Kentañ taol Dol da sachañ ar palliom ganti
Bet savet e kerzh an VIIIvet kantved d’an abretañ, e oa eskopti Dol dindan beli arc’heskob Tours, hep mar na marteze, evel pep eskopti Breizh. War-dro 862-863 avat e kaver meneg eus un « tabut da gas goût piv eo arc’heskob ar Vreizhiz » en ul lizher bet kaset gant ar pab Nikolaz 1añ (858-867) da Salaün, roue Breizh (857-874). Degas ar vell d’ar gêr digant ar veleien frank, ha digant Roma kement hag ober, e oa Salaün hag eskibien Breizh o klask ober, da heul brizh-sened-iliz Koetlou (849) réuni par Nominoë (ca. 830-851) bet bodet gant Nevenoe (war-dro 830-851) hep asant Tours, o c’houlenn e vije roet ar palliom dezhe, war zigarez un henvoaz bet ijinet gante penn-da-benn.
Harp dic’hortoz Gregor VII
Ne oa ket bet ingalet an tabut pa varvas Nikolaz 1añ . Ha pa voe kreñvaet strivoù Dol da zont da gêr-vammiliz gant ar reuz a oa bet da heul argadennoù ar Vikinged, ne oa ket aet holl eskibien Breizh a-du ganti, pell ac’hane. A-du gant Tours e chomas eskibien Naoned, Gwened ha Kemper betek fin an tabut. Afer-se, ha hep damant ebet da glemmoù Tours ha da grozadennoù Roma e krogas eskibien Dol, divezh-kaer, d’en em gontañ archiepiscopus (arc’heskibien). E 1076 avat e voe cheñchet penn d’ar vazh. Sevel a reas ar pab Gregor VII a-du gant goulenn Dol abaoe daou gantved, o lakaat Even (1076-1081) da arc’heskob kentañ Dol, gant ar soñj, moarvat, kas reform an Iliz e Breizh oc’h ober ur vammiliz diouti.
Mammiliz Dol harp ouzh ar rouaned anglo-Norman
Diwezhatoc’h, ha pa oa bet dilezet raktres Gregor VII, e tapas eskibien Dol sachañ ar palliom gante ingal awalc’h, o kemer harp war an diviz kent-se moarvat hag o c’hoari gant an divoull ma oa doare o mammiliz, sañset. Splann ha brudet e oa an disrann etre Tours ha Dol e diavaez Breizh ha ken splann all an disrann savet evel-se e Breizh : diouzh un tu e oa harpet Tours gant an eskoptier (Roazhon, Naoned, Gwened ha Kemper) a oa duged Breizh mistri warne (Alan Fergant -1084-1115 ? - hag e vab Konan - 1115-1148) pa ne voe harpet Dol nemet gant pevar anezhe d’ar muiañ, daou nemetken adalek 1122 : Sant-Brieg ha Landreger a oa dindan aotroniezh ar c’hont Stefan a Lambal-Gwengamp (1079-war-dro 1138), feal d’ar rouaned anglo-norman.
D’ar 1añ a viz Even 1199 e savas ar pab Inosant II a-du gant Tours ur wech da vat ha da viken. A-benn neuze e oa bet disoñjet, pell a oa, ar perag eus tabut mammiliz Breizh. Buhezioù Sent ha Danevelloù istorel a oa bet berniet gant eskibien ha kloareien Dol avat, kement ha sankañ anezhi donañ ma c’hallent. O mad a reas kentañ danevellourien hag istorourien Breizh eus an dielloù-se, d’ober diouzh Dol ar pezh n’eo bet gwech ebet : Mammgêr an iliz hag ar galloud politikel e Breizh unanet.
troet diwar ar galleg gant : J-D Robin
 
        ![Siell an arc’heskob Baudri a Vourgueuil (1107-1130) [S+ Baldrici archiepi(scopi) dolensis] e traoñ ar garta nemeti a gaver warni anv dug Breizh sko ouzh hini arc’heskob Dol. Sinet e oa bet an diell-mañ e eskopti Roazhon d’ar 15 a viz Mae 1108, nebeut amzer goude ma oa bet lakaet Baudri da arc’heskob Dol (Nedeleg 1107). H1242-Diellva departamant Maine-et-Loire](https://bcd.bzh/becedia/sites/default/files/dossiers-thematiques/dsc_2088.jpg) 
      
      
    
    
      ![Diell Hug (ar Rouz), arc’heskob Dol ("Sigillum Hugonis Dolensis archiepiscopi"), 1156-1161, BNF. Dornskrid Latin Nenn 17025. Dastumad dielloù, eilskridoù pe lodennoù ar pep brasañ anezhe, tresadennoù sielloù ha bezioù warne, evit talvezout da istor arc’heskibien hag eskibien Frañs, gant Roger de Gaignières (Lodenn 2) ], f° 13 r entier = Hug Diell Hug (ar Rouz), arc’heskob Dol ("Sigillum Hugonis Dolensis archiepiscopi"), 1156-1161, BNF. Dornskrid Latin Nenn 17025. Dastumad dielloù, eilskridoù pe lodennoù ar pep brasañ anezhe, tresadennoù sielloù ha bezioù warne, evit talvezout da istor arc’heskibien hag eskibien Frañs, gant Roger de Gaignières (Lodenn 2) ], f° 13 r entier = Hug](/becedia/sites/default/files/medias/dossiers-thematiques/l-archeveche-de-dol/sceau%20d%27Hugues%20Le%20Roux.jpg)

