Humaines, n° 8, Hors-Série, 1994, p. 45-47.

Liens

Kinniget gant : BCD Sevenadurioù