Prioldi : lec'h evit ar venec'h. Eno e veve un toullad menec'h distaget ha dizalc'h ouzh un abati pennañ evit merañ ur mad bennak.
Gant an donezonoù a resevent e savas renerien abati Menez-Mikael meur a brioldi e Breizh.
- Menez Hyrglas bet roet e 1086 gant eskob Landreger Hugues 1añ ( (da lec'hiañ moarvat e Eliant e-kichen Kemper).
- Ar Vouster e Menieg, etre Loudieg ha Ploermael, bet savet a-drugarez d'un donezon graet a-raok 1032 gant Gwezheneg, tad Gauzlin bezkont Roazhon (pe Josilin).
- Menez-Dol ha chapel Sant-Mikael roet da Venez-Mikael gant Hugues arc'heskob Dol e 1158.
- Sant-Laorañs Montrouaud e kumun Planfili, bet savet a-drugarez da donezonoù an duged Jafrez 1añ († 1008) hag Alan III († 1040).
- Sant-Brewalaer bet roet war-dro 1075, gant aotrou al lec'h war ziviz, da skouer, e vefe roet dezhañ bara ha gwin pa 'z afe da bic'hirinañ da Venez-Mikael.
- Sait-Meleg , ilizoù Sant-Meleg ha Sant-Meven hag ivez porzh Porzh-Pikan roet gant an dug Alan III.
- Sant-Varzhin Gwilavez a zo bet roet e 990 gant an dug Konan 1añ. Gwirioù war ilizoù Gwilavez ha Polieg, ti ar priol, ur vereuri, ur stank hag ar vilin, un toullad brav a zalc'hioù hag ur gwir war ar justis izel, krenn hag uhel az a d’ober madoù ar prioldi-mañ.