Sorc’henn arc’heskopti-mammiliz Breizh (862/3-1199)

Aozer : Armelle Le Huërou - Coulbeaux / Eost 2020
Eus eil hanterenn an IXvet kantved betek 1199 e klaskas eskibien Dol lakaat o sez da gêr-vammiliz Breizh ha pa ne voe gwech ebet ur vammiliz eus Breizh. Bout ma zo bet eus un archeskob e Dol, peadra da vagañ ur seurt mojenn en danevellskridoù abaoe ar Grennamzer, biskoazh n’eo bet hennezh e penn ur gêr-vammiliz a vije bet holl eskoptier Breizh dindan he beli.

Kentañ taol Dol da sachañ ar palliom ganti

Bet savet e kerzh an VIIIvet kantved d’an abretañ, e oa eskopti Dol dindan beli arc’heskob Tours, hep mar na marteze, evel pep eskopti Breizh. War-dro 862-863 avat e kaver meneg eus un « tabut da gas goût piv eo arc’heskob ar Vreizhiz » en ul lizher bet kaset gant ar pab Nikolaz 1añ (858-867) da Salaün, roue Breizh (857-874). Degas ar vell d’ar gêr digant ar veleien frank, ha digant Roma kement hag ober, e oa Salaün hag eskibien Breizh o klask ober, da heul brizh-sened-iliz Koetlou  (849) réuni par Nominoë (ca. 830-851) bet bodet gant Nevenoe (war-dro 830-851) hep asant Tours, o c’houlenn e vije roet  ar palliom dezhe, war zigarez un henvoaz bet ijinet gante penn-da-benn.

Harp dic’hortoz Gregor VII

Ne oa ket bet ingalet an tabut pa varvas  Nikolaz 1añ . Ha pa voe kreñvaet strivoù Dol da zont da gêr-vammiliz gant ar reuz a oa bet da heul argadennoù ar Vikinged, ne oa ket aet holl eskibien Breizh a-du ganti, pell ac’hane. A-du gant Tours e chomas eskibien Naoned, Gwened ha Kemper betek fin an tabut. Afer-se, ha hep damant ebet da glemmoù Tours ha da grozadennoù Roma e krogas eskibien Dol, divezh-kaer, d’en em gontañ archiepiscopus (arc’heskibien). E 1076 avat e voe cheñchet penn d’ar vazh. Sevel a reas ar pab Gregor VII a-du gant goulenn Dol abaoe daou gantved, o lakaat Even (1076-1081) da arc’heskob kentañ Dol, gant ar soñj, moarvat, kas reform an Iliz e Breizh oc’h ober ur vammiliz diouti.

Mammiliz Dol harp ouzh ar rouaned anglo-Norman

Diell Hug (ar Rouz), arc’heskob Dol ("Sigillum Hugonis Dolensis archiepiscopi"), 1156-1161, BNF. Dornskrid Latin Nenn 17025. Dastumad dielloù, eilskridoù pe lodennoù ar pep brasañ anezhe, tresadennoù sielloù ha bezioù warne, evit talvezout da istor arc’heskibien hag eskibien Frañs, gant Roger de Gaignières (Lodenn 2) ], f° 13 r entier = Hug

Diwezhatoc’h, ha pa oa bet dilezet raktres Gregor VII, e tapas eskibien Dol sachañ ar palliom gante ingal awalc’h, o kemer harp war an diviz kent-se moarvat hag o c’hoari gant an divoull ma oa doare o mammiliz, sañset. Splann ha brudet e oa an disrann etre Tours ha Dol e diavaez Breizh ha ken splann all an disrann savet evel-se e Breizh : diouzh un tu e oa harpet Tours gant an eskoptier (Roazhon, Naoned, Gwened ha Kemper) a oa duged Breizh mistri warne (Alan Fergant -1084-1115 ? -  hag e vab Konan - 1115-1148) pa ne voe harpet Dol nemet gant pevar anezhe d’ar muiañ, daou nemetken adalek 1122 : Sant-Brieg ha Landreger a oa dindan aotroniezh ar c’hont Stefan a Lambal-Gwengamp (1079-war-dro 1138), feal d’ar rouaned anglo-norman.

D’ar 1 a viz Even 1199 e savas ar pab Inosant II a-du gant Tours ur wech da vat ha da viken. A-benn neuze e oa bet disoñjet, pell a oa, ar perag eus tabut mammiliz Breizh. Buhezioù Sent ha Danevelloù istorel a oa bet berniet gant eskibien ha kloareien Dol avat, kement ha sankañ anezhi donañ ma c’hallent. O mad a reas kentañ danevellourien hag istorourien Breizh eus an dielloù-se, d’ober diouzh Dol ar pezh n’eo bet gwech ebet : Mammgêr an iliz hag ar galloud politikel e Breizh unanet.

 

troet diwar ar galleg gant : J-D Robin

MENEGIÑ AR PENNAD

Aozer : Armelle Le Huërou - Coulbeaux , « Sorc’henn arc’heskopti-mammiliz Breizh (862/3-1199) », Bécédia [en ligne], ISSN 2968-2576, mis en ligne le 20/08/2020.

Permalien: https://bcd.bzh/becedia/br/sorc-henn-arc-heskopti-mammiliz-breizh-8623-1199

Levrlennadur

  • Conklin George, « Les Capétiens et l’affaire de Dol de Bretagne (1179-1199) », Revue d’histoire de l’église de France, t. 78, n° 201, 1992, p. 241-263
  • Duine François, Le schisme breton, l’église de Dol au milieu du IXe siècle d’après les sources, Rennes, 1915.
  • ID., La métropole de Bretagne. Chronique de Dol du XIe siècle et catalogue des dignitaires, Paris, 1916.
  • Guillotel Hubert, « Bretagne et papauté au XIe siècle », L’Église de France et la papauté (Xe-XIIIe siècle), Actes du colloque historique franco-allemand publiés par Rolf GROSSE, Bouvier, Bonn, 1993, p. 265-286.
  • ID., « Les origines du ressort de l’évêché de Dol », MSHAB, t. 54, 1977, p. 31-68.
  • Fougerolles Paula (de), « Pope Gregory VII, the archbishopric of Dol and the Normans », Anglo-Norman Studies, 21, 1998, p. 47-66.
  • Le Huerou Armelle, « L’archiepiscopus Dolensis au début du XIIe siècle : esquisse d’un catalogue des actes de l’archevêque Baudri (1107-1130) », in Le pouvoir et la foi au Moyen Âge en Bretagne et dans l’Europe de l’Ouest : mélanges en mémoire du professeur Hubert Guillotel, Joëlle Quaghebeur et Sylvain Soleil (dir.), Rennes-Landévennec, Presses universitaires de Rennes-Cirdomoc (Britannia monastica, 13-14), 2010, p. 261-279.
  • Chédeville André et Guillotel Hubert, La Bretagne des saints et des rois, Ve- Xe siècle, Ouest-France Université, Rennes, 1984.
  • Chédeville André et Tonnerre Noël-Yves, La Bretagne féodale, XIe-XIIIe siècle, Rennes, 1987.
  • Everard J.A., Brittany and the Angevins, Cambridge, 2000.
  • Giot Pierre-Roland, Guigon Philippe, Merdrignac Bernard, Les premiers Bretons d’Armorique, PUR, Rennes, 2003.

Kinniget gant : Bretagne Culture Diversité